Narf
Narf | |
---|---|
Narf d'ar 17 a viz Mae 2014 e Mars del Plata, Arc'hantina | |
Anv | Francisco Xavier Pérez Vázquez |
Lesanv | « Narf » |
Ganedigezh | 24 a viz Ebrel 1968 Silleda, proviñs Pontevedra Galiza |
Marv | 15 a viz Du 2016 Santiago de Compostela Galiza |
Micher | Kaner Sonaozour |
Binvioù | Gitar Mouezh |
Internet | www.franpereznarf.com (Diell) |
Francisco Xavier Pérez Vázquez[1] (Silleda[1], 24 a viz Ebrel 1968 – Santiago de Compostela, 15 a viz Du 2016), brudet evel Narf en deroù – evel ezel eus al laz-seniñ Os Quinindiolas[2] hag eus Nicho Varullo[3], er strollad c'hoariva Chévere, ha diwezhatoc'h e Psicofónica de Conxo – hag anavet evel Fran Pérez hepken, a voe ur c'haner hag ur sonaozour galizat brudet evit e oberennoù o fersonelezh kreñv hag o orinelezh, pa glaskas kemmeskañ meur a zoare sonerezh e framm ar sonerezh rock.[4] Sevel sonerezh evit ar c'hoariva hag abadennoù all e voe e greñv, ar pezh a ouezas kemmeskañ gant e berzhioù evel aktour.[5] Kenlabouret en deus gant kalz arzourien all, kaset en deus e sonerezh tro-dro d'ar bed ha diskouezet en deus e engouestl e sevenadur Galiza[6] ; dedennet-bras e oa gant sonerezh Afrika ivez[7].
Treuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa yaouank-tre c'hoazh e tilojas eus Silleda da Santiago de Compostela, ma voe ezel eus al laz-seniñ Os Quinindiolas hag eus Nicho Varullo, a voe berrbad. Emezelañ a reas er strollad c'hoariva Chévere, hag unan eus diazezerien ar sal Nasa e voe e 1992. Sevel kanaouennoù a reas evit Banda da Nasa hag e kemeras perzh evel aktour e meur a bezh-c'hoari (Máquina total e 1992, Annus horribilis e 1994 hag all) hag e kalz abadennoù Ultranoite. E 1998 e kuitaas ar raktres.[5]
Gant e vignon ar skrivagner hag arzour Xelís de Toro (*1962) e krouas e 1990 an ti-embann pladennoù Spectra, a reas freuz-stal. Gant arc'hant ur priz lennegel bet roet da Xelís e Lugo e 1990 ivez evit e romant Non hai misericordia e c'halljont paeañ evit kammedoù kentañ Os Quinindiolas ha Nicho Varullo koulz hag evit sonerezh ar pezh Río Bravo (1990) gant ar strollad Chévere. E 1998 e tiazezas al laz Psicofónica de Conxo gant tud hag o devoa kenlabouret gantañ a-raok[8].
Goude un hir a veaj e bed ar sonerezh e krouas Fran Pérez, e 2004, ar meizad a anvas Narf ("Fran" war an tu gin, a dalveze kement ha "pivelezh nevez evit ur soner fourgasus hag a furch al lusk hag ar glotadouriezh")[4] ; plijout a rae dezhañ en em ginnig evel cancionista, sonaozour[9]. Tri albom a reas en e unan, hag gant meur a arzour all e kenlabouras.
Gant Jabier Muguruza ha Miquel Gil e leurennas Mundo Café (2005), anezhi un abadenn hag a vode ar sonerezh hag al lennegezh[10], ur raktres hag a voe embannet e stumm ur bladenn[11].
Gant al laz Timbila Muzimba eus Mozambik e voulc'has ar raktres sevenadurel Bumba e 2006, hag a gemmeskas sonerezh Narf ha hengoun ar boblad Chopi[12] ; tremen dek vloaz e padas ar raktres, a echuas gant Da Zigala a Zemambiquo e 2016 hag a voe eil rann Bumba[13].
Dre zegouezh e kejas ouzh ar c'haner ha sonaozour Ginean Manecas Costa (* 1967) en ur gwiskva e Cantos na Maré, ur festival etrebroadel portugalek e Pontevedra, hag e tivizjont labourat kevret ; an albom Aló Irmao! e voe frouezhenn ar c'henlabour-se e 2010[14],[15] ; ar bladenn a dizhas an niverenn 1 e Top Ten RDP-Africa[16]. e miz Eost 2010, ma chomas e-pad teir sizhunvezh.
Gant Francisco "Quico" Cadaval Ayaso (*1960) e kinnigas an arvest Obrigado! ("Trugarez deoc'h !"), ma veze kemmesket keleier bed ar sonerezh hag ar c'heleier hollek. Ha diwar e genlabour gant ar ganerez Uxía Senlle (* 1962) e voe ganet an albom Baladas da Galiza imaxinaria e 2015[17].
