Mont d’an endalc’had

Roll kañsellerien Alamagn

Eus Wikipedia

Penn gouarnamant kevreadel Alamagn eo Kañseller Alamagn. Kefridi ar C'hañseller (Bundeskanzler) pe ar Gañsellerez (Bundeskanzlerin) eo dibab izili all ar gouarnamant ha pennren emvodoù ar Bundesregierung, da lavarout eo aozadur ar galloud erounit e Republik Kevreadel Alamagn.

E 1867 e voe krouet ar garg e Kengevread Hanternoz Alamagn, pa voe Otto von Bismarck anvet da Gañseller kentañ istor Alamagn.
Pa voe unvanet Alamagn ha staliet an Impalaeriezh alaman e 1871 e troas ar C'hengevread d'ur Stad-broad, ha "Kañseller Alamagn" e voe anv ar garg. Betek hiziv ez eo Otto von Bismarck ar c'hañseller a renas ar pellañ : 28 vloaz, betek 1890.

Dirak an impalaer hepken e oa atebek ar c'hañseller er penn-kentañ. E 1918 e voe kemmet an traoù gant adaoz ar Vonreizh, pa voe roet d'ar Parlamant ar gwir da ziskar ar C'hañseller. Adalek 1919, da vare Republik Weimar (1918-1933), e voe anvet ar Gañsellerien gant Prezidant Alamagn, met dirak ar Parlamant e vezent atebek.
Lakaet a-gostez e voe ar Vonreizh e-pad mare an Trede Reich (1933-1945).
E 1949 e voe ur Vonreizh nevez hag a lakaas ar C'hañseller da benn ar Stad de facto, pa strishaas perzh Prezidant ar Republik.

Abaoe an 22 a viz Du 2005 ez eo bet Angela Merkel Kañsellerez Republik Kevreadel Alamagn.

Dispac'hoù 1848

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh Dispac'hoù Alamagn e 1848 e kemeras Parlamant Frankfurt (Hessen) ar galloud ; tri Ministerpräsident a voe neuze, par o c'harg da hini ar Gañsellerien da zont.

Ministerpräsidenten Gournamant an Impalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kengevread Hanternoz Alamagn (1867–1871)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kañseller Maread ar garg Strollad politikel
Deroù Diwezh Padelezh
Kont
Otto von Bismarck
(18151898)
1 Gouere 1867 21 Meurzh 1871 3 bloavezh, 263 devezh Hini ebet

Impalaeriezh Alamagn (1871–1918)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kañseller Maread ar garg Strollad politikel Impalaer Alamagn
Deroù Diwezh Padelezh
Priñs
Otto von Bismarck
21 Meurzh 1871 20 Meurzh 1890 18 bloavezh, 263 devezh Hini ebet Wilhelm I
(Wilhelm I, Deutscher Kaiser)

1 Genver 1871 – 9 Meurzh 1888
Friedrich III
(Friedrich III, Deutscher Kaiser)

9 Meurzh 1888 - 15 Mezheven 1888
Kont
Leo von Caprivi
(1831–1899)
20 Meurzh 1890 26 Here 1894 4 bloavezh, 220 devezh Hini ebet Wilhelm II
(Wilhelm II, Deutscher Kaiser)

15 Mezheven 1888 - 28 Du 1918
Priñs
Chlodwig zu Hohenlohe-Schillingsfürst
(1819 – 1901)
29 Here 1894 17 Here 1900 5 bloavezh, 353 devezh Hini ebet
Priñs
Bernhard von Bülow
(1849–1929)
17 Here 1900 14 Gouere 1909 8 blovezh, 270 devezh Hii ebet
Theobald von Bethmann-Hollweg
(1856–1921)
14 Gouere 1909 13 Gouere 1917 7 bloavezh, 364 devezh Hini ebet
Georg Michaelis
(1857–1936)
14 Gouere 1917 1 Du 1917 110 devezh Hini ebet
Kont
Georg von Hertling
(1843–1919)
1 Du 1917 30 Gwengolo 1918 333 devezh DZP
(Strollad ar C'hreiz)
Priñs
Max von Baden
(1867–1929)
3 Here 1918 9 Du 1918 37 devezh Hini ebet

Mare an Dispac'h (1918–1919)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 9 a viz Du 1918 e tremenas karg ar C'hañsellerezh eus Max von Baden da Friedrich Ebert. Hennezh a gendalc'has da ren evel Penn ar Gouarnamant e-pad tri mizvezh, adalek diwezh an Impalaeriezh alaman e miz Du 1918 betek emvod kentañ ar Vodadeg Vroadel e miz C'hwevrer 1919 ; n'en devoa ket an titl a Gañseller avat.

