Roll reoladoù romanekadur ISO
Neuz
Setu roll klok an holl reoladoù ISO o tennañ d'an doare da romanekaat lod eus doareoù-skrivañ pennañ ar bed:
- ISO 9 — Kirillek (evit an abc'hazeg, an altayeg, ar belaruseg, ar bulgareg, ar bouryateg, an tchouvacheg, ar c'harachayeg-balkareg, ar makedoneg, ar moldaveg, ar mongoleg, ar ruseg, ar rusineg, ar serbeg, an oudmourteg, an ukraineg, ar yezhoù kaokazek hag ivez ar hengirillek)
- ISO 233 — Arabeg (arabeg nemetken)
- ISO 259 — Hebraeg (hebraeg nemetken)
- ISO 843 — Gresianeg
- ISO 3602 — Japaneg (hiragana, katakana ha kanji)
- ISO 7098 — Sinaeg (degemeret ar pinyin da reoad gant ISO gant an niv. dave ISO 7098 e 1991)
- ISO 9984 — Jorjieg
- ISO 9985 — Armenieg
- ISO 11940 — Taieg
- ISO 11941 — Koreaneg (hangeul hag hanja: sistemoù disheñvel evit Korea an Norzh ha Korea ar Su)
- ISO 15919 — Lizherennegoù indezek