Paths of Glory (film)
Rann eus | National Film Registry |
---|---|
Titl | Paths of Glory |
Diazezet war | Paths of Glory |
Tachenn | film brezel, trial film, film diazezet war un oberenn lennegel, anti-war film |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Sevener | Stanley Kubrick |
Senarioour | Jim Thompson, Calder Willingham, Stanley Kubrick, Humphrey Cobb |
Produer dileuriet | Kirk Douglas, James B. Harris, Stanley Kubrick |
Rener ar skeudennaouiñ | Georg Krause |
Frammer filmoù | Eva Kroll |
Sonaozer | Gerald Fried |
Produer | James B. Harris |
Embregerezh produiñ | Bryna Productions, Harris-Kubrick Pictures Corporation |
Dasparzher | United Artists |
Mare an oberenn | 1916, Brezel-bed kentañ |
Lec'h an istor | Frañs |
Original film format | 35 mm film |
Liv | gwenn-ha-du |
Notenn ar varnouriezh | 9/10, 90/100, 96% |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur FSK | FSK 12 |
Renkadur an ICAA | general audiences |
NMHH film rating | NMHH III. |
Paths of Glory (Hentoù ar C'hloar e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1957.
Pevarvet film hir Kubrick eo Paths of Glory, kaset da benn gantañ war-lerc'h Fear and Desire (1953), Killer's Kiss (1955) ha The Killing (1956) : un oberenn flemmus ha kriz ouzh spered ki an arme ha diseblanted yen an uhelofiserien anezhi ouzh planedenn ar soudarded dindane. Ur wech ouzhpenn en devoe tro Kubrick da ezteuler e gredennoù a enepbrezelour bet diskouezet kent da-geñver Fear and Desire hag o kemenn Dr. Strangelove (1964) ha Full Metal Jacket (1987) da zont. Diazezet eo diwar zarvoudoù gwirion c'hoarvezet e Bro-C'hall e-pad ar Brezel-bed kentañ pa oa bet fuzuilhet war-dro c'hwec'h kant soudard gall « da reiñ ar skouer vat », bet tamallet anezhe da vezañ kuitaet o fost, nac'het sentiñ pe klasket en em vuturniañ.
Gant Joseph Losey e 1964 (King & Country), Francesco Rosi e 1970 (Uomini contro) ha Jean-Pierre Jeunet e 2003 (Un long dimanche de fiançailles) peurgetket e voe adkemeret an hevelep dodenn.
An oberenn orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur romant eo Paths of Glory da gentañ-penn, bet savet gant ar skrivagner stadunanat Humphrey Cobb hag embannet e 1935. Kemeret en devoa perzh Cobb er Brezel Bras gant an arme ganadian hag awenet e voe gant istor ar pevar c'horporal gall — Louis Girard, Lucien Lechat (genidik eus Ferred), Louis Lefoulon ha Théophile Maupas — a oa bet kaset d'ar marv d'ar 17 a viz Meurzh 1915 e Souain (Marne) war zigarez m'o devoa nac'het mont er-maez eus o fozioù-difenn. Titl ar romant a zeu eus ar varzhoneg Elegy Written in a Country Churchyard gant ar barzh saoz Thomas Gray :
[…]
The boast of heraldry, the pomp of pow'r,
And all 'that beauty, all that wealth e'er gave,
Awaits alike th'inevitable hour.
The paths of glory lead but to the grave.
[…]
E 1935 eo ivez e voe azasaet ar romant gant Sidney Howard d'ober ur pezh-c'hoari, e Broadway, ha ne reas ket muioc'h a verzh eget an oberenn orin. Tra m'edo Stanley Kubrick ha James B. Harris war glask danvez ur film, soñj en devoe Kubrick bezañ lennet levr Cobb pa oa yaouankoc'h. Goude bezañ kevredet Kirk Douglas ouzh ar raktres, setu ma voe prenet (dek mil dollar) gwirioù ar film gante digant intañvez Cobb.
