Roll Faraoned Egipt
Setu amañ roll Faraoned Henegipt, adal ar marevezh raktierniezh (a-raok 3000 kt JK) betek dibenn Tierniezh Ptolemaios, pa zeuas Henegipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust er bloavezh - 30.
- Merkomp diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Henegipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa. Ne oant ket priedoù rouaned ptolemaek ; setu int : Sobeknefrou, Hatshepsout ha Twosret. Merket int war a roll evel
Rouanezed
- Notenn : gant evezh bras e ranker degemer an deiziadoù merket amañ. Meur a reizhiad deiziata zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. Ur c'hinnig zo amañ a-is, met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.
- Adnotenn : en Istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.
Henvarevezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn] Henvarevezh
a reer eus ar marevezh raktierniezhel, pa oa dispartiet Goueled Egipt diouzh Gorre Egipt, a oa div rouantelezh distag betek Iañ tierniezh Henegipt hagEil tierniezh Henegipt.
Raktierniezh: Goueled Egipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goueled Egipt, anvet ivez ar Vro Zu
, a oa rann norshañ an Nil gant he delta. Diglok moarvat eo ar roll-mañ.
Tiu e hieroglifoù | ||
|
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Tiu (faraon) | ? | |
Thesh | ? | |
Hsekiu | ? | |
Wazner | E-tro 3100 kt JK ? |
Raktierniezh: Gorre Egipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gorre Egipt, anvet ivez ar Vro Ruz
, a oa lodenn suañ an Nil hag ar gouelec'hioù. Diglok moarvat eo ar roll-mañ, rak kalz muioc'h ag anvioù diasur zo.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ro | Bezañs diasur. | E-tro 3200 kt JK ? |
Serket II | Anavezet ivez dre an anv a "Roue Krug" pe "Krug Egipt". Marteze e oa an hevelep den ha Narmer. Ur faraon lec'hel all anvet Serket Iañ zo bet ivez. Renet en deus war-dro daou gantved diwezhatoc'h. |
E-tro 3100 kt JK. |
Narmer | Lod a sell outañ evel ouzh ar roue en deus unanet Goueled ha Gorre Egipt. | E-tro 3100 kt JK. |
Iañ Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Iañ Tierniezh zo bet o ren etre e-tro 3050 kt JK ha 2890 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Hor-Aha | Anvet Menes ivez. Moarvat an hini bet unanet gantañ Gorre ha Goueled Egipt. Anavezet ivez evel "Min" ha "Meni" e rolloù gwechall. |
E-tro 3050 kt JK. |
Djer | 2 vloaz | |
Merneith | Adroue evit Djet ha Den. | |
Djet | 23 bloaz. | |
Den | 14 da 20 vloaz. | |
Anedjib | 26 vloaz. | |
Semerc'het | 9 da 18 vloaz. | |
Qa'a | 2916?–2890. |
Eil Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Eil Tierniezh a oa bet o ren etre 2890 ha 2686 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Hotepsec'hemwy | 2890 – ? | |
Raneb | 39 bloaz. | |
Nynetjer | 23 bloaz. | |
Wneg | 8 vloaz. | |
Senedj | 20 vloaz. | |
Seth-Peribsen | 17 vloaz. | |
c'hasec'hemwy | ? – 2686 kt JK |
Henimpalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Henimpalaeriezh" pe "Rouantelezh kozh" a reer eus ar mare, en IIIe milved kt JK, m'eo bet Egipt en he barr kentañ evit ar pezh a sell ouzh live diorroadur he sevenadur ha kemplezhded he c'hevredigezh.
Ar c'hentañ mare eo eus an tri marevezh anvet "impalaeriezh" pe "rouantelezh" a verk tri barr diorren ar sevenadur e traoñienn an Nil), e-doug ur prantad amzer em astennas eus ar mare ma oa renet ar vro gant an IIIe Tierniezh betek diwezh ar VIvet Tierniezh (2630 – 2151 kt JK).
Kalz egiptourien a renk ar VIIvet hag an VIIIvet Tierniezh en Henimpalaeriezh (pe "Rouantelezh Kozh") ivez pa gendalc'he ar velestradurezh da vezañ kreizennet e Menfis d'ar mare-se.
Merket eo bet diwezh an Henimpalaeriezh gant ur prantad a zizunvaniezh politikel hag a ziskaras eus al live sevenadurel anvet ar marevezh etre kentañ gant an Egiptourien.
E Menfis e oa bet lec'hiet kêr-benn Egipt e-kerzh marevezh ar Rouantelezh Kozh. Eno e oa bet staliet e lez gant ar Faraon Djoser. Perzh anavezetañ an Henimpalaeriezh eo savidigezh ar piramidennoù avat. Savet int bet d'ar mare-se ha talvezout a raent da vezioù evit ar Faraoned. Setu perak e vez graet alies "Oadvezh ar piramidennoù" eus marevezh an Henimpalaeriezh.
