Hangeul

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Notenn a-bouez:
Evit gallout gwelet mat ar bajenn-mañ e rank bezañ staliet war hoc'h urzhiataer lizherennoù ispisial hag a c'heller pellgargañ amañ:
Code 2000

Un doare-skrivañ alfabetek eo ar hangeul (한글, treuzskrivet ivez hankul hervez ar sistem Yale pe c'hoazh han'gŭl hervez ar sistem McCune-Reischauer muiañ-implijet e broioù ar c'hornôg) implijet evit skrivañ ar c'horeaneg.

Hangeul.png

E Norzh Korea e vez implijet al lizherennoù hangeul nemetken abaoe 1949, met e Su Korea e kendalc'hont da skrivañ ar c'horeaneg gant sinalunioù kemmesket gant ar skritur hangeul.

Krouet e oa bet a-ratozh-kaer ar skritur hangeul gant ar roue Sejong, embannet gantañ evit ar wech kentañ e 1446.

Er penn-kentañ e oa bet anvet hunmin jeong-eum (훈민정음; 訓民正音 pe «sonioù reizh evit deskiñ d'ar bobl») ha betek 1910 e veze graet outañ 正音 cengum («sonioù reizh»), 언문 諺文 ŏnmun («skritur izel»), 國믄 kwukmun («skritur broadel») pe c'hoazh amkeul (암클 «skritur ar maouezed») pe ahae(t)geul (아햇글 or 아해글 «skritur ar vugale»).

Ijinet an anv hangeul («skritur meur» e hengoreaneg ha «skritur koreanek» e koreaneg a-vremañ) gant ar yezhonour koreat Ju Si-gyeong e 1912.

E Norzh Korea e vez anvet chosŏn'gŭl (조선글), («skritur koreanek») pe 우리글자 uri gŭlja («hon skritur») ken en norzh hag er su.

Damheñvel eo ar skritur hangeul ouzh ar sinalunioù (anvet hanja e koreaneg) rak renket e vez lizhrennoù ar hangeul e bloc'hadoù silabennek karezennek, da skwer:

ㅎ (h) + ㅏ (a) + ㄴ (n) = 한 (han)
ㄱ (g) + (ŭ) ㅡ + ㄹ (l) = 글 (geul)

E gwirionez avat, int doare-skrivañ disheñvel-mik an eil diouzh egile o vezañ m'emañ an hangeul un doare skrivañ lizherennek hag a dalvez da diskouez an doare ma vez distaget ar gerioù kentoc'h evit o ster.

Al lizherennoù[kemmañ]

Graet e vez jamo (hangeul: 자모; hanja: 字母) pe nassori (hangeul: 낱소리) eus lizherennoù diazez ar skritur hangeul

Bez' ez eus 51 jamo en holl, en o zouez 24 jamo eeun. Rannet e vez al lizhrennoù eeun e 14 kensonenn anvet ja-eum (hangeul: 자음; hanja: 子音 “sonennoù bugale”) ha 10 vogalenn anvet mo-eeum (hangeul: 모음; hanja: 母音 “sonennoù mamm”). Skrivet e vez doubl pemp kensonenn eeun evit ober diouzh ar sonennoù tenn pe kreñv (s.o. ar pennad “koreaneg”) ha kensonennoù kevrennek all a c'hell bezañ skrivet dre implijout meur a gensonenn eeun skrivet renk-ouzh-renk. Implijet e vez div lizherenn vogalennek ivez evit skrivañ diftongennoù evel-hen:

  • 14 lizherenn gensonennel eeun: ㄱㄴㄷㄹㅁㅂㅅㅇㅈㅊㅋㅌㅍㅎ, plus obsolete ㅿㆁㆆㅱㅸㆄ
  • 5 lizherenn gensonennl doubl: ㄲㄸㅃㅆㅉ, mui ar re chomet en dizuz: ㅥㆀㆅㅹ
  • 11 kensonenn gevrennek: ㄳㄵㄶㄺㄻㄼㄽㄾㄿㅀㅄ, mui ar re chomet en dizuz: ㅦㅧㅨㅪㅬㅭㅮㅯㅰㅲㅳㅶㅷㅺㅻㅼㅽㅾㆂㆃ, and obsolete triple clusters ㅩㅫㅴㅵ
  • 6 lizherenn vogalennek eeun: ㅏㅓㅗㅜㅡㅣ, mui an hini chomet en dizuz ㆍ
  • 4 vogalenn eeun o kregiñ gant y- : ㅑㅕㅛㅠ
  • 11 diftongenn: ㅐㅒㅔㅖㅘㅙㅚㅝㅞㅟㅢ, mui ar re chomet en dizuz: ㆎㆇㆈㆉㆊㆋㆌ