Betek an 29 viz Kerzu 1918 e voe F. Ebert kadoriad Vorsitz des Rates der Volksbeauftragten (Kuzul dilennidi ar bobl) ivez, a-gevret gant Hugo Haasel hag a oa e penn ar strollad politikel USPD (Strollad sokialdemokrated dizalc'h Alamagn).

Kañseller Maread ar garg Strollad politikel
Deroù Diwezh Padelezh
Friedrich Ebert
(1871–1925)
(Reichskanzler ha
Vorsitz des Rates der Volksbeauftragten)
9 Du 1918 13 C'hwever 1919 96 devezh USPD

Republik Weimar Republic (Reichskanzler) (1919–1933)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kañseller Maread ar garg Strollad politikel Prezidant Republik Weimar
Deroù Diwezh Padelezh
Philipp Scheidemann
(1865–1939)
(Reichsministerpräsident)
13 C'hwevrer 1919 20 Mezheven 1919 127devezh SPD
(Strollad sokialdemokrat Alamagn)
Friedrich Ebert

11 C'hwevrer 1919 – 28 C'hwevrer 1925
SPD
Gustav Bauer
(1870–1944)
Reichsministerpräsident
Reichskanzler adalek 14 Eost 1919
21 Mezheven 1919 26 Meurzh 1920 279 devezh
Hermann Müller
(1876–1931)
27 Meurzh 1920 21 Mezheven 1920 86 devezh
Constantin Fehrenbach
(1852–1926)
25 Mezheven 1920 4 Mae 1921 313 devezh DZP
(Strollad ar C'hreiz)
Joseph Wirth
(1879–1956)
10 Mae 1921 14 Du 1922 1 bloavezh, 188 devezh
Wilhelm Cuno
(1876–1933)
22 Du 1922 12 Eost 1923 1 bloavezh, 202 zevezh Hini ebet
Gustav Stresemann
(1878–1929)
13 Eost 1923 30 Du 1923 109 devezh DVP
(Strollad ar bobl alaman)
Wilhelm Marx
(1863–1946)
30 Du 1923 15 Genver 1925 1 bloavezh, 46 devezh DZP
Hans Luther
(1879–1962)
15 Genver 1925 12 Mae 1926 1 bloavezh, 117 devezh Hini ebet Paul von Hindenburg

12 Mae 1925 – 2 Eost 1934
Strollad ebet
Wilhelm Marx
(1863–1946)
17 Mae 1926 12 Mezheven 1928 2 vloaz, 26 devezh DZP
Hermann Müller
(1876–1931)
28 Mezheven 1928 27 Meurzh 1930 1 bloavezh, 272 devezh SPD
Heinrich Brüning
(1885–1970)
30 Meurzh 1930 30 Mae 1932 2 vloaz, 61 devezh DZP
Franz von Papen
(1879–1969)
1 Mezheven 1932 17 Du 1932 169 devezh DZP
betek 3 Mezheven 1932
Hini ebet
Kurt von Schleicher
(1882–1934)
3 Kerzu 1932 28 Genver 1933 56 devezh Hini ebet

Trede Reich (Reichskanzler) (1933–1945)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kañseller Maread ar garg Strollad politikel Prezidant an Trede Reich
Deroù Diwezh Padelezh
Adolf Hitler
(1889–1945]])
30 Genver 1933 30 Ebrel 1945 12 bloavezh, 90 devezh NSDAP
(Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei)
Paul von Hindenburg

12 Mae 1925 – 2 Eost 1934
Strollad ebet
Adolf Hitler

2 Eost 1934 – 30 Ebrel 1945
NSDAP
Joseph Goebbels
(1897–1945)
30 Ebrel 1945 1 Mae 1945 1 devezh NSDAP Karl Dönitz

30 Ebrel 1945 – 23 Mae 1945
NSDAP
Lutz Graf Schwerin von Krosigk
(1887–1977)
(Pennmaodiern gouarnamant Dönitz)
1 Mae 1945 23 Mae 1945 21 devezh Hini ebet

Daou vloaz goude an Eil Brezel-bed, adalek ar 1 a viz Genver 1947, e voe adaozet galloud erounit an darn vrasañ eus Alamagn e stumm ar Bizone ("Daou dakad", Vereinigtes Wirtschaftsgebiet en alamaneg, "Takad armerzhel unvanet") dalc'het gant SUA hag ar Rouantelezh-Unanet.
E 1948 e voe ur C'huzul Melestradurel renet gant un Oberdirektor.