IIIe Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An IIIe Tierniezh a oa bet o ren eus 2686 betek 2613 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sanac'hte | 2686-2668 | |
Djoser | Gourc'hemennet gantañ savidigezh ur biramidenn derezek empentet gant Imhotep. | 2668-2649 |
Sec'hemc'het | 2649-2643 | |
C'haba | 2643-2637 | |
Huni | 2637-2613 |
IVe Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar IVe Tierniezh a oa bet o ren eus 2613 betek 2498 kt JK. Gant he Faraoned ez eus bet savet piramidennoù meur : re C'houfou (C'heops / Keops), C'hafra (C'hefren / Kefren) ha Menkaoura (Mycerinus / Mikerinos).
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sneferu | 2613-2589 | |
C'houfou | Ar stumm gresianek Cheops a vez brezhonekaet e Keops a-wechoù. | 2589-2566 |
Djedefra (Radjedef) | 2566-2558 | |
C'hafra | Ar stumm gresianek Chephren a vez brezhonekaet e Kefren pe C'hefren a-wechoù. | 2558-2532 |
Amañ e vez renket Bic'heris gant lod gouizieien, heuliet gant Manetho. | ||
Menkaoura | Ar stumm gresianek Mycerinus, a-wechoù dindan ar stumm Mikerinos er skridoù brezhonek. | 2532-2503 |
Shepseskaf | 2503-2498 | |
Amañ e vez renket Thampthis gant lod gouizeien, heuliet gant Manetho. |
Vvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Vvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2498 betek 2345 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Userkaf | 2498-2491 | |
Sahure | 2487-2477 | |
Neferirkare Kakai | 2477-2467 | |
Shepseskare Isi | 2467-2460 | |
Neferefre | 2460-2453 | |
Nyuserre Ini | 2453-2422 | |
Menkauhor Kaiu | 2422-2414 | |
Djedkare Isesi | 2414-2375 | |
Unas | 2375-2345 |
VIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar VIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2345 betek 2181 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Teti | 2345-2333 | |
Userkare | 2333-2332 | |
Pepi I Merire | 2332-2283 | |
Merenre Nemtyemsaf I | 2283-2278 | |
Pepi II Neferkare | 2278-2184 | |
Merenre Nemtyemsaf II | Diasur eo e oa ur faraon. | 2184 |
Nitiqret | Ur rouanez, evit doare. | 2184-2181 |
Kentañ marevezh etre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marevezh etre kentañ a reer eus ar mare etre dibenn ar Rouantelezh Kozh ha penn-kentañ ar Rouantelezh Kreiz.
Ne voe ket ar Rouantelezh Kozh evit padout pell goude marv Pepi II. A-hed 94 vloaz e oa bet o ren, pelloc'h eget nep monark all en Istor, ha mervel a reas d'an oad a 100 vloaz. Abalamour d'e oad e oa bet direizhet mont en-dro ar rouantelezh e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.
Torret e voe unaniezh an div rouantelezh, ha ret e voe d'ar Pennoù lec'hel talañ ouzh an naonegezh.
E-tro 2160 kt JK e klaskas ul lignez faraoned adunaniñ Goueled Egipt adal o c'hêr-benn, Herakleopolis Veur. E-keit-se avat e teuas a-benn ul lignez all diazezet e Teba da adunaniñ Gorre Egipt hag anat e voe e c'hoarvezje brezel etre an div dierniezh.
War-dro 2055 kt JK, e voe trec'h un diskennad eus ar faraon Intef III war faraoned Herakleopolis; bodet e voe an div vro en-dro ha diazezet an XIvet Tierniezh. Mentuhotep II a gemeras da anv ren, kentañ faraon ar Rouantelezh Kreiz.
VIIvet hag VIIIvet Tierniezh (bodet)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar VIIvet hag VIIIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2181 betek 2160 kt JK.
Anv | Raganv | Evezhiadennoù |
---|---|---|
? | Neferkara I | |
Nebi | Neferkara | |
? | Djedkara Shemai | |
? | Neferkara C'hendu | |
Amañ emañ renket Merenhor gant gouizieien zo. | ||
Seneferka | Neferkamin | |
? | Nikara | |
? | Neferkara Tereru | |
? | Neferkahor | |
? | Neferkara Pepyseneb | |
? | Neferkamin Anu | |
Iby | Qakara | |
? | Neferkara II | |
C'huwihap | Neferkawhor | |
? | Neferirkara |
IXvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An IXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2160 betek 2130 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Meryibre C'hety (Achthoes I) | 2160- ? | |
Meribre C'hety II | ? | |
Neferkare III | ? | |
Nebkaure (Acthoes II) | ? | |
Setut | ? | |
Wac'hare C'hety I | ? | |
Merykare | ? | |
Wanc'hare C'hety II | ? | |
Menethoupe I | ? | |
Wanc'hare C'hety III | ? | |
C'hety II | ? | |
Merc'h C'hety II | ? | |
Merc'h Merikare | ? - 2130 |
Xvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Xvet Tierniezh a yae d'hec'h ober ur strollad lec'hel a astennas e veli war Gorre Egipt etre 2130 ha 2040 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Meryhathor | 2130 - ? | |
Neferkare IV | ? | |
Wankare (Acthoes III) | ? | |
Merykare | ? | |
? - 2040 |
XIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a rae d'ober an XIvet Tierniezh ur strollad lec'hel gwriziennet e Goueled Egipt ha bet o ren eno etre 2134 ha 1991 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Intef I | 2134-2117 | |
Intef II | 2117-2069 | |
Intef III | 2069-2060 | |
Nebhetepre Mentuhotep I | Paket Egipt a-bezh dindan e c'halloud e 2040 kent JK, deroù ar Rouantelezh Kreiz. | 2060-2010 |
Sanc'hkare Mentuhotep II | 2010-1998 | |
Nebtawyre Mentuhotep III | 1997-1991 |
Krennimpalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Krennimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Kreiz" a reer eus ar mare etre dibenn ar Marevezh etre kentañ ha deroù an Eil marevezh etre. Ouzhpenn an XIIvet Tierniezh e vez renket an XIvet, XIIIvet hag ar XIVvet Tierniezh er C'hrennimpalaeriezh gant lod skiantourien.
Kalz gwanoc'h eo bet an XIIIvet Tierniezh eget an XIIvet Tierniezh ha divarrek eo bet da ren war holl zouaroù Egipt. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.
XIIvet Tiernezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An XIIvetTierniezh a oa bet o ren eus 1991 betek 1802 kt JK. Sellet e vo outi gant Egiptiz an amzerioù diwezhañ evel ouzh an Dierniezh veurdezusañ.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Amenemhet I | 1991-1962 | |
Senousret I (Sesostris I) | 1971-1926 | |
Amenemhet II | 1929-1895 | |
Senousret II (Sesostris II) | 1897-1878 | |
Senousret III (Sesostris III) | 1878-1860 | |
Amenemhet III | 1860-1815 | |
Amenemhet IV | Gant ur c'henrenezh a badas bloaz da nebeutañ, diouzh un enskrivadur e Knossos. | 1815-1807 |
Rouanez Sobeknefru | Unan eus rouanezed dibaot Egipt. | 1807-1803 |
Eil marevezh etre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur marevezh reuzeudik eo bet an Eil marevezh etre, etre dibenn ar C'hrennimpalaeriezh ha penn-kentañ an Nevezimpalaeriezh. En amzer-se ec'h aloubas an Hiksosed rouantelezh Egipt. Ren a rejont etre ar XVvet hag ar XVIvet Tierniezh.
Gwan-mat e oa bet an XIIIvet Tierniezh e-keñver an XIIvet Tierniezh. Divarrek e oa da ren war ar vro a-bezh. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.
En em ziskouez a reas an Hiksosed en Egipt evit ar wezh kentañ e-pad ren Sobec'hotep IV, hag e-tro 1720 kent JK e oant mestr war kêr Avaris (Tell ed-Dab'a, Khata'na hiziv). Gant Salitis en o fenn, krouer ar XVvet tierniezh, e voent mestr war Egipt e-pad ren Dudimose Iañ.
E-tro ar mareoù-se e kouezhas Menfis etre daouarn an Hiksosed. Disklêriañ a reas al lignez Egiptiz o ren e Teba o dizalc'hiezh ha sevel a rejont ar XVIIvet Tierniezh. A-benn ar fin e teuas a-benn an dierniezh-mañ da argas an Hiksosed kuit da Azia en-dro.
XIIIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XIIIvet Tierniezh (oc'h heuliañ Roll rouaned Turin) bet o ren eus 1803 betek e-tro 1649 kt JK hag a badas 153 pe 154 bl. diouzh Manetho.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sec'hemre C'hutawy Sobec'hotep pe Wegaf | Krouet e oa gantañ an XIIIvet Tierniezh. Testeniekaet eo e ren dre veur a rekord eus an Nil ha papiruzoù. |
1803-1799 |
Sec'hemkare | Amenemhat V Senebef, breur Sec'hemre C'hutawy. | 3 bloaz. |
Amenemhat | 1795-1792 | |
Sehetepre | ? - 1790 | |
Iufni | ? | |
Seanc'hibre | ? | |
Semenkare | ? | |
Sehetepre | ? | |
Sewadjkare | ? | |
Nedjemibre | 7 miz. | ? |
Sobec'hotep I | ? | |
Renseneb | 4 miz | E-tro 1775 |
Hor | E-tro 1775 | |
Sedjefakare | Ur roue brudet-kaer, a zo testeniekaet e anv war mein-koun niverus ha dielloù all. |
Etre 5 bloaz ha 7 vloaz. |
Sec'hemre C'hutawy Sobec'hotep | Keñveriañ get Wegaf. | E-tro 1767 |
C'hendjer | Da nebeutañ 4 bloaz. | E-tro 1765 |
Imyremeshaw | ? | |
Antef V | ? | |
king Seth | ? | |
Sobec'hotep III | 4 bloaz & 2 viz. | E-tro 1755 |
Neferhotep I | 11 vloaz. | 1751-1740 |
Sobec'hotep IV | 10 pe 11 vloaz. | 1740-1730 |
Sobec'hotep V | E-tro 1730 | |
Wahibre Ibiau | 10 bl. & 8 miz | E-tro 1725-1714 |
Merneferre Ai | 23 bloaz & 8 miz | E-tro 1714-1691 |
Merhetepre Ini | 2 vloaz & 2 viz | ? |
Seanc'henre Sewadtjew | ? | |
Mersec'hemre Ined | ? | |
Sewadjkare Hori | ? |
- Diasur eo urzh ar rouaned a zo listennet amañ da heul.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Dudimose I | E-tro 1654 | |
Dudimose II | ? | |
Senebmiu | ? | |
Mentuhotep V | ? | |
Senaayeb | ? |
XIVvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a rae d'ober ar XIVvet Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus reter an delta diazezet e Xois (Avaris), ha bet o ren tro-war-dro 1705 betek e-tro 1690 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nehesy | E-tro 1705 | |
C'hac'herewre? | ? | |
Nebefawre | E-tro 1704 | |
Sehebre ? | ? | |
Merdjefare | E-tro 1699 | |
Sewadjkare ? | ? | |
Nebdjefare | E-tro 1694 | |
Webenre ? | ? | |
? | ? | |
Djefare ? | ? | |
Webenre | E-tro 1690 |
Pourchas a ra Roll rouaned Turin 25 anv ouzhpenn, lod diglok ha hep deiziad. Hini ebet anezho n'eo testeniekaet e lec'h all ebet. Arvarus-tre eo ar roll-se.
XVvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo ar XVvet Tiernezh a-douez an Hiksosed, anezho Bedouined eus an dezerzh deuet eus ar Greskenn strujus evit diazezañ ur renadur berr war douaroù bras en-dro d'an Nil ha bet o ren etre 1674 ha 1535 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Sheshi | Bet o ren bloaz pe dri. | 1674- ? |
Yakubher | ? | |
C'hyan | 30-40 vloaz | |
Apepi I | 40 vloaz pe vuioc'h. | |
C'hamudi | ? - 1535 |
XVIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a rae d'ober ar XVIvet Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus hanternoz aod ar Sinai (Pelusium). Bet e oa o ren etre 1663 hag e-tro 1555 kt JK:
Anv (Raganv) | Evezhiadennoù | Deiziadoù | |
---|---|---|---|
? | Diank eo anv ar roue kentañ amañ war Roll rouaned Turin, ha n'hall ket bezañ adkavet. | ||
Djehuty (Sec'hemresementawy) | 3 bloaz. | ||
Sobec'hotep VIII (Sec'hemresewosertawy) | 16 vloaz. | ||
Neferhotep III (Sec'hemresanc'htawy) | 1 bloaz. | ||
Mentuhotepi (Sanc'henra) | 1 bloaz. | ||
Nebiryraw I (Sewadjenra) | 26 vloaz. | ||
Nebiryraw II | 3 miz ? | ||
? (Semenra) | 1 bloaz ? | ||
Bebianc'h (Sewoserenra) | 12 vloaz. | ||
? (Sec'hemreshedwaset) | 3 miz ? | ||
? | Diank eo anv pemp roue amañ war roll rouaned Turin, dibosupl o adkavout. |
Betek 6 anv ouzhpenn a gaver er mammennoù : Semqen, C'hauserre, Seket, Ahetepre, Amou, ha Nebc'hepeshre (Apepi III).
N'int ket testeniekaet e lec'h all. Seblantout a ra pobl an Hiksosed bezañ aet diwar wel penn-da-benn a-c'houde 1555 kent JK.
XVIIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Gorre Egipt e oa diazezet ar XVIIvet Tierniezh. Etre 1650 ha 1550 kt JK eo bet o ren.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Rehotep | 1650- ? | |
Intef V an Henañ | 3 bloaz | |
Intef VI | ? | |
Sobekemsaf II | 16 vloaz | |
Thuty | 1 bloaz | |
Mentuhotep VI | 1 bloaz | |
Nebiryerawet I | 6 vloaz | |
Nebiryerawet II | ? | |
Semenmedjatre | ? | |
Seuserenre | 12 vloaz | |
Shedwast | ? | |
Intef VII | 3 bloaz pe vuioc'h | |
Senac'htenre | ? | |
Tao I an Henañ | E-tro 1633 ? | |
Tao II ar C'haloneg | E-tro 1554 | |
Kamose | 1553-1550 |
Nevezimpalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Nevezimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Nevez" a reer eus ar prantad etre XVIIIvet hag XXvet Tierniezh Henegipt, adal ar [[XVIvet kantved kent JK]] betek an XIvet kantved kt JK, etre an Eil marevezh etre hag an Trede marevezh etre.
