Mont d’an endalc’had

Simca

Eus Wikipedia
Logo 1970
Logo 1970


Al labouradeg Simca e Nanterre, e-tro 1936
Anv Société Industrielle de Mécanique et Carrosserie Automobile (SIMCA)
Statud Isembregerezh
Diazezet 1934
Diazezer Fiat S.p.A.
Divodet 1980
Penngevredadoù Fiat S.p.A. (1926-1963)
Chrysler (1963-1978)
PSA (1978-1980)
Sez Poissy, Bro-C'hall Bro-C'hall
Tachenn Greanterezh
Produioù Kirri-tan
Skourroù Ford France (1954-1958)
Simca do Brasil (1958-1966)

SIMCA (Société Industrielle de Mécanique et Carrosserie Automobile) a oa un embregerezh gall a farde kirri-tan. Diazezet e oa bet e 1934 gant ar saver kirri italian Fiat S.p.A. ; dindan beli Fiat e chomas betek bezañ lonket e 1970 gant ar saver kirri stadunanat Chrysler, a voe prenet e 1978 gant PSA Peugeot Citroën, a gasas ar merk Simca da get e 1980.

Etre diwezh an Eil Brezel-bed hag e steuzidigezh e voe Simca unan eus ar saverien kirri-tan pouezusañ e Bro-C'hall. E-pad ur mare e voe ar Simca 1000 ar c'harr gwerzhet ar muiañ eno ; e 1976 e voe dilennet ar Simca 1307 da wellañ karr Europa, evel ma voe ar Simca Horizon e 1979.

En estrenvro ivez e voe fardet ha gwerzhet kirri Simca, dindan ar merk Chrysler alies : en Aostralia, en Arc'hantina, e Brazil, e Chile, e Colombia[1], e Finland, en Izelvroioù, er Rouantelezh-Unanet, e Spagn hag e Sveden.

Diazezidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar bloavezhioù 1920, an Italian Enrico Teodoro Piggozi (1898-1964), ur marc'hadour kirri-tan, a gejas ouzh Giovanni Agnelli (1866-1945), en devoa diazezet an embregerezh Fiat (Fabbrica Italiana Automobili Torino) e 1899. Kenlabourat a rejont adalek 1922, pa zastume E. Pigozzi kirri kozh a gase da Fiat evit ma vefe adimplijet an dir[2].

E 1924, E. Piggozi a voe anvet da rener Fiat e Bro-C'hall ; daou vloaz goude, e 1926, e tiazezas an embregerezh Société Anonyme Française des Automobiles Fiat (SFAF) evit fardañ kirri Fiat e Bro-C'hall end-eeun, ar pal o vezañ tremen hebiou da vizoù ar maltouterezh ha da daosoù an enporzhiañ. Adalek 1928 e krogas da sevel kirri Fiat e Suresnes, en ur eilkevratiñ embregerezhioù lec'hel evit fardañ lod tammoù. Buan e reas berzh : 30 000 karr Fiat-SAFAF a voe gwerzhet e 1934[3].

E 1935, Fiat a ziazezas an embregerezh Simca goude endevout prenet labouradeg ar farder kirri Donnet-Zédel e Nanterre. Diouzhtu e voe kenderc'het kirri Fiat eno, hogen dindan ar merk Simca-Fiat : ar Fiat 508 (Simca-Fiat 6CV) hag ar Fiat 518 Arditas (Simca-Fiat 11CV). Bloaz goude, e 1936, e voe fardet e Nanterre ar Simca-Fiat 5 diwar patrom ar Fiat 500 "Topolino", a voe heuliet e 1937 gant ar Simca-Fiat 8, ur stumm gall eus ar Fiat 508C. Er bloaz-se e voe paouezet da genderc'hiñ ar patromoù 6CV hag 11CV.

Kendalc'het e voe gant ar patromoù 5 ha 8 betek ma tarzhas an Eil Brezel-bed ; adalek 1938 e voent gwerzhet dindan ar merk Simca hepken[4].

Labouradeg Simca e Nanterre eo an hini nemetañ a-douez ar pevar saver kirri gall pennañ na voe ket bombezet e-kerzh ar brezel, setu e kendalc'has da genderc'hiñ un nebeud kirri betek 1945[5]. Goude dieubidigezh Pariz e 1944 e voe rebechet ouzh Simca e liammoù gant Fiat, un embregerezh italian, pa oa aet Italia a-du gant an Trede Reich ; koulskoude, peogwir e oa gouest c'hoazh labouradeg Nanterre da vont en-dro ez eo e Simca e voe fiziet gant an US Army kempenn kefluskerioù e girri Willys MB Jeep[6].

