Killer's Kiss

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Killer's Kiss (Pok al Lazher e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1955.

Eil film hir Kubrick eo Killer's Kiss, da-heul Fear and Desire (1953).

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh ar film e c'heller klevet ur ganaouenn Once an titl anezhi : savet e voe gant Arden E. Clar ha Norman Gimbel.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vont da gemer perzh d'an emgann hag a vo pouezus-kenañ evit e vicher da zont ez a Davy Gordon, bokser anezhañ, e-biou da c'hGloria Price. Emañ ar plac'h-mañ — "taxi-girl" en un ti-dañs — o chom er ranndi a-dal da hini Gordon. Sellout a ra-hi ouzh ar c'hrogad, a-gevret gant he fatrom, Vincent Rapallo. Siwazh da Zavy ez eo kaset da bokat da leur ar ring kenkent hag an eil adkrog. N'emañ ket gwelloc'h ar jeu gant Gloria bet diarbennet Rapallo ganti en un doare rust. Distroet d'ar gêr e kav Davy Gordon ur bedadenn kaset gant e eontr a ginnig dezhañ dont d'e "ranch" e Seattle da ziskuizhañ goude e c'hwitadenn. E-pad an nozvezh ez eo dihunet gant skrijadennoù e amezegez Gloria eo deuet Rapallo d'he hegasiñ betek he ranndi. Kaset eo kuit an difeson gant ar bokser hag an darvoud-mañ a ra da c'hGordon liammañ daremperedoù nesoc'h ouzh Gloria. Ma reont o mennozh dimeziñ ha kuitaat New York. Ne vez ket ken aes-se troc'hañ kuit diouzh an tremened : diaes eo d'an daou zen adtapout o arc'hant pa ve digant Albert, alier Davy pe Rapallo. Hemañ a ya betek tapout Davy Gordon e-barzh un afer dorfedel...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tapet e voe priz ar gwellañ sevener gant Kubrick.
  2. Eil gwreg Kubrick.