Sant-Divi
Sant-Divi | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Divy | |
Bro istorel | Bro-Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Landerne | |
Kod kumun | 29245 | |
Kod post | 29800 | |
Maer Amzer gefridi | Michel Corre 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro Landerne-Daoulaz | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 572 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 185 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 30 m — brasañ 129 m | |
Gorread | 8,52 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Divi (distaget [sãnˈdiː.vi]) a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Landerne, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eieniñ a ra an Aber Benniged e Sant-Divi.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 27 skoliad (15,3 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 34 gwaz ag ar gumun, d.le. 5,12% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 15 a viz C'hwevrer 1941 e kouezhas un nijerez Beaufort I marilhet L9794 ha kodet MW-R eus 217th Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) e Sant-Divi; lazhet e voe e voe he fevar nijour, ne voe ket kavet o c'horfoù[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Divi, XVvet kantved, he c’harnel hag an daou galvar (1652), an dremenell hag ar feunteun.
- Monumant ar re varv, "Parrez Sant-Divy d’he bugale maro er vrezel 1914-1918", luc’hskeudenn[6].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Édouard Leclerc (1926-2012), kenwerzhour.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Memorial Genweb