E-pad an Nevezimpalaeriezh eo e voe impalaeriezh Egipt en he brasañ. Betek pell en em astenne e-barzh Nubia er su, ha dalc'het e oa ganti kalz a zouaroù er Reter-nesañ. En em gannañ a reas armeoù Egiptiz ouzh re an Hittited evit bezañ mistri war Siria a-vremañ.
E-touez faraoned ar Rouantelezh Nevez ez eus daou a zo anavezet gwelloc'h evit ar re all : Ac'henaton, anvet ivez Amenhotep IV, a vez sellet alies ouzh e azeulerezh nemetañ d'an doue Aton evel diorroadur kentañ an undoueegezh, ha Ramses II, a glaskas adtapout an tachennoù bet kollet en Israel, Liban ha Siria hiziv an deiz hag a oa bet dalc'het gant Egiptiz e-pad an XVIIIvet Tierniezh. Mont a reas a benn gant e arme ouzh Muwatalli II, ar roue Hittit, e-kerzh Emgann Kadesh.
XVIIIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An XVIIIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 1550 betek 1295 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ahmose I, Ahmosis I | Warlerc'hiad Kamose, a-us. | 1550-1525 |
Amenhotep I | 1525-1504 | |
Thoutmose I | 1504-1492 | |
Thoutmose II | 1492-1479 | |
Hatchepsout | Unan eus ar rouanezed dibaot. | 1473-1458 |
Thoutmose III | Anvet e vez alies "Napoleon Egipt." Kabestret e oa bet gant e lezvamm Hatshepsout e deroù e ren. Goude he marv e voe astennet gantañ tiriad Egipt war-du ar Sav-heol. |
1479-1425 |
Amenhotep II | 1427-1400 | |
Thutmose IV | 1400-1390 | |
Amenhotep III | 1390-1352 | |
Amenhotep IV/Ac'henaton | Bet diazezet gantañ ur prantad undoueegezh berrbad (Atonegezh). | 1352-1336 |
Smenc'hkare | Adroue Ac'henaton. | 1338-1336 |
Toutanc'hamon | Lakaet peurliesañ da vab Ac'henaton. | 1336-1327 |
Kheperkheprure Ai | 1327-1323 | |
Horemheb | Bet jeneral ha kuzulier Toutanc'hamon. | 1323-1295 |
XIXvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An XIXvet Tierniezh a oa bet o ren etre 1295 ha 1186 kt JK, enni unan eus ar Faraoned vrasañ : Ramses II pe Ramses Veur :
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ramses I | 1295-1294 | |
Seti I | 1294-1279 | |
Ramses II (Ramses Veur) | Ar faraon-se a vez liammet ouzh Moizez peurliesañ. Bet e oa trec'h-didrec'h gant an Hittited e-kerzh Emgann Kadesh e 1275 kt JK. Sinet e voe da-heul an Emglev peoc'h kentañ anavezet en Istor, e 1258 kt JK. |
1279-1213 |
Merneptah | Deskrivet eo e argadegoù dre Libia ha Palestina war ur maen-koun. Warnañ emañ an dave kentañ da Israeliz. |
1213-1203 |
Amenemses | 1203-1200 | |
Seti II | 1200-1194 | |
Merneptah Siptah | 1194-1188 | |
Rouanez Twosret | Unan eus ar rouanezed dibaot. | 1188-1186 |
XXvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An XXvet Tierniezh a oa bet o ren etre 1185 betek 1070 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Setnac'hte | 1186-1183 | |
Ramses III | Bet oc'h en em gannañ a-enep da Tud ar Mor (Filistined) e 1175 kt JK. | 1183-1152 |
Ramses IV | 1152-1146 | |
Ramses V | 1146-1142 | |
Ramses VI | 1142-1134 | |
Ramses VII | 1134-1126 | |
Ramses VIII | 1126-1124 | |
Ramesses IX | 1124-1106 | |
Ramses X | 1106-1102 | |
Ramses XI | 1102-1069 |
Beleien Veur Amon e Teba
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ha pa ne vefe ket sellet outo evel ouzh un dierniezh per se, e oa ken bras galloud ha levezon Beleien Veur Amon e Teba ma oant gwir renerien Gorre Egipt etre 1080 ha 945 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Herihor | 1080-1074 | |
Pianc'h | 1074-1070 | |
Pinedjem I | 1070-1032 | |
Masaherta | 1054-1046 | |
Menc'heperre | 1045-992 | |
Nesbanebdjed II | Anvet ivez Smendes II. | 992-990 |
Pinedjem II | 990-969 | |
Psusennes III | Tost sur an hevelep den ha Psusennes II. | 969-945 |
XXIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e oa galloud an XXIvet Tierniezh e Tanis. Gwan a-walc'h e oa bet an dierniezh-se. War ar paper e oant mistri war Egipt a-bezh met e gwirionez ne'z ae ket pelloc'h o levezon eget Goueled Egipt. Bet int o ren etre 1069 ha 945 kt JK
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nesbanebdjed I | Anvet ivez Smendes I. | 1069-1043 |
Amenemnisu | 1043-1039 | |
Psusennes I | 1039-991 | |
Amenemope | 993-984 | |
Osorkon an Henañ | 984-978 | |
Siamun | 978-959 | |
Psusennes II | 959-945 |
Trede marevezh etre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merkañ a ra an Trede marevezh etre fin an Nevezimpalaeriezh. Meur a dierniezh eus ar prantad-se zo bet genidik eus Libia, alese an anv all a Varevezh libian.
XXIIl Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genidik eus Libia e oa faraoned an {{XXIIlt Tierniezh]]. Bet int o ren etre e-tro 945 ha 720 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Shoshenq I | Shishaq ar Bibl. | 945-924 |
Osorkon I | 924-889 | |
Shoshenq II | 890-890/889 | |
Takelot I | 889-874 | |
Harsiese | Emsaver, e Teba. | 875-862 |
Osorkon II | 874-833 | |
Shoshenq III | 833-794 | |
Shoshenq IV | 794-781 | |
Pami | 781-775 | |
Shoshenq V | 775-739 | |
Osorkon IV | 739-720 |
XXIIIe Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo an XXIIIe Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus Libia ivez ha diazezet e Leontopolis; bet int o ren etre 836 ha 720 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Takelot II | Gwelet gwechall evel ur faraon eus an XXIIl Tierniezh, met anavezet bremañ evel krouer an XXIIIe. | 836-812 |
Pedubast | Un emsaver, preizhet Teba gantañ digant Takelot II. | 826-801 |
Iuput I | 812-811 | |
Shoshenq VI | Warlerc'hiad Pedubast. | 801-795 |
Osorkon III | Breur Takelot II ; adc'hounezet Teba gantañ, hag emanvet Roue da-c'houde. | 795-767 |
Takelot III | 773-765 | |
Rudamon | 765-762 | |
Iuput II | 762-728 |
Al Libued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez ket sellet outo evel ouzh un dierniezh da vat. Bez' e oa eus al Libued ur strollad ergerzherien all eus kornôg Libia, bet oc'h ober o annez e kornôg delta an Nil etre 805 ha 732 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Inamunnifnebu | 805-795 | |
? | 795-780 | |
Niumateped | 780-755 | |
Titaru | 763-755 | |
Ker | 755-750 | |
Rudamon | 750-745 | |
Anc'hor | 745-736 | |
Tefnac'ht | 736-732 |
XXIVe Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo ar XXIVe Tierniezh un dierniezh kevezerez all berrbad lec'hiet e kornôg an delta (Sais), gant daou faraon bet o ren hepken, eus 732 betek 720 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Tefnac'hte | 732-725 | |
Bakenrenef (Bocchoris) | 725-720 |
Marevezh diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marevezh diwezhañ a reer eus ar prantad etre 732 kt JK hag ar mare ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK gant prantadoù dindan Nubiaiz, ar Bersed, ha Makedoniz.
XXVvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubet e oa bet Egipt gant Nubia e 732 kt JK hag azezañ a reas Nubiaiz war an tron en ur ziazezañ ar XXVvet Tierniezh zo bet o ren betek 656 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Piye | Roue Nubia ; aloubet Egipt gantañ e-pad 20 vloaz ; bet o ren klok 24 bloavezh-pad da nebeutañ, marteze ouzhpenn 30 vloaz. | 752-721 |
Shabaka | 721-707 | |
Shebitku | Kempred gant Sargon II eus Asiria a verk e zonedigezh war an tron e 707/706 kt JK. | 707-690 |
Taharqa | 690-664 | |
Tantamani | Marv e 653 | 664-656 |
Argaset da Nubia en-dro a-benn ar fin, e voe diazezet ganto ur rouantelezh e Napata (656-590), ha, diwezhatoc'hik, e Meroe (590 kt JK-IVe kantved goude JK).
XXVIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar XXVIvet Tierniezh a oa bet o ren etre war-dro 672 ha 525 kt JK.
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Necho I | 672 – 664 kt JK | |
Psamtik I | 664 – 610 kt JK | |
Necho II | 610 – 595 kt JK | |
Psamtik II | 595 – 589 kt JK | |
Wahibre | 589 – 570 kt JK | |
Ahmose II | 570 – 526 kt JK | |
Psammetichus III | 526 – 525 kt JK |
XXVIIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubet e voe Egipt gant Persia e 525 kt JK ha staget ouzh an Impalaeriezh betek 404 kt JK. Anavezet eo bet shahed Tierniezh an Achaemenided evel faraoned en amzer-se. Ganto eo bet savet ar XXVIIvet Tierniezh:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Cambyses II | 525 – 521 kt JK | |
Smerdis ar Skraper | 522 – 521 kt JK | |
Darius Iañ ar Meurdezus | 521 – 486 kt JK | |
Serses I ar Meurdezus | 486 – 465 kt JK | |
Artabanus an Hirkanian | 465 – 464 kt JK | |
Artaserses I | 464 – 424 kt JK | |
Serses II | C'hoanteg | 424 – 423 kt JK |
Sogdianus | C'hoanteg | 424 – 423 kt JK |
Darius II | 424 – 404 kt JK |
XXVIIIvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Padet eo an XXVIIIvet Tierniezh 6 vloaz hepken eus 404 betek 398 kt JK, gant ur faraon :
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Amyrtaeus | Diskennad e oa eus faraoned Saite an XXVIvet Tierniezh. Ren a reas un emsavadeg a reas berzh a-enep d'ar Bersed. |
404 – 398 kt JK |
XXIXvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An XXIXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 398 betek 380 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nefaarud I | Anvet Nepherites ivez. | 398 – 393 kt JK |
Psammuthes | 393 kt JK | |
Hakor (Achoris) | 393 – 380 kt JK | |
Nefaarud II | 380 kt JK |
XXXvet Tierniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An XXXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 380 betek ma teufe Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed en-dro e 343 kt JK:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Nectanebo I | Anvet Nec'htnebef ivez. | 380 – 362 kt JK |
Teos | 362 – 360 kt JK | |
Nectanebo II | 360 – 343 kt JK |
Persed ha Makedoniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed ha Makedoniz eus 343 betek 309 kt JK. Goude mare Manetho, eo bet anavezet, a-wechoù, ar Pennoù pers etre 343 ha 332 kt JK, evel an XXXIvet Tierniezh:
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Artaserses III | Egipt dindan beli ar Bersed evit an eil gwech. | 343–338 kt JK |
Artaserses IV Arses | Bet o ren e Goueled Egipt hepken. | 338–336 kt JK |
C'habbabash | Penn un emsavadeg Nubian e Gorre-Egipt. | 338–335 kt JK |
Darius III Codomannus | Distreiñ a ra Gorre Egipt dindan beli ar Bersed e 335 kt JK. | 336–332 kt JK |
Aleksandr III ar Meurdezus | Aloubet Egipt ha Persia gant Makedonia. | 332–323 kt JK |
Fulup III Arrhidaeus | Mab fursot da Fulup II Makedonia ; hanter-vreur Aleksandr III ar Meurdezus. | 323–317 kt JK |
Aleksandr IV Makedonia | Mab Aleksandr III ar Meurdezus ha Roksana. | 317–309 kt JK |
Tierniezh Ptolemaek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar marevezh Hellenek eo bet Tierniezh Ptolemaios o ren Henegipt eus 305 kt JK betek ma teuas da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kent J.-K. (pa vez daou zeiziad an eil war-c'horre egile e talvez ez eus bet kenrenerezh):
Anv | Evezhiadennoù | Deiziadoù |
---|---|---|
Ptolemaios Iañ | Dilezet e garg e 285 kt JK; marv e 283 kt JK. | 305–285 kt JK |
Berenike Iañ | Gwreg Ptolemaios I. | ? - 285 kt JK |
Ptolemaios II Philadelphos | 288–246 kt JK | |
Arsinoe Iañ | Gwreg Ptolemaios II. | 284/81 - E-tro 274 kt JK |
Arsinoe II | Gwreg Ptolemaios II. | 277-270 kt JK |
Ptolemaios III Euergetes Iañ | 246–222 kt JK | |
Berenike II | Gwreg Ptolemaios III. | 244/3-222 kt JK |
Ptolemaios IV Philopator | 222–204 kt JK | |
Arsinoe III | Gwreg Ptolemaios IV. | 220-204 kt JK |
Ptolemaios V Epifanes | Emsavadeg e Gorre Egipt 207–186 kt JK. | 204–180 kt JK |
Kleopatra Iañ | Gwreg Ptolemaios V, kenrenerezh gant Ptolemaios VI pa oa minor. | 193-176 kt JK |
Ptolemaios VI Philometor | Marvet e 145 kt JK. | 180–164 kt JK |
Kleopatra II | Gwreg Ptolemaios VI. | 173-164 kt JK |
Ptolemaios VIII Evergetes II | Staliet gant ar Seleukid Antiochus IV Epiphanes e 170 kt JK. O ren a-gevret gant Ptolemaios VI Philometor ha Kleopatra II adal 169 betek 164 kt JK. Marvet e 116 kt JK. |
171–163 kt JK |
Ptolemaios VI Filometor | Egipt dindan beli Ptolemaios VIII 164 kt JK–163 kt JK. Ptolemaios VI war an tron en-dro 163 kt JK. |
163-145 kt JK |
Kleopatra II | Dimezet gant Ptolemaios VIII. Bet o kas war-raok an emsavadeg a-enep dezhañ e 131 kt JK. Deuet da vezañ renerez nemeti Egipt. |
163-127 kt JK |
Ptolemaios VII Neos Filopator | Lakaet da genrener gant e dad. Bet o ren diwezhatoc'h dindan adrenerezh e vamm Kleopatra II. |
144-145 kt JK |
Ptolemaios VIII Euergetes II | Adlakaet en e garg. | 145-131 kt JK |
Kleopatra III | Eil gwreg Ptolemaios VIII. | 142-131 kt JK |
Ptolemaios Memphitis | Lakaet da roue gant Kleopatra II ; lazhet nebeut goude gant Ptolemaios VIII. | 131 kt JK |
Ptolemaios VIII Euergetes II | Adlakaet en e garg. | 127-116 kt JK |
Kleopatra III | Distroet war an tron gant Ptolemaios VIII. Kenrenerez diwezhatoc'h gant Ptolemaios IX ha X. |
127-107 kt JK |
Kleopatra II | Divroc'het gant Ptolemaios VIII. O ren war un dro gant Kleopatra III ha Ptolemaios betek 116. |
124-116 kt JK |
Ptolemaios IX Soter II | Marvet e 80 kt JK | 116–110 kt JK |
Kleopatra IV | Dimezet e-pad nebeut amzer gant Ptolemaios IX, met skarzhet gant Kleopatra III. | 116-115 kt JK |
Ptolemaios X Aleksandr I | Marvet e 88 kt JK. | 110–109 kt JK |
Ptolemaios IX Soter II | Adlakaet en e garg. | 109–107 kt JK |
Ptolemaios X Aleksandr I | Adlakaet en e garg. | 107–88 kt JK |
Ptolemaios IX Soter II | Adlakaet en e garg en-dro. | 88–81 kt JK |
Berenis III | Dimezet dre heg da Ptolemaios XI ; bet muntret diwar e urzh 19 devezh diwezhatoc'h. | 81-80 kt JK |
Ptolemaios XI Aleksandr II | Mab yaouankañ Ptolemaios X Aleksandr. Staliet gant Sulla. Bet o ren e-pad 80 devezh kent bezañ krouget gant keodedourien evit bezañ lakaet lazhañ Berenis III. |
80 kt JK |
Ptolemaios XII Neos Dionysos (Auletes) | Mab Ptolemaios IX ; marvet e 51 kt JK | 80–58 kt JK |
Kleopatra V Tryphaena | Gwreg Ptolemaios XII, mamm da Verenis IV. | ?-57 kt JK |
Kleopatra VI | Merc'h Ptolemaios XII. | ? - 58 kt JK |
Berenike IV | Merc'h Ptolemaios XII. Dimezet dre heg da Seleucus Kybiosaktes, met lakaet ganti da vezañ mouget. |
58–55 kt JK |
Ptolemaios XII Neos Dionysos | Adlakaet en e garg ; bet o ren nebeut gant e verc'h Kleopatra VII a-raok mervel. | 55–51 kt JK |
Kleopatra VII | Bet o kenren gant he zad Ptolemaios XII, he breur Ptolemaios XIII, he breur-gwaz Ptolemaios XIV, hag he mab Ptolemaios XV ; anvet Kleopatra ivez, hepmuiken. |
51–30 kt JK |
Ptolemaios XIII | Breur Kleopatra VII. | 51–47 kt JK |
Ptolemaios XIV | Breur yaouankañ Kleopatra VII ha Ptolemaios XIII. | 47–44 kt JK |
Ptolemaios XV Caesarion | Mab Kleopatra VII ; oadet a 3 bloaz pa voe lakaet da genrener gant Kleopatra. | 44–30 kt JK |
Arsinoe IV | A-enep Kleopatra VII. | 48-47 kt JK |
Roma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren Aogust e 30 kt JK. Damani an impalaer e oa. Difennet e veze d'ar senedourien mont di.
Kronologiezh grafek tierniezhioù Henegipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nota Bene : n'eo ket resis ar fedoù a-raok ar VIIvet kantved kent J.-K.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sir Alan Gardiner Egiptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, 3 Emb., Reizhet. London: Oxford University Press, 1964. Excursus A, pp. 71–76.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez (e saozneg)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |