Mont d’an endalc’had

Plounevez-Moedeg

Eus Wikipedia
Plounevez-Moedeg
Plounevez-Moedeg
Anv gallek (ofisiel) Plounévez-Moëdec
Bro istorel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plouared (betek 2015)
Plistin (abaoe 2015)
Kod kumun 22228
Kod post 22810
Maer
Amzer gefridi
Gérard Quilin
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web https://plounevez-moedec.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 463 ann. (2020)[1]
Stankter 36 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 33′ 26″ Norzh
3° 26′ 24″ Kornôg
/ 48.557222222, -3.44
Uhelderioù kreiz-kêr : 205 m
bihanañ 58 m — brasañ 222 m
Gorread 40,36 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plounevez-Moedeg

Plounevez-Moedeg a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Ar gumun he deus al Leger war bevenn sav-heol, hag ar Gwig war e c'hristeiz. Kumunioù amenek : Lanvaeleg; Plouared; Ar C'houerc'had; Tregrom; Benac'h; Lokenvel; Logivi-Plougraz

B. Tanguy : Plebs Nova, 1297, c. 1330, fin XIVvet; Ploenevez, 1427, 1444, 1554; Plounevez, 1600; Plounevez-Moidec, 1723; E. Vallerie : Plebe Nova, 1330; Ploenevez, 1516; Plouenez 1630; Plounevez-Moedic, 1779

N'ez eus ket. Ar Gumunn a ra gant ul logo.

Dre he anv, tu ez eus da welout Plou-Nevez evel un tamm distaget diouzh ur plou koshoc'h. Soñjet ez eus bet e Plounerin. Mes soñjet e vez ivez e Plouared.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kefioù e-kichen ar Gwig, Koad Pikard, Kergrec'h (Oadvezh an houarn).
  • kreñvlec'h Santez-Yuna (mare roman).
  • Iliz katolik Sant Pêr hag he bered (bet enrollet an 12 Mae 1932).
  • Chapel Santez Yuna (1573-1621). Bet enrollet ar 17 Kerzu 1970.
  • Chapel Sant Yann Keramanac'h, he vered hag he c'halvar (bet enrollet an 19 Here 1922)
  • Chapel Sant Lavant (pe Sant Laorañs) (XVIIIvet). An tour a zo bet enrollet an 20 Genver 1926. Ar chapel a zo bet adkempennet e 1988, a-drugarez da Ao. Delestre.
  • Kroaz Golet, enrollet ar In Mae 1933.
  • Chapel sant Tual Kerpabu (XVIvet).
  • Feunteun Kerdelahaye (XVIvet).
  • Maner Kermel (Kermel Bihan) (XVvet).
  • Kastell Porz an Park (XVIIIvet).
  • Grañj toet gant teol.
  • Monumant ar re varv (1914-1918), luc’hskeudennoù ha kartenn-bost [7],[8].
  • Monumant ar re varv (1939-1945), luc’hskeudenn[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'ar 27 a viz Ebrel 2010 e oa bet votet live 3 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2002.
  • Abaoe distro-skol 2008 emañ staliet Skol Diwan ar C'hoadoù e Plounevez-Moedeg.
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 58 skoliad (43 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[10]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fañch-Mari Kergariou a Gozker.
  • Frañsez Vallée (Plounevez, 26 Gwengolo 1860 - Roazhon, 3 Mezheven 1949). Yezhoniour war ar brezhoneg. Aozer : Leçons élémentaires de grammaire bretonne (1902); Grand dictionnaire français-breton -1931, 1948)
  • Maoris Noges (mab ur merc'h Vallée)
  • Tad Armañs Vallée
  • Fañch Vallée (01.Genver 1912 - 1944)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]