Detroit (Michigan)

Eus Wikipedia

Detroit (API : /ˈdiːtɹɔɪt/ e saozneg) zo anezhi kêr bennañ stad Michigan er Stadoù-Unanet. Pennlec'h kontelezh Wayne eo ivez. Ur porzh bras eo e korn-bro ar Middle West war ar stêr Detroit. Unnekvet kêr vrasañ SUA eo.

Diazezet e voe e 1701 gant marc'hadourien feur gall. Hiriv eo brudet Detroit evel kêr-benn ar c'hirri-tan, hag ivez ul lec'h a-bouez evit ar sonerezh modern stadunanat.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karter an aferioù

Kêr-benn an oto amerikan eo Detroit. Eno e kaver an tri firm amerikan General Motors, Ford ha Chrysler. Koulskoude e treuzlec'hiont mui-ouzh-mui o unvezioù produiñ da vroioù marc'hadmatoc'h o zud labour.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare sonerezh zo bet ganet eno, ar punk hag an techno da skouer. Arzourien vrudet o deus kroget eno : Iggy Pop, Eminem, Diana Ross, Marvin Gaye, Stevie Wonder, MC5, ar Stooges hag ar Supremes, Aaliyah, The Jackson Five, Jay Dilla, Mike Banks, Juan Atkins, Derrick May, Kevin Saunderson, Jeff Mills, D12, Obie Trice, ar White Stripes...

Tud brudet liammet gant Detroit, ganet pe marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh
Sinema

Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Detroit zo gevellet gant

Detroit he deus ul liamm tost gant he amezeg ar gêr ganadian Flag of Canada.svg Flag of Ontario.svg Windsor (Ontario).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]