Thoutmose III

Eus Wikipedia
Delwenn Thoutmose III e mirdi Louksor.

Thoutmose III pe Djehoutymes III e oa pempvet faraon an XVIIIvet tierniezh e Henegipt. Manethon a ra Misphragmuthosis anezhañ[1].

N'eur ket asur eus bevennoù e ren[2]. Ne renas e-unan nemet adalek -1458 / -1457.

Ar brezelioù e Siria hag e Palestina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Thoutmose I en doa aloubet su Palestina dija. Thoutmose III ha Hatchepsout a redias roue Mitanni da asantiñ da vestroni Henegipt war Siria. E-kerzh ren Hatchepsout, priñs Kadesh a reas e vad eus he spered peoc'haus evit bodañ enebourien d'ar galloud egiptat. Ouzhpenn e oa gwashoc'h-gwashañ ar bec'h a save gant amezeien Egipt, diwar-benn ar c'henwerzh dreist-holl. Pa varvas ar vaouez faraon e kasas Thoutmose III e armeoù betek Gaza. Goude seizh miz seziz e kodianas kêr Megiddo, ha d'he heul e sujas kalz priñselezhioù da Egipt (da skouer, roue Assour, enebour ar Mitanni, a skoulmas darempredoù gant ar faraon).
E-pad an ugent vloaz war-lerc'h e renas ar faraon ergerzhadegoù dezhe da bal diazezañ beli henegipt war kreiz Siria. Da respont buan betek-gouzout en em savfe kadesh e oa savet daou gwarnizon e genoù an Oronte, e Gaza ha marteze e Damas ivez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A. H. Gardiner, p. 444
  2. -1479 / -1478 betek -1425 hervez J. von Beckerath, J. Malek, N. Grimal, Murnane, D. Arnold, I. Shaw, K. A. Kitchen, E. Krauss, C. Aldred.
    Alioù arbennigourien all : -1504 da -1452 (hervez D. B. Redford), -1504 da -1450 (E. F. Wente, van Siclen), -1490 da -1436 (E. Hornung, R. A. Parker, A. Gardiner), -1479 da -1424 (A. D. Dodson), -1467 betek -1413 (H. W. Helck).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù meneget er pennad
  • Alan Henderson Gardiner, Egypt of the Pharaohs, Oxford University Press, 1974 ;
  • Claire Lalouette, Thèbes ou la naissance d'un empire, Flammarion, ISBN 2-08-081328-5 ;
  • Kurt Sethe, Urkunden der 18. Dynastie.
Levrioù all
  • Donald B. Redford, The Wars in Syria and Palestine of Thutmose III, Culture and History of the Ancient Near East 16, Brill, Leiden, 2003, ISBN 90-04-12989-8
  • Peter A. Clayton, Chronicle of the Pharaohs, Thames and Hudson, ISBN 0-500-05074-0}} ;
  • Florence Maruéjol, Thoutmosis III et la corégence avec Hatchepsout, Pygmalion, Paris, 2007, ISBN 978-2-8570-4897-7.
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg