Rhuthun
Rhuthun zo ur gêr vihan e biz Kembre, ha pennlec'h Sir Ddinbych. poblet gant 5 218 a dud e 2001 (47% a baotred, 53% a verc'hed ; oad keitat 43 bloaz ; 42% a gembraegerien). Savet eo bet war un dorgenn, war ribl ar stêr Clwyd.
Ur c'hastell kozh zo e kêr, unan savet war-dro 1280, hag a voe distrujet e-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz hag adsavet en XIXvet kantved d'ober ul leti bras. E deroù ar Grennamzer e oa Rhuthun kêr bennañ bro Dogfeiling, unan eus ar c'hombodoù a oa e kantrev Dyffryn Clwyd.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Emrys ap Iwan, skrivagner ha brogarour
- Rhys Ifans, aktour
- Tom Pryce, bleiner kirri Formulenn 1
- Neil Taylor, melldroader
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Breizh | Brieg[1] | 1993 |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn poellgor gevelliñ Rhuthun - Brieg (e 4 yezh, kembraeg, brezhoneg, saozneg ha galleg)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|