An doare ma voe degemeret ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skignet e voe ar film e München (Alamagn ar C'hornôg) d'an 18 a viz Gwengolo 1957 evit ar wech kentañ. Evel e-keñver hogos an holl oberennoù gant Kubrick e savas tabutoù ouzh Paths of Glory en Europa a-bezh, e-lec'h na oa ket pareet holl c'houlioù an Eil Brezel-bed c'hoazh. N'hellas an arvesterien alaman (ad)sellet ouzh ar film nemet daou vloavezh goude bezañ bet skignet, nec'het ma oa o gouarnamant ma vije feuket pennoù-bras Bro-C'hall. Er vro-mañ, paket e lagenn Brezel Aljeria, ne voe ket re ziaes d'ar c'hevredigezhioù soudarded kozh ober ar pezh a oa ret evit ma vije daleet dont er-maez ar film gant United Artists (hep na vije berzet koulkoude !) : plegañ a reas ar broduourien stadunanat ha ret e voe gortoz triwec'h bloavezh ouzhpenn. Eeunoc'h e voe planedenn ar film e Spagn dre ma voe berzet gant gouarnamant Franco ha kement-mañ betek unnek bloavezh war-lerc'h marv an diktatour spagnol. Daoust d’an tabutoù bezañ bet ouzhpenn kreñv pa oa bet kinniget Paths of Glory e Brusel e voe tapet Priz meur Union de la critique de cinéma (UCC) belgiat gantañ e 1959.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Brezel, Drama,
- Skoazellerien-sevener : Dixie Sensburg, Franz-Josef Spieker ha Hans Stumpf,
- Senario : Stanley Kubrick, Jim Thompson ha Calder Willingham, azasaet diwar ar romant Paths of Glory (1935) gant Humphrey Cobb,
- Kevredad produiñ : Bryna Productions,
- Produourien : Kirk Douglas, Stanley Kubrick ha James B. Harris,
- Renerien produiñ : John Pommer, Helmut Ringelmann ha George von Block,
- Kevredad dasparzhañ : United Artists,
- Rener ar skeudenniñ : George Krause,
- Ijinour ar son : Martin Müller,
- Aozer ar sonerezh orin : Gerald Fried,
- Kinklour : Ludwig Reiber,
- Dilhataerez : Ilse Dubois,
- Farder : Arthur Schramm,
- Skriptererez : Trudy von Trotha,
- Frammerez : Eva Kroll,
- Kenurzhier an efedoù arbennik : Erwin Lange,
- Prantad filmañ : adalek an 18 a viz Meurzh betek miz Mae 1957,
- Lec'hioù filmañ :
- Bernried am Starnberger See (Bavaria),
- Kastell Schleißheim en Oberschleißheim (Bavaria),
- München,
- studioioù Bavaria Film e Grünwald (Bavaria),
- Deiziadoù dont er-maez :
- 1957 : 18 a viz Gwengolo (München, RKA), 25 a viz Here (Alamagn ar C'hornôg a-bezh), 20 a viz Kerzu (Los Angeles), 25 a viz Kerzu (New York, Stadoù-Unanet),
- 1958 : 14 a viz C'hwevrer ( Finland), 19 a viz C'hwevrer ( Japan), 8 a viz Mae ( Sveden), miz Gwengolo ( Aostria),
- 1959 : 10 a viz Ebrel ( Danmark),
- 1969 : dre skinwel ( Turkia),
- 1970 : 7 a viz Mezheven (Adelaide, Aostralia),
- 1975 : 26 a viz Meurzh ( Bro-C'hall),
- 1986 : 13 a viz Here (Madrid), 15 a viz Here (Barcelona, Spagn),
- 1997 : miz Eost (Locarno, Suis).
- Padelezh : 88'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1916 ez eo kemmet an emgannoù, sac'het ma chom ar soudarded en o fozioù-difenn. Broudañ a ra ar jeneral Broulard, e penn e rannarme, ar jeneral brigadenn Mireau da gemer ur c'hreñv a savlec'h dalc'het gant an Alamaned, en ur reiñ dezhañ da gompren e rafe vad da red e vicher. N'en do soudard ouzhpenn ebet ha berr-kenañ e vo bombezadeg kent linennoù-difenn an enebourien. Fiziet eo an arsailh er c'horonal Dax ha n'eo ket evit mirout ouzh 701añ Rejimant Troadegiezh[1] a vezañ pilet dindan dennoù stank an Alamaned. O spurmantiñ an dachenn-emgann war-bouez e c'hevellunedenn e stad ar jeneral Mireau ez eus soudarded hag a zo chomet er fozioù, diaes dezhe mont kalz pelloc'h eget an aspled anezhe. Aet en egar e c'houlenn, dre bellgomz, ma vo bombezet al linennoù gall evit ober d'an droadeien mont war-raok[2] ; en aner, dre m'eo nac'het groñs hen ober gant an ofiser kanolierezh hep gourc'hemenn dre skrid.
Koll e vrud ne fell ket da vMireau hag ober a ra e veno kas ar rejimant dirak al lez-vrezel : hetiñ a ra ma vo fuzuilhet ur c'hant soudard bennak. Talañ a ra Dax ouzh un diviz hag a gav hegus. D'ar jeneral Broulard ez eo ar ger diwezhañ a-benn ar fin : tri den hepken, dibabet e-barzh pep strollad eus ar rejimant, a vo barnet.
