Porzh (bagoù)
Neuz
Ur pennad Porzh zo ivez.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur porzh zo ul lec'h ma c'hall bigi pe listri kaeañ. Porzhioù zo war an aodoù pe war ribloù ar stêrioù. Ober a reer porzh eus ul lec'h ma c'haller dont gant bag pe lestr. Met graet e vez porzh eus kement pleg-mor, bihan ha bras, ma c'heller lezel ur vag, gant ma vo posupl lakaat anezhi er goudor.
En Henamzer e oa porzhioù bras koulz war ar mor ha war ar stêrioù. Tennet e veze splet eus an enezennoù pe evit bezañ goudoret a-dreñv dezho pe evit sevel un hent a-dreuz ar stêr (war roudouroù pe war bontoù) hag e veze krouet ul lec'h-kenwerzh.
Skouer un enezenn a-raok ur porzh : Douarnenez, Konk-Kerne, Rosko, Sant-Maloù.
Skouer un enezenn war ur stêr : Naoned, Pariz.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Porzh-Gwenn e Perwenan, e Treger, e Plougastell hag e meur a lec'h all
- Porzh ar Gov, en Trevoù
- Porspoder
- Porsal e Gwitalmeze
- Porzh-Loeiz
- Ar Porzh-Ruz e Douarnenez
- Porzh-Tudi, e Groe
hag all.