Simca-Grégoire

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peogwir edo ar gouarnamant gall o sellet a-dost ouzh raktres alaman hendad ar Volkswagen Käfer e vroudas Simca da lonkañ an embregerezhioù bihanoc'h Bernard, Delahaye-Delage, Laffy hag Unic e 1942 evit diazezañ un embregerezh bras anvet Générale française automobile (GFA).

Goude-se, e 1944, e lakaas GFA da fardañ ur c'harr poblek Aluminium Français-Grégoire (AFG) diwar ur raktres gant an ijinour Jean-Albert Grégoire (1899-1992), a oa pennrener ar c'henderc'hiñ el labouradeg Simca e Nanterre, kevredet gant an embregerezh Aluminium Français[7] : ur c'harr bihan 2 zor dezhañ, ur c'horf en aluminiom, ur c'heflusker daou vailh a-blad en aluminiom ivez, yenaet dre aer, o kas ar rodoù, un distroñser ouzh pep rod, ur voest 4 zizh ; 400 kg a bouez a oa er c'harr AFG ha gouest e oa da dizhout 100 km/h. Ur c'hentpatrom a voe kinniget e 1945, hogen ne blijas ket da Enrico Piggozi.

D'an 3 a viz Genver 1946 e voe lakaet e pleustr steuñv pempbloaziek ar gouarnamant gall nevez evit an tangarrerezh, ar Plan Pons : 22 saver kirri ha 28 saver sammgirri a oa e Bro-C'hall, setu e tivizas ar pennadurezhioù — hep goulenn ali embregerezh ebet — rannañ marc'had ar c'hirri poblek gall etre 4 rummad ha 6 patrom hervez o galloud e marc'hoù-nerzh melestradurel (cheval-vapeur, CV)[6] :

  • 4 CV : Panhard Dyna X (kenderc'het : 1947-1954), Renault 4 CV (1947-1961) ;
  • 6 – 8 CV : Peugeot 203 (1948-1960), Simca 8 (1937-1951) ;
  • 10 – 12 CV : Citroën Traction Avant 11 CV (1934-1957) ;
  • > 12 CV : Citroën Traction Avant 15 CV (1938-1956).

E-keit-se edo Enrico Piggozi o klask mirout ouzh Simca a vout broadelet evel ma oa bet Renault e 1945, rak kudennek c'hoazh e oa e orin italian ; a-drugarez da Jean-Albert Grégoire ha d'ar raktres AFG e teuas a-benn[6]. Koulskoude e nac'has arre E. Pigozzi an eil kentpatrom, a oa un doare Peugeot 203 (da zont e 1948) hogen berroc'h, petra bennak ma oa bet amprouet war hentoù Bro-C'hall, ha war re Italia gant Fiat a oa c'hoazh perc'henn war Simca. Dilezel e garg a eure J.-A. Grégoire neuze, hag a-drugarez d'ar gevrat etre ar Stad c'hall hag an embregerezh Panhard hervez ar Plan Pons e c'hallas lakaat fardañ an AFG — 4 dor dezhañ e-lec'h 2 — dindan an anv Panhard Dyna X adalek 1947 ; 47 049 skouerenn a voe kenderc'het betek 1954.

Distroet e oa E. Piggozi da bennrener neuze ; peogwir e oa-eñ un Italian e penn un embregerezh gall hogen perc'hennet gant unan italian ne voe ket broadelet Simca. E 1948 e teuas er-maez e Bro-C'hall ar Simca 6, deveret diouzh ar Simca 5, a-raok ma vefe kinniget e vreur ar Fiat 500 "Topolino" nevez en Italia.

Ouzhpenn da ren war dibaboù ar saverien kirri gall, ar gouarnamant o redias da ezporzhiañ an darn vuiañ eus o c'henderc'hoù ; 92% eus ar c'hirri Citroën ac'h eas d'an estrenvro, 90% eus re Renault, 87% eus re Peugeot ha 83% eus re Ford France ; 70% hepken a voe ezporzhiet gant Simca, pa ne c'helle ket keveziñ gant e berc'henn Fiat.

Simca Aronde ha Ford France

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Simca Aronde

E 1951 e voe lakaet e gwerzh ar Simca 9 Aronde ("Gwennili", rak ur wennili a oa war logo Simca d'ar mare-se), ar c'hentañ karr Simca na oa ket un deveradur eus unan Fiat. Berzh bras a reas, pa voe kenderc'het betek 98 000 skouerenn bep bloaz betek 1964 (1 274 819 en holl). Gant ur c'heflusker Fiat avat e oa kaset betek kreiz ar bloavezhioù 1950, ar bloaz ma voe fardet ar c'heflusker Flash gant Simca e-unan.

