Franz von Papen

Eus Wikipedia
Franz von Papen

Franz Joseph Hermann Michael Maria von Papen zu Köningen (29 Here 1879 - 2 Mae 1969) a oa un ofiser, diplomat ha politikour alaman. Kañseller Alamagn e oa e 1932, hag eilkañseller dindan Adolf Hitler en 1933-1934. Unan eus renerien strollad politikel ar c'hreiz e oa betek 1932, ha kuzulier da Paul von Hindenburg, prezidant Republik Weimar. Von Papen eo an hini a reas da Hindenburg envel Hitler da Gañseller. Kuitaat a reas ar gouarnamant goude Nozvezh an Hirgontilli.


En e raok:
Heinrich Brüning
Kañseller Alamagn
Ardamezoù Republik Weimar
Mezheven 1932 – Du 1932
War e lerc'h:
Kurt von Schleicher



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.