Taolenn glok al lizherennoù[kemmañ]

En taolennoù-mañ e vez diskouezet an holl kensonennoù ha vogalennoù implijetgant an doare-skrivañ hangeul gant o stumm orin e glas hag o stummoù bet savet diwarne da heul:

Deroù ur silabenn[kemmañ]

ㅇ 
g n d l m b s - j ch k t p h
                 
kk tt pp ss jj

Vogalennoù[kemmañ]

  Basic   +i
기본
a eo o u eu i ae e oe wi ui
y+ yae ye      
w+ ALIGN="center" BGCOLOR="#C4F0FB" - ya yeo yo yu    
wa wo wae we

Diwezh ur silabenn[kemmañ]

ㅇ 
g n d l m b s ng j ch k t p h
  ㄺ    ㅄ               
kk nj lg bs ss
ㄳ    ㄻ                     
gs nh lm
                         
lb
       ㄽ                     
ls
                         
lt
                         
lp
                         
lh

Mont-en-dro tresoù al lizherennoù[kemmañ]

Ober a ra dave an doare-skrivañ hangeul da berzhioù hiniennel doare-distagañ pep sonenn ar yezh, da skwer ur sin arbennik ez eus evit ober diskouez dre skrid ar fed ma vez distaget ur sonenn bennak gant an diweuz (lec'h distagañ) pe dre ar fri, pe ma vezont mouezhiet pe divouezh, hag all, da skouer:

Er jamo (“lizherenn”) ㅌ ([tʰ]) ez eus teir ferzh ma reer dave oute dre skrid:

ar varennig uhelañ a diskouez e vez distaget mouezhiet evel ㄱ g pe ㄷ d:
ar varennig greiz a diskouez e vez distaget dre c'hwezhañ evel ㅎ h pe ㅋ k
ar varennig izelañ a diskouez e vez distaget dre touchañ an teod ouzh ar c'hevig evel ㄴ n pe ㄷ d

Ar c'hensonennoù[kemmañ]

Isrannet e vez al lizherennoù kensonennl e pem rummad gante peb ur stumm diazez. Aroueziet e vez gant ar stummoù-se lec'hioù distagañ (dent, teod, staon pe korzailhen), da skouer:

ㄴ a diskouez penn an teod o touchañ ouzh ar c'hellig. Diwar ar stumm diazez-mañ e vez savet ivez ㄷ gant ar varrenig uhelañ o tiskouez e vez staget an teod ouzh ar staon. Gant ur varrennig greiz ouzhpenn ㅌe tiskouez e vez distaget dre c'hwezhañ.
Eeun Dre c'hwezhañ Doubl

Ar vogalennoù[kemmañ]

Awenet e oa bet stumm ar vogalenoù gant kealoù filosofel kentoc'h evit yezhoniel:

linenn a-serzh: «den», d.s. (i)
linenn a-led: «douar», d.s. (eu)
pik (bremañ ur varennig a-led): «neñv», d.s. (a)
Eeun O kregin gant y-

Vogalennoù eeun gant y-:

    • ㅑ ya diwar ㅏ  a
    • ㅕ yeo diwar ㅓ  eo
    • ㅛ yo diwar ㅗ  o
    • ㅠ yu diwar ㅜ  u

Setu ivez an div diftongenn a grog gant y-:

    • ㅒ yae diwar ㅐ  ae
    • ㅖ ye diwar ㅔ  e

Teorienn Ledyard'[kemmañ]

(E-krec'h) Lizherennoù phagspa letters [k, t, p, s, l], hag al lizhernnoù hangeul sañset bezañ bet diorroet diwarne [k, t, p, ts, l]

Hervez Gari Ledyard eus Skol-Veur Columbia e vije bet diorroet al lizherennoù hangeul diwar lizhrenenoù ar skritur phagspa implijet gwechall evit skrivañ ar mongoleg kentoc'h evit bezañ awenet gant perzhioù distagañ.

Urzh ar jamo[kemmañ]

Laket e oa bet lizherennoù diazez ar skritur hangul (jamo) en urzh gant Choi Sejin e 1527.

