Mont d’an endalc’had

Lizherenneg hengirillek

Eus Wikipedia

Diorroet e oa bet stumm kentañ al lizherenneg kirillek en Xvet kantved evit ober diouzh henslaveg an iliz dre skrid.

Goulennet e oa bet ma vije krouet seurt doare-skrivañ gant Boris I goude ma oa bet lakaet ar gristeniezh da relijion ar Stad e 864, ha kaset da benn ar c'hefridi gant Sant Sant Klemañs ag Ohrid hag a lakaas da anv dezhi hini e vestr Sant Kiril.

Awenet e oa bet al lizherenneg kirillik war-eeun gant hini ar gresianeg, an hini latin hag ivez gant al lizherenneg hebraek zoken.

Mont a rae al lizherenneg war gemmañ a-hed ar c'hantvedoù ha bremañ e vez implijet evit skrivañ meur a yezh e reter Europa hag en Azia bet dindan levezon Rusia pe an Unaniezh Soviedel gwechall.

Al lizherennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lizherenn Unicode Name
(Kirillek)
Name
(Treuzlizherennadur)
Name
(LFE)
Treuzlizherennadur LFE Notennoù
А а АЗЪ azǔ [aʒʌ] a [a]
Б б БѸКИ buky [buki] b [b]
В в ВѢДИ vědě [vɛdi] v [v]
Г г ГЛАГОЛИ glagoli [glagoli] g [g]
Д д ДОБРО dobro [dobro] d [d]
Є є ѤСТЬ estǐ [iɛstɪ] e [ɛ]
Ж ж ЖИВѢТЄ živěte [ʒivɛtɛ], [ʒivjɛtɛ] ž, zh [ʒ]
Ѕ ѕ ЅѢЛО dzělo [ʣɛlo], [ʣjɛlo] dz, Z [dz], [z]
З з ЗЄМЛIА zeml’ja [zemlja] z [z] Sellit ouzh notenn 1
И и ИЖЄ iže [iʒɛ] i [i]
І і / Ї ї И i [i] i, I [i]
К к КАКО kako [kako] k [k]
Л л ЛЮДИѤ ljudije [ljudijɛ] l [l]
М м МЫСЛИТЄ mūslite [muslitɛ] m [m]
Н н НАШЬ našǐ [naʃɪ] n [n]
О о ОНЪ onǔ [onʌ] o [o]
П п ПОКОИ pokoi [pokoj] p [p]
Р р РЬЦИ rǐci [rɪʦi] r [r]
С с СЛОВО slovo [slovo] s [s]
Т т ТВРЬДО tvr̥do [tvr̤̥do], [tfr̤̥do] t [t]
Ѹ ѹ ѸКЪ ukǔ [ukʌ] u [u] Sellit ouzh notenn 2
Ф ф ФРЬТЪ fr̤̥tǔ [fr̤̥tʌ] f [f]
Х х ХѢРЪ xěrǔ [xɛrʌ]? [xjɛrʌ]? x [x]
Ѡ ѡ ОТЪ otǔ [otʌ] ō, w [oː]
Ц ц ЦИ ci [ʦi] c [ʦ]
Ч ч ЧРЬВЬ čr̤̥vǐ [ʧr̤̥vɪ] č, ch [ʧ]
Ш ш ША ša [ʃa] š, sh [ʃ]
Щ щ ШТА šta [ʃta] št, sht, šč, shch [ʃt], [ʃʧ]
Ъ ъ ѤРЪ jerǔ [jɛrʌ] ǔ, u: [ʌ]
Ы ы ѤРЫ jerū [jɛry] ū [y]
Ь ь ѤРЬ jerǐ [jɛrɪ] ǐ, i: [ɪ]
Ѣ ѣ ЯТЬ jatǐ [jatɪ] ě, je [jɛ]
Ю ю Ю ju [ju] ju [iu]
Я я (И)Я ja [ja] ja [ja]
Ѧ ѧ ѦСЪ ęsǔ [ɛ̃s] ę, ẽ [ɛ̃] Sellit ouzh notenn 3
Ѩ ѩ ѨСЪ jęsǔ [jɛ̃s] ję, jẽ [jɛ̃] Sellit ouzh notenn 4
Ѫ ѫ ѪСЪ ǫsǔ [ɔ̃s] ǫ, õ [ɔ̃] Sellit ouzh notenn 5
Ѭ ѭ ѬСЪ jǫsǔ [jɔ̃s] jǫ, jõ [jɔ̃] Sellit ouzh notenn 6
Ѯ ѯ КСИ ksi [k͡si] ks [k͡s]
Ѱ ѱ ПСИ psi [p͡si] ps [p͡s]
Ѳ ѳ ФИТА fita [fita] θ, th, T, F [t], [θ], [f]
Ѵ ѵ ИЖИЦА ižica [iʒiʦa] ü [ɪ], [y]
Ѥ ѥ (И)Ѥ jeː [jɛ] jeː [iɛ]
Ћ ћ ДѤРВ đerv, djerv [ʤɛrv], [djɛrv] đ, dj [ʤ], [dj] Sellit ouzh notenn 7
Ѿ ѿ ОТЪ otǔ [otʌ] ōt, wt [ot]
Sellit ouzh notenn 8
  1. Zemlya: Ar stumm kentañ a gasas d'an eil.
  2. Ouku: Kemmañ a reas ar stumm kentañ betek kas d'an eil stumm skrivet stag ouzh lizhreennoù all.
  3. Ęsǔ: E ruseg: юсъ малый.
  4. Jęsǔ: E ruseg: юсъ малый йотированный. Kavet ral a wech.
  5. Ǫsǔ: E ruseg: юсъ болышой. Kavet ral a wech.
  6. Jǫsǔ: E ruseg: юсъ болышой йотированный. Kavet ral a wech.
  7. Ћ (Đerv): Kavet e veze al lizherenn-mañ el lizherenn c'hlagolitek met ne veze ket distaget ken d'ar mare ma oa bet kroget d'ober gant al lizherenn kirillek hag e ruseg ne vez implijet nemet evit treuzskrivañ testennoù skrivet e glagolitek. Implijet e vez c'hoazh, avat, e serbeg hag e yezhoù all komzet er Balkanoù.
  8. Ѡ: N'ouzer ket peseurt anv he doa al lizherenn-mañ. War a seblant e veze implijet evit estalammadennoù.

Niveroù, sinoù diakritek ha poentadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar levezon al lizherenneg c'hresianek e talveze pep lizherenn evit niverenniñ, oc'h implijout an titlo evit merkañ an implij niverel-se.

Implijet e veze un nebeud sinoù diakriteks, bet awenet int ivez gant sistem lisetonel ar henc'hresianeg:

  • а´  oksia, o verkañ ar silabenn ma poueze an taol-mouezh warni
  • а`  varia, o verkañ an taol-mouezh pa goueze war ar silabenn diwezhañ
  • а҄  kamora, o verkañ ar palatalizadu
  • а҅  dasy pneuma, o verkañ ma veze distaget dre c'hwezhañ ur vogalenn ([h])
  • а҆  zvatel'tse, or psilon pneuma, o verkañ e veze distaget ur vogalenn hep [h] ebet
  • а҃  titlo, o verkañ diverradurioù hag implij niverel ul lizherenn
  • ӓ  trema, o verkañ e ranke beañ distaget div vogalenn an eil war-lerc'h eben hep ober gant un diftongenn
  • а҆´  Iso: anv zvatel'tse mui oksia.
  • а҆`  Apostrof: anv zvatel'tse mui varia.

Poentadur:

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.