E festival Liet-Lavlut, gouestlet d'ar yezhoù minorelaet en Europa ha dalc'het e 2006 en Östersund (Sveden) e c'hounezas Narf an eil priz gant an dodenn Santiago[18], a glever en albom Tótem (2007), anezhañ e eil albom solo[19] E miz Kerzu 2008 e voe sonet Tótem gant Fran Pérez ha Juan Ramos – anezhañ unan eus izili Os Quinindiolas – e Delhi (India() hag e Kathmandu (Nepal)[20].
E 2008 ivez e sonas er festival Câmbio Sonoro e Recife (Brazil)[21] Gant Manecas Costa ha Timbala Muzimba e voe e Festival d'Agosto Maputo, kêr-benn Mozambik, ma sonas e meur a abadenn[22].
E 2010 e kemerjont perzh en 9vet Mercado Cultural e Brazil evit kinnig Aló Irmao! e Jequié, São Paulo ha Salvador, ha neuze e Porto Alegre ha Buenos Aires kent seniñ asambles adarre e London da geñver The City of London Festival d'ar 25 a viz Mezheven[23].
Kentaenn an arvest Atlántic@s, ma sonas Fran Pérez gant an arzourien c'halizat Uxía, Rosa Cedrón ha Budiño, a voe e Mar del Plata e-kerzh ar MICSUR (Mercado de Industrias Culturales del Sur) e miz Mae 2014[24] Kas a reas e sonerezh da veur a festival er bed a-bezh, evel e 5vet Antídoto São Paulo e miz Mae 2010[25], BAFIM Buenos Aires[26], hag ivez e Niterói, Rio de Janeiro, Kuba[27], Ginea-Bissau, Warszawa, Brighton, Barcelona, Sevilla, Kraków ha Newcastle[28].
Tremen tregont sonerezh orin zo bet savet gant Narf evit pezhioù-c'hoari gant meur a strollad e Galiza hag e Portugal, evel ar c'hoarigan arnodel Resaca (1996) e gomzoù savet gant Pepe Sendón, unan eus izili-diazez ar sal Nasa bloaz kentoc'h[29], A boa persoa de Sezuán Bertolt Brecht (2008)[30] ha Salomé Oscar Wilde (2010)[31] evit ar Centro Dramático Galego, hag A Queima do Judas ("Loskidigezh Judaz") evit Trigo Limpo teatro ACERT[32], a vez lidet bep bloaz e Tondela (Portugal) d'ar Sadorn Santel ; Narf e voe rener sonerezh an arvest-se adalek 2000 betek 2015[33].
Unan eus aktourien ar pezh-c'hoari A ópera dos tres reás (2011) e voe, ma c'hoarias perzh Deotorto an troubadour dall dindan renerez Quico Cadaval evit ar Centro dramático galego[34].
Evit a sell ouzh ar c'hleweled e voe Fran Pérez sonaozour ar gontadenn liesvedia O labirinto dos soños evit ar vugale, skrivet ha renet gant Pepe Sendón[35] ; ur stirad skinwel e voe e 2004.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre miz Meurzh ha miz Ebrel 2016 e voe Narf e-pad 4O devezh e Stadoù-Unanet Amerika evit kinnig e bladenn diwezhañ, Baladas da Galiza imaxinaria, savet gantañ hag Uxía[36]. E miz Gwengolo, diwar ali ur mezeg, e nullas ur sonadeg e Ribeira en abeg ma oa bresk e yec'hed. Sonadegoù all avoe ampellet, e Bilbao, Madrid, Manresa (Katalonia) ha Barcelona. Daoust da gement-se e voe e sonadegoù diwezhañ e Santiago de Compostela gant Timbila Muzimba evit kinnig ar raktres Bumba II : Da Zigala a Zemambiquo d'an 22 ha 23 a viz Here.
Mervel a reas diwar ar c'hankr d'ar 15 a viz Du 2016, oadet48 vloaz[37].
Enor a voe rentet d'an arzour e Pazo da Cultura Pntevedra d'ar 14 a viz Genver2017 da geñver 13vet Festival Internacional da Lusofonía "Cantos na Maré"[38].
Un delwenn arem a voe staliet e Boiro d'ar 10 a viz Mezheven 2017.
Pladennlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An holl : kenderc'het gant Antonio Vásquez (Asisí Producións).
- Gant Os Quinindiolas
- Os Quinindiolas (1991, embannet e 2009 gant A Regueifa Plataforma)
- Gant Nicho Varullo
- Nicho Varullo (Spectra, 1991).
- Gant Psicofónica de Gantxo
- Psicópolis (Fortes & Rangel, 2001)
- Extramundi (Madame Mir, 2002)
- Gant Jabier Muguruza ha Miquel Gil
- Mundo café (Gintonic, 2005)
- Gant Manecas Costa
- Aló irmao! (Cartafol/Falcatruada, 2010) (DVD - War al leurenn)
Narf foi un cancionista, un cronista dun tempo e dunha identidade, un guerreiro da música que deixou os seus últimos folgos e a súa poderosa enerxía, o seu sangue de afrogalego, enriba do escenario...
« Ur sonaozour e voe Narf, kroniker ur mare hag ur bivelezh, ur c'hadour er sonerezh hag en deus lakaet e analadurioù diwezhañ hag e startijenn c'halloudus, e wad afrikan-ha-galizat war al leurenn... »– Xelís de Toro[39]]
- Gant Uxía Senlle
- Baladas da Galiza imaxinaria (Damadriña, 2015)
- Evel Narf, en e unan
- Directo en Compostela (Changüi, 2004) (Waral leurenn)
- Tótem (Falcatruada, 2007).
Fran ergueu o Totem da música día a día, con mimo e cariño, con furia e paixón, co canto delicado e o berro atroz, aquí están as pantasmas dos devanceiros, o choro dun neno, o bico do amante e os ollos do futuro, aquí está o que máis amamos e o que máis nos doe.
« Fran a savas sonerezh Totem a zeiz da zeiz, gant fiñv ha karantez, gant arfleu hag entan, gant kanoù c'hwek ha yudoù euzhus, setu spesoù an hendadoù, daeroù ur bugel, pok an oriad ha daoulagad an dazont, setu ar pezh a garomp ar muiañ hag ar pezh a ra ar brasañ droug dimp. »– Xelís de Toro[39]
- Nas tardes escuras (El Patito Editorial, 2013)
Er c'hleweled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evel sonaozour sonerezh orin
- O Labirinto dos Soños, kontadenn liesvedia evit ar vugale (Grandola Nova, 2002)
- O Labirinto dos Soños: Ventura na Illa de Hypnos, stirad skinwel (Grandola Nova, 2004)
- Galicia Une, teulfilm (Nordesía Producións, 2006)
- Móvete, klip videoclip evit Xunta de Galicia (Atlantis, 2007)
Labourioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Canción das árbores danzantes, oberenn sinfoniek goulennet gant Xunta de Galicia da geñver anvidigezh ar c'hadoriad Touriño (2005)
- Noite de estrelas, dodenn enrollet en álbom Manifesto Dobarrista en enor d'ar c'haner hag aktour galizat Andrés do Barro (1947-1989) (Falcatruada, 2007)
- Sonerezh ar bajenn web Golfiño, bannoù-treset (El Patito Editorial, 2007)
- Sonerezh ar bajenn web Universo Galimatías, bannoù-treset (El Patito Editorial, 2009)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (gl) Camiño a Santo André de Teixido
- (gl) Cancioneiro de San Andrés – Kantik da sant Andrev
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (gl) Faro de Vigo, 15/11/2016
- ↑ (es) La Fonoteca
- ↑ (es) [http://lafonoteca.net/grupos/nicho-varullo/ La Fonoteca
- ↑ 4,0 ha4,1 (gl) Dot Galicia
- ↑ 5,0 ha5,1 (gl) Galegos
- ↑ (gl) El Mundo
- ↑ (gl) Diário Liberdade
- ↑ (gl) La Voz de Galicia, 17/05/2000
- ↑ (gl) El País, 23/11/2007
- ↑ (es) El País, 19/05/2005
- ↑ ASIN : B000HOLWUQ
- ↑ (gl) El Correo Gallego, 10/05/2006
- ↑ (gl) El Correo Gallego, 19/10/2016
- ↑ (es) Cancineros, 28/10/2010
- ↑ ASIN : B003VCD5EW
- ↑ Rádio e Televisão de Portugal en Afrika.
- ↑ (gl) Lec'hienn ofisiel an albom
- ↑ (gl) Galicia Hoxe, 13/10/2006
- ↑ ASIN : B01AB9KMGG
- ↑ (gl) Galicia Hoxe, 14/12/2008
- ↑ (pt) Prefeitura do Recife, 13/03/2008
- ↑ (gl) Vieiros, 13/08/2008
- ↑ (en) The World Music Meetup, 22/06/2010
- ↑ {{es] Galicia en el Mundi, 23/05/2014
- ↑ (pt) Programa VAI
- ↑ (gl) AGADIC
- ↑ (gl) Concello de Santiago
- ↑ (gl) Central Folque
- ↑ (es) Teatro.es
- ↑ (gl) Centro dramático galego
- ↑ (gl) Centro dramático galego
- ↑ Associação Cultural e Recreativa de Tondela
- ↑ (gl)Musica en galego
- ↑ (gl) Centro dramático galego
- ↑ (gl) Cultura galega
- ↑ (gl) La