Oberdirektor Kuzul Melestradurel ar Bizone

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberdirektor Maread ar garg Strollad politikel
Deroù Diwezh Padelezh
Hermann Pünder
(1888–1976)
10 Meurzh 1948 20 Gwengolo 1949 1 bloavezh, 194 devezh CDU
(Unvaniezh kristen-demokrat Alamagn)

Adalek ar 1 a viz Mezheven 1948 e voe staliet un trede takad, dalc'het gant Bro-C'hall ; Trizone e voe an anv neuze.
D'an 23 a viz Mae 1949 e troas an Trizone da Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990), Bundesrepublik Deutschland, anvet ivez "Alamagn ar C'hornôg".

Republik Kevreadel Alamagn (Bundeskanzler) (1949–bremañ)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir Stad dizalc'h an eil diouzh eben a voe staliet e 1949 : Republik Kevreadel Alamagn (RKA, gant Bonn da gêr-benn), Gwarez-Stad ar Saar (Saarprotektorat, Saarbrücken, dindan beli Bro-C'hall) ha Republik Demokratel Alamagn (RDA), anvet "Alamagn ar Reter" ivez (Deutsche Demokratische Republik, Berlin ar Reter).
E 1956 ez eas Gwarez-Stad Saar gant Alamagn ar C'hornôg.
Ne oa Kañsellerezh ebet en Alamagn ar Reter ; e 1990 ez eas ar Stad da get, kendeuzet e voe gant Republik Kevreadel Alamagn hag a viras he anv.

Kañseller(ez) Maread ar garg Strollad politikel Prezidant RKA
Deroù Diwezh Padelezh
Konrad Adenauer
(1876–1967)
15 Gwengolo 1949 14 Du 1961 14 bloavezh, 31 devezh CDU Theodor Heuss

12 Gwengolo 1949 – 12 Gwengolo 1959
FDP
(Strollad Frankizour-Demokrat)
14 Du 1961 11 Here 1963 Heinrich Lübke

13 Gwengolo 1959 – 30 Mezheven 1969
CDU
Ludwig Erhard
(1897–1977)
17 Here 1963 26 Here 1965 3 bloavezh, 46 devezh Hini ebet
Kevreet gant CDU
Kurt Georg Kiesinger
(1904–1988)
1 Kerzu 1966 21 Here 1969 2 vloavezh, 324 devezh CDU
Willy Brandt
(1913–1992)
22 Here 1969 7 Mae 1974 4 bloavezh, 198 devezh SPD Gustav Heinemann

1 Gouere 1969 – 30 Mezheven 1974
SPD
Walter Scheel
(1919–2016)
Kañseller etrekargad
7 Mae 1974 16 Mae 1974 9 devezh FDP
Helmut Schmidt
(1918–2015)
16 Mae 1974 4 Du 1980 8 bloavezh, 138 devezh Sozialdemokratische Partei Deutschlands
(SPD)
Walter Scheel

1 Gouere 1974 – 30 Mezheven 1979
FDP
6 Du 1980 1 Here 1982 Karl Carstens

1 Gouere 1979 – 30 Mezheven 1984
CDU
Helmut Kohl
(1930–2017)
1 Here 1982 29 Meurzh 1983 16 bloavezh, 26 devezh CDU
30 Meurzh 1983 17 Du 1994 Richard von Weizsäcker

1 Gouere 1984–30 Mezheven 1994
CDU
17 Du 1994 27 Here 1998 Roman Herzog

1 Gouere 1994–30 Mezheven 1999
CDU
Gerhard Schröder
(1944–)
27 Here 1998 22 Du 2005 7 bloavezh, 26 devezh SPD - Grünen Johannes Rau

1 Gouere 1999 – 30 Mezheven 2004
SPD
Angela Merkel
(1954–)
22 Du 2005 28 Here 2009 11 bloavezh,306 devezh CDU Horst Köhler

1 Gouere 2004 – 31 Mae 2010
CDU
28 Here 2009 17 Kerzu 2013 Christian Wulff

30 Mezheven 2010 – 17 C'hwevrer 2012
CDU
17 Kerzu 2013 18 Meurzh 2017 Joachim Gauck

18 Meurzh 2012 – 18 Meurzh 2017
Strollad ebet
19 Meurzh 2017 24 Gwengolo 2017 Frank-Walter Steinmeier

19 Meurzh 2017 – bremañ
SPD
24 Gwengolo 2017 13 Meurzh 2018 Etrekargadez
14 Meurzh 2018 Bremañ
  • Mouezhiadegoù a voe en Alamagn d'ar 2' a viz Gwengolo 2017 ; petra bennak ma'z eo bet trec'h CDU AngelMerkel, n'he deus ket ar muiañ-niver evit stummañ ur gouarnamant stabil.

Ar prezidant Frank-Walter Steinmeier n'en deus anvet Kañsellour(ez) ebet c'hoazh d'ar 25 a viz Du 2017.