Mont d’an endalc’had

ISO 11940

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

ISO 9 a zo anv ur reoliad etrebroadel evit romanekaat al lizherenneg taiek, embannet evit ar wezh kentañ e 1998 hag adwelet ha nevesaet e Miz Gwengolo 2003.

Taieg  
ISO k k̄h ḳ̄h kh k̛h ḳh ng c c̄h ch s
 
Taieg  
ISO c̣h ṭ̄h ṯh t̛h d t t̄h
 
Taieg
ISO th ṭh n b p p̄h ph f p̣h m y
 
Taieg
ISO r v l ł w ṣ̄ s̛̄ x

Trezskrivet e vez ar c'hensonennoù glan hervez an doare ma vezont distaget peurliesañ e dirag ur vogalenn. Lakaet e vez an diforc'h etre parioù kensonennoù uhel hag izel en un doare sistematek dre implijout ar makron evit merkañ ar re uhel. Implijet e vez sinoù diakritek all evit an distagadurioù ralañ, en o zouez ur poent, ur c'hornig pe ur varrenig dindan al lizherenn diazez: dres evel gant ar sistemoù treuzskrivañ implijet evit romanekaat ar skriturioù indezek e talvez ar poentig evit merkañ ar kensonennoù tro-gil, daoust d'un nebeud diforc'hoùioù-implij resis, da lâret eo e vez implijet ur poentig evit treuzskrivañ ธ tho thong ha ศ so kho sala kentoc'h evit merkañ ar c'hensonennoù tro-gil a gloate gante.

Ne vez implijet ar c'hornig nemet evit treuzskrivañ teir c'hensonenn: ฅ kho khon, ฒ tho phuthao ha ษ so bo ruesi; ha ne vez implijet ar varennig evit treuzskrivañ ur gensonenn nemetken: ฑ tho nang montho.

Taieg –ั  ำ –ิ –ี –ึ –ื –ุ –ู ฤๅ ฦๅ
ISO a ā å i ī ụ̄ u ū e æ o ı v ł łɨ w x

Diskwelet eo bet lakkhangyao (ๅ) a-grevret gant al lizherennoù vogalennek ฤ ha ฦ nemetken. War al listen unvan ofiseil ne gaver nemet ฤ ha ฦ gant ar c'hensonennoù ha lakkhangyao gant ar vogalennoù. Treuzlizherennet e rankfe bezañ ɨ ul lakkhangyao implijet e-unan penn hepmuiken, met ne degouezh morse evel-hen nag e taieg, nag e palieg nag e sañskriteg.

Renket eo bet amañ ว wo waen ha อ o ang dre ma vezont implijet evel arouezennoù vogalennek leun daoust ha na gemm ket an doare d'o zreuzskrivañ hervez o implij resis ha gant ar reoliad e oant bet kenstrollet en daolenn gouestlet d'at c'hensonenoù.

Treuzlizherennet e vez an holl vogalennoù kevrennek hervez pep elfenn enne.

Taieg –่ –้ –๊ –๋ –็ –์ –๎ –ํ –ฺ
ISO –̀ –̂ –́ –̌ –̆ –̒ ~ –̊ –̥

Notenn: Treuzskrivet e vez yamakkan gant un dildenn blaen kentoc'h evit gant un dildenn us-skrivet.

Poentadur ha sifroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taieg
ISO « ǂ § ǀ ǁ » 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9

Gant ISO 11940:1998 e vez diforc'het etre an arouezenn diverraat paiyannoi diouzh ar merk dibenn ur frazenn angkhandiao daoust ha ne vez ket graet an diforc'h-se na gant TIS 620-2533 (Reoliad Industriel Taiek 620-2533) na gant ar reoliad unicode (doare 5.0).

Urzhiadur an arouezennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras e vez treuzlizherennet ar arouezennoù taiek a-gleiz da dehoù ha, pa vez gante an hevelep lec'hiadur a-led, eus ar c'hrec'h d'an traoñ, da lâret eo evit ar pezh a sell ouzh merkoù an tonennnoù ha thanthakhat a-raok merkoù all pe a-us pe a-is d'an arouezenn gensonennel diazez. Nac'hañ a ra ar reoliad (Rann 4.2) ar fed ma c'hell bezañ implijet a-gevret sara u ha nikkhahit daoust ha ma ro skouerioù eus o implij a-gevret en ur resisaat penaos treuzskrivañ nikkhahit, hep treuzlizherenniñ implij kevrennek an daou verk-se. Neuze, estreget nikkhahit, e vez staget ouzh ar gensonenn pa dreuzlizherenner gant al lizherenneg latin an holl merhoù nann-vogalennoù staget ouzh ur gensonenn er skritur taiek.

Daoust ha ma anzav ar reoliad ar fed ma c'hellfe bezañ talvoudus evit an dud a ra dre vras gant al lizherenneg latin klask eilpennañ ar vogalennoù rakskrivet, e vez erbedet gant ar reoliad chom hep hen ober.

Da skouer:


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]