Fear and Desire

Eus Wikipedia
Aktourien[1] ha teknikourien Fear and desire.

Fear and Desire (Aon ha c'hoant e brezhoneg) zo ur film brezel saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1953.

Kentañ film hir Kubrick eo Fear and Desire ha kentañ hini an aktour Paul Mazursky (a yeas da sevener brudet-mat adalek 1969). Savet da-heul an tri zeulfilm berr Day of the Fight, Flying Padre ha The Seafarers e voe anvet The Trap ha The Shape of Fear kent tapout e ditl da vat. Dilezel a reas Kubrick e vicher a luc'hskeudenner er gelaouenn Look evit kas e raktres da benn.

Arc'hantaouet berr Fear and Desire (pemzek den en holl[2]) e kavas da Gubrick e oa e film unan amatour ha netra ken all. Ma reas e soñj distrujañ an darn vrasañ eus an eiladoù anezhañ. Adsavet e voe an oberenn diwar un eilad orin, bet kavet dre zegouezh e 2010.

Gant ar film brezel-mañ e krogas Stanley Kubrick gant unan eus e zodennoù pennañ — ur strollad soudarded rediet d'ober dibaboù — a vo adkavet diwezhatoc'h e Paths of Glory (1957) ha Full Metal Jacket.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ur brezel diwar faltazi : ur gedred pevar soudard a chom sac'het en tu-hont da linennoù an enebourien goude bezañ kouezhet o c'harr-nij eno.

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. N'emañ ket Virginia Leith war al luc'hskeudenn.
  2. Toba Metz, kentañ gwreg Kubrick en o zouez.
  3. Daremprediñ a reas Kubrick pa oant o-daou e William Howard Taft High School e New York.
  4. Eontr Stanley Kubrick.