Heuget gant kement a zireizhded e c'houlenn Dax, alvokad diouzh e vicher a-raok ar brezel, an aotre da zifenn an tri soudard a vo lakaet da damallidi. Mard eo tennet d'ar sord anv ar soudard Arnaud, dibabet eo hini Férol dre ma tremen da zen noazus ouzh ar Gevredigezh. Gwashoc'h c'hoazh : dilennet eo bet Paris gant al letanant Roget, aon gant an ofiser e vefe diskuliet al laoskoni en devoa diskouezet dirak ar c'horporal da-geñver arvoudoù kent. En desped d'an arguzennoù poellek ha d'an displegadennoù kinniget gantañ n'eo ket ar c'horonal evit mirout ouzh an drevezadenn a brosez a vont betek penn : en abeg d'o « laoskoni ouzh an enebourien » ez eo kondaonet Arnaud, Férol ha Paris da vezañ fuzuilhet a-wel d'ar rejimant a-bezh a-benn antronoz. Hag int o-zri toullbac'het e-barzh ul loch da dremen o nozvezh diwezhañ. O klask terriñ e enkrez da Arnaud e sav ur sachig etre hemañ ha Paris : gwallgouezhañ a ra ar soudard ha gloazet fall eo. Kollet e anaoudegezh gantañ e chomo er stad-se betek e lazhidigezh.
Goude bezañ dastumet testeni an daou ofiser kanolierezh a oa bet gourc'hemennet dezhe gant ar jeneral Mireau tennañ war e soudarded dezhañ ez a ar c'horonal Dax da gaout ar jeneral Broulard. Kompren a ra hemañ n'hell ket mirout ouzh un enklask war emzalc'h Mireau ha kinnig e garg da zDax, kendrec'het mard eo ez eo debret ar c'horonal gant ar youl-sevel. Ne vo ket lezet o buhez d'an tri c'hondaonad : fuzuilhet int 'ta ha ret eo eren Arnaud ouzh e gravazh, hag eñ semplet, evit ma vo graet e stal d'ar soudard en e sav[3] ! Ouzhpenn heuget e nac'h Dax e enraog, gwell gantañ mont da gaout e soudarded a zo war-nes mont d'an talbenn en dro...
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kirk Douglas : ar c'horonal Dax,
- Ralph Meeker : ar c'horporal Philippe Paris,
- Adolphe Menjou : ar jeneral Georges Broulard,
- George Macready : ar jeneral Paul Mireau[4],
- Wayne Morris : al letanant Roget,
- Richard Anderson : ar major Saint-Auban,
- Joseph Turkel : ar soudard Pierre Arnaud,
- Susanne Christian : ar brizoniadez alaman,
- Jerry Hausner : perc'henn an davarn,
- Peter Capell : prezidant al lez-vrezel (ha daneveller deroù ar film),
- Emile Meyer : an aotroù aluzener Duprée,
- Bert Freed : ar serjant Boulanger,
- Kem Dibbs : ar soudard Lejeune,
- Timothy Carey[5] : ar soudard Maurice Férol,
- John Stein : ar c'habiten Rousseau[6],
- Harold Benedict : ar c'habiten Nichols.
- Fred Bell, Paul Bös (ar major Gouderc), Leon Briggs (ar c'habiten Sancy), Herbert Ellis, Wally Friedrichs (ar c'horonal De Guerville), Halder Hanson, James B. Harris, Rolf Kralovitz, Ira Moore (ar c'habiten Renouart), Marshall Rainer (ar soudard Duval), Robert Vagnoid.
War roll aktourien ur film brezel n'eo ket gwall souezhus kavout un aktourez hepken, Christiane Susanne Harlan hec'h anv. E dibenn ar film e talc'h perzh ur brizoniadez alaman goulennet ganti kanañ Der treue Husar[7] en alamaneg dirak ar soudarded c'hall a-raok dezhe distreiñ d'an emgann. Eurediñ a reas da gKubrick e 1958.
Adc'hoarierien alaman ha stadunanat a voe gopret, ar pezh a c'hell displegañ petra zo kaoz n'eo ket gwall reoliek jestroù 'zo gant soudarded sellet evel... gall.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ne voe ket eus ar rejimant-se el lu gall e gwirionez. Ar 421vet Rejimant Troadegiezh a voe an hini diwezhañ, krouet e miz Eost 1915.
- ↑ C'hoarvezout a reas an darvoud-se evit gwir e miz C'hwevrer 1915 pa c'houlennas ar jeneral Reveilhac gant e ganolierien tennañ war fozioù-difenn gall !
- ↑ Un darvoud gwir, gouzañvet gant an isletanant Jean-Julien Chapelant d'an 11 a viz Here 1914 e Beuvraignes (Somme).
- ↑ Ar jeneral Géraud Reveilhac e gwirionez.
- ↑ Dic'hopret e voe a-raok na voe peurechu ar film.
- ↑ Ar c'horonal Pierre Marie Amédée Bérube e gwirionez.
- ↑ An houzard feal, ur ganaouenn bobl alamanek, bet lakaet e galleg gant Francis Lemarque evel Marjolaine.