Setu an urzh a vez heuliet er su:

ㄱ ㄲ ㄴ ㄷ ㄸ ㄹ ㅁ ㅂ ㅃ ㅅ ㅆ ㅇ ㅈ ㅉ ㅊ ㅋ ㅌ ㅍ ㅎ
ㅏ ㅐ ㅑ ㅒ ㅓ ㅔ ㅕ ㅖ ㅗ ㅘ ㅙ ㅚ ㅛ ㅜ ㅝ ㅞ ㅟ ㅠ ㅡ ㅢ ㅣ

En norzh avat e vez doujet d'an urzh hengounel-mañ:

ㄱ ㄴ ㄷ ㄹ ㅁ ㅂ ㅅ ㅇ (ng) ㅈ ㅊ ㅋ ㅌ ㅍ ㅎ ㄲ ㄸ ㅃ ㅆ ㅉ ㅇ (null)
ㅏ ㅑ ㅓ ㅕ ㅗ ㅛ ㅜ ㅠ ㅡ ㅣ ㅐ ㅒ ㅔ ㅖ ㅚ ㅟ ㅢ ㅘ ㅝ ㅙ ㅞ

Anvioù ar jamo[kemmañ]

Amañ e vez kavet anvioù al lizhernnoù bet krouet gant Choi Sejin e 1527 mui o anvioù a-vremañ bet roet dezhe pa oa bet unvaet an daore-skrivañ e Norzh Korea (RPDK).

Ar c'hensonennoù[kemmañ]

Kensonenn Anv
giyeok (기역), pe gieuk (기윽) e RPDK
nieun (니은)
digeut (디귿)
rieul (리을)
mieum (미음)
bieup (비읍)
siot (시옷)
ieung (이응)
jieut (지읒)
chieut (치읓)
kieuk (키읔)
tieut (티읕)
pieup (피읖)
hieut (히읗)

E Sukorea e vez ouzhpennet ar rakgerssang, (“kevellet” pe “doubl”) ouzh anv ar gensonenn eeun pa vez kaoz eus ar c'hesnoennoù doubl, keit ha ma reer kentoc'h gant 된 doen (“kreñv”) e Norzhkorea:

Lizherenn Su Korea Norzh Korea
ssanggiyeok (쌍기역) doengieuk (된기윽)
ssangdigeut (쌍디귿) doendieut (된디읃)
ssangbieup (쌍비읍) doenbieup (된비읍)
ssangsiot (쌍시옷) doensieut (된시읏)
ssangjieut (쌍지읒) doenjieut (된지읒)

Ar vogalennoù[kemmañ]

Setu anv ar vogalennoù:

Lizherenn Anv
a (아)
ae (애)
ya (야)
yae (얘)
eo (어)
e (에)
yeo (여)
ye (예)
o (오)
wa (와)
wae (왜)
oe (외)
yo (요)
u (우)
wo (워)
we (웨)
wi (위)
yu (유)
eu (으)
ui (의)
i (이)

Lizherennoù chomet en dizuz[kemmañ]

Aet eo da get meur a lizherenn hangeul diazez bet implijet er penn-kentañ evit treuzskrivañ sonennoù aet da get er yezh koreaneg a-vremañ pe c'hoazh evit ober diouzh sonennoù a veze kavet ar sinaeg ha en vezont ket implijet nag en hengoreaneg nag er yezh a-vremañ, da skwer:

  • ㆍ pe 丶 : distaget [ʌ], anvet arae-a ( 아래아 a izelañ)
  • ㅿ : distaget [ʝ͂], anvet “bansios” ( 반시옷)
  • ㆆ : distaget (yeorin hieuh 여린 히읗 "light hieuh" or doen ieung 된 이응 "strong ieung"): A glottal stop, "lighter than ㅎ and harsher than ㅇ".
  • ㆁ : distaget [ŋ], anvet yet-ieung (옛이응)
  • ㅸ : distaget [f], anvet gabyeoun bieup (가벼운 비읍)
  • ㆅ : distagt [ɣ̈ʲ] pe [ɣ̈], anvet “ssanghieu” (h 쌍히읗 hieuh doubl")
  • ㆀ : anvet ssang-ieung (쌍이응 ieung doubl")

Bloc'hadoù silabennek[kemmañ]

Kentrollet e vez al lizherennoù (jamo) e bloc'hadoù silabennoù, enne div lizherenn diazez d'an nebeutañ hag alies a-walc'h betek teir: ur gensonenn (eeun pe kevrennek) en deroù anvet choseong (hangeul: 초성; hanja: 初聲), war-lerc'h ur vogalenn (pe un diftongenn) e kreiz ar silabenn anvet jungseong (hangeul: 중성; hanja: 中聲) hag ivez a-wechoù (met n'eo ket dre ret) ur gensonenn (eeun pe keverennek) e diwezh ar silabenn anvet 'jongseong (hangeul: 종성; hanja: 終聲). Pa n'eus kensonenn ebet e deroù ur silabenn e vez skrivet ㅇ (ieung), met n'eo ket ret serriñ ur silabenn da heul ar vogalenn greiz.

Bez' ez eus en holl 172 silabenn a c'heller skrivañ gant al lizherennoù hangeul a-vremañ.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.