Gant an arc'hant dastumet a-drugarez d'an Aronde e c'hallas Simca prenañ ar saver sammgirri gall Unic e 1951 ha skourr gall ar saver sammgirri suis Saurer e 1956 a-raok o c'hendeuziñ evit diaezañ Simca Industries, a fardas karbedoù greantel. E-keit-se, e 1954, Simca en devoa prenet labouradeg Ford France e Poissy[8]) ; bras a-walc'h e oa al labouradeg-se evit ma c'hellfe Simca kreizennañ e genderc'hiñ en ul lec'h hepken ha gwerzhañ labouradeg kozh Nanterre da Citroën e 1961. Goude endevout prenet Ford France e c'hallas implijout ar c'heflusker Ford Vedette (8 bailh staliet e V, 2 351 cm3) en e heuliad Vedette, a voe levezonetoc'h c'hoazh eget an Aronde gant ar stil stadunanat a oa erruet e Bro-C'hall goude an Dieubidigezh.

Kreskiñ a eure Simca er bloavezhioù 1960 neuze, a-drek Renault hogen dirak Peugeot ha Citroën[9].

Simca Fulgur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1958 e fardas Simca ar raktres Fulgur[10], ur c'harr-meizad[11] gant an ijinour yaouank Robert Opron (1932-2021). Diskouezet e voe e Saloñs Genève e 1959 ha kinniget evel "karr ar bloaz 2000", a zlee bout kaset gant ur c'heflusker nukleel, bezañ renet dre vouezh ha bleinet dre radar[12].

Simca-Chrysler hag Abarth

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1958 ivez e fellas d'ar saver kirri stadunanat Chrysler e Detroit (Michigan), unan eus an tri saver kirri brasañ en SUA goude General Motors ha Ford, mont tre e marc'had Europa, setu e prenas 15% eus Simca digant Ford met Fiat S.p.A. a chomas ar c'hevranneg pennañ ha pouezus e voe e levezon c'hoazh war tresoù ar c'hirri Simca evel ar patromoù 1000 (deuet er-maez e 1961) ha 1300 (e 1963). E 1963 avat e voe Chrysler perc'henn war 64% eus Simca dre brenañ kevrannoù digant Fiat[2] kent piaouañ 77% ; adalek ar mare-se e paouezas Fiat da vout oberiant en embregerezh Simca, dre ma oa unan eus ar gevranneien vihanniver. Diazezet e voe Chrysler Europe dre brenañ ar saver kirri saoz Rootes Motors Limited e London[2].

Abarth-Simca 1300 GT, 1963

E 1961 e voe lakaet ar Simca 1000 war ar marc'had ; diwar e gastell e voe savet e 1962 ar rummad Abarth-Simca GT — Abarth o vout ur prienter herrgirri staliet e Torino nepell diouzh sez Fiat – hag ar Simca 1000 Coupé treset gant an Italian Carrozzeria Bertone, a voe kreñvaet e 1967 : ar Simca 1200S Bertone a oa gouest da dizhout 180 km/h[13]. Ne reas ket berzh avat, 14 400 skouerenn hepken a voe kenderc'het etre 1967 ha 1971.

Talbot Arizona → Peugeot 309

E 1967 ivez e voe lakaet war ar marc'had ar Simca 1100, a voe kenderc'het gant Chrysler betek 1985 e Poissy, e Madrid (Spagn) hag e Nyköping (Sveden).

Ar steredenn Chrysler a voe war an holl girri Simca bet fardet goude 1967, ha d'ar 1añ a viz Gouere 1970 e voe Chrysler France anv nevez an embregerezh Simca. Berzh bras a reas ar patromoù Simca Aronde, 1000 ha 1100. Er bloavezhioù 1970, dindan ren Chrysler bepred, Simca a genderc'has ar patromoù Chrysler 180, Simca 1307 ha Simca Horizon. Hogen e 1977 ec'h eas Chrysler Europa da get, ha prenet e voe an dismantroù gant Peugeot e 1978. E 1980 ec'h eas ar merk Simca da get ; e dibenn ar bloaz 1981 e voe paouezet da genderc'hiñ kirri Simca ha Rootes Motors ; betek kreiz ar bloavezhioù 1980 e voe gwerzhet ar Simca Horizon dindan ar merk Talbot, a oa bet prenet gant Simca e 1958 ha prenet gant Peugeot digant Chrysler e 1978. Peugeot a fardas e girri el labouradegoù Simca ha Talbot.

Goude an Horizon, Simca en devoa raktreset an Talbot Arizona, a voe lakaet war ar marc'had e 1985 dindan an anv Peugeot 309. Ar patrom Samba e voe ar c'harr Talbot diwezhañ, fardet gant Peugeot e labouradeg Simca. E 1994 ec'h eas ar merk Talbot da get d'e dro.

Da 24 e sav an niver a batromoù bet lakaet er c'henwerzh gant Simca ; meur a stumm a voe eus pep patrom, koulz e-keñver korf hag e-keñver keflusker.

Sévitame 350

E 1936, daou vloaz goude diazezidigezh Simca, e c'houlennas Arme Frañs digant an embregerezh nevez kenderc'hiñ ur marc'h-tan liestachenn eviti, dindan ar merk Sévitame (Société d’Exploitation de Véhicules Issus de la Technique Automobile Moderne Économique) bet krouet a-ratozh-kaer ganti. Degemeret e voe ar c'hentpatrom, 280 cm3 e vailhad, e 1938. Un eil kentpatrom, ar Simca-Sévitame B, 350 cm3 dezhañ, a voe degemeret e 1939 gant Arme Frañs, a brenas 3 000 skouerenn da vout degaset e 1940. Dipitet e voe an Arme avat, pa ziskouezas ar c'hentpatrom Peugeot TT 112 bout kalz gwelloc'h. Dilezet e voe ar marc'h-tan Simca-Sévitame neuze. Ur pemzek skouerenn bennak hepken a voe war an hentoù : lod skouerennoù a voe moc'het gant tud Simca pa voe deoget o labouradeg gant an Alamaned, un nebeud a voe kaset da dalbenn ar Reter. Div skouerenn pe deir zo deuet betek ennomp.

Arnevez-kenañ e oa ar marc'h-tan-se koulskoude. Unan daou vaih daoubred e oa e geflusker ijinet gant Marcel Violet (1887-1973), gant penn ar riboulerioù (an ahel-pleg) el laez en enep ouzh ar boaz. Gouest e oa da vont en-dro en amzer tomm-gor pe yen-ki, yenaet ma oa gant 8 litr eoul hag a servije ivez da lardañ an elfennoù mekanikel. Gwarezet gant ur gaoued aluminiom e oa ar c'heflusker iskis-se. Tri zizh a oa, mui unan evit talvezout da draouilh. Gouest e oa ar Sévitame B da vont a-hed 500 km war an hent gant ur veoliad 20 litr strilheoul, ha douar-ha-dour e oa : ne oa chadenn ebet, ur marbr treuzkas a oa, ha tu a oa da stagañ ur viñs-tro ouzh e benn evit treuziñ ur stêr. Aes e oa distrollañ ar marc'h-tan dre dri zamm evit e dreuzkas aes dre guzh[17].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Renou, Michel. Simca - De Fiat à Talbot. Paris : E.T.A.I. (Éditions Techniques pour l'Automobile et l'Industrie), 1999 (ISBN 978-2-7268-8457-7)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (es) Restrepo Mantilla, Óscar Julián. 'La historia de Colmotores, pionera de la industria automotriz colombiana @ El carro colombiano, 22/01/2017. Kavet : 21 Even 24.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) Georgano, Nick. The Beaulieu Encyclopedia of the Automobile. London : Routledge, 2000 (ISBN 978-1-57958-293-7)
  3. (en) 'Simca @ Histomobile'. Kavet : 21 Even 24.
  4. (fr) Toutes les voitures françaises 1936 (Salon de Paris, Octobre 1935). In : Automobilia, niv. 1, pp. 80-81. Paris : Histoire & collections, 1996.
  5. (fr) Toutes les voitures françaises 1940-46 (Les années sans salon). In : Automobilia, niv. 26, pp. 76-77. Paris : Histoire & collections, 2003.
  6. 6,0 6,1 ha6,2 (fr) Toutes les voitures françaises 1947 (Salon de Paris, Octobre 1946). In : Automobilia, niv. 4, p. 72. Paris : Histoire & collections, 1997.
  7. Pechiney e voe anv nevez Aluminium Français adalek 1950 ; gwelit Vindt, Gérard. Les hommes de l'aluminium – Histoire sociale de Pechiney – 1921-1973. Ivry-sur-Seine : Éditions de l'Atelier, 2006 (ISBN 978-2-7082-3847-3)
  8. Er gwalarn da Versailles e departamant ar Seine-et-Oise betek 1968, en Yvelines bremañ.
  9. (fr) Toutes les voitures françaises 1959 (Salon de Paris, Octobre 1958). In : Automobilia, niv. 15. Paris : Histoire & collections, 2000.
  10. Ar ger latin evit "luc'hedenn".
  11. A zo concept-car e saozneg.
  12. (fr) 'Les concepts-cars français : Simca Fulgur (1958) @ Le Blogauto'. Kavet : 21 Even 24.
  13. (fr) 'Focus sur : La Simca 1000, ange ou démon ? @ Absolutely Cars'. Kavet : 21 Even 24.
  14. Fardet ivez gant Simca do Brasil dindan an anvioù Simca Chambord, Simca Alvorada, Simca Profissional ha Simca Présidence.
  15. Anvet Chrysler-Simca 1609/1610/2-Litre ivez.
  16. Gwerzhet dindan an anv Talbot Solara ivez.
  17. (fr) 'Sévitame – 350 Simca @ Moto Collection. Kavet : 21 Even 24.