The Killing (film)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

The Killing zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1956.

Trivet film hir Kubrick eo The Killing, kaset da benn gantañ war-lerc'h Fear and Desire (1953) ha Killer's Kiss (1955). Daou ditl all — Clean Break ha Bed of Fear — en devoe ar film a-raok kaout an hini a anavezer bremañ hag a zamveneg al lazhadeg a c'hoarvez er film koulz hag an arc'hant rastellet (to make a killing e saozneg).

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet toullbac'het en Enez Alcatraz e-pad pemp bloavezh e ra Johnny Clay e vennozh laerezh kaoud ur redva-kezeg d'un deiz pa vo ar muiañ a glaousteerien ennañ. E daol diwezhañ e vo kent en em dennañ hag eurediñ da Fay. N'eo ket diaes dezhañ kavout kenwallerien : ar poliser loavet Randy Kennan, ar c'hefiour George Peatty, an tenner mat Nikki Arane, ar gourener Maurice Oboukhoff hag an tavarner Mike O'Reilly.

N'eo ket Sherry, gwreg Peatty, evit he zeod ha diskuliañ a ra an torfed da zont d'he fried kleiz, Val Cannon. Gwashoc'h c'hoazh e c'houlenn-hi gantañ ma tapo an arc'hant kenkent ha graet an taol gant ar re all. Pep tra a yelo da gaoc'h-heiz evit d'an "hold-up" bezañ kroget mat da gentañ-penn...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]