Mont d’an endalc’had

Plounerin

Eus Wikipedia
Plounerin
Maner Lezoualc'h
Maner Lezoualc'h
Anv gallek (ofisiel) Plounérin
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plouared (betek 2015)
Plistin (abaoe 2015)
Kod kumun 22227
Kod post 22780
Maer
Amzer gefridi
Patrick L'Héréec
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 787 ann. (2020)[1]
Stankter 30 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 34′ 03″ Norzh
3° 32′ 24″ Kornôg
/ 48.5675, -3.54
Uhelderioù kreiz-kêr : 157 m
bihanañ 105 m — brasañ 247 m
Gorread 25,89 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plounerin

Plounerin zo ur gumun eus Breizh e Treger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

  • B. Tanguy : Ploenerin, fin XIVvet, 1425, 1444, 1453, 1537; Plounérin, 1620.
  • Ploenerin, 1425; Ploenerin, 1434; Plounerin, 1512; Plouenerin, 1516; Plonerin, 1630; Plouerin, 1654
  • Savet eo an anv diwar ar ger plou hag an anv Nerin, marteze diwar AneirinEvit B. Tanguy, chom a ra Nerin ur gudenn.
  • Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollet an 31 Meurzh 1926 eo bet c'hwec'h monumant Plounerin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Chapel Beaj Vat (1575-digor XVIvet); ha chapel vihan en he gichen
  • Kalvar bered an iliz
  • ur groaz war hent Gwerliskin
  • Maner Lesmoal
  • Maner Keraez, er bourg

Monumantoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Chapel I.V ar Sklaerder (XVIIvet)
  • Chapel Kerigonan (XVIIIvet)
  • Maner Bruilleg
  • Maner Kergoad
  • Feunteunioù Sant Kirio, Sant Yann ar Rechoù (XVIIIvet), I.V Beaj-Mat
  • Maner Lezoualc'h
  • Iliz katolik Sant Nerin, serret abaoe ur pennad mat, a oa bet kaoz da zistruj dre'n avani eo re zañjerus. Goude ur referendom er gumun ez eus bet divizet ober al labourioù ret evit he mirout.
  • Beg ar C'hra, anv-lec'h hag ostaleri brudet.
  • Roc'h ha Chapel Kirio.
  • Kroazioù Pont-Hir.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'an 29 a viz Gouere 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Da-heul ul labour kaset da benn gant Ofis ar Brezhoneg eo bet reizhet anvioù-lec'h Plounerin ha lakaet da stumm ofisiel nemetañ ar stummoù brezhoneg reizh, e 2006. Cheñchet e voe an holl banelloù war ar maez.
  • D'ar 14 a viz Here 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.

Tud vrudet ganet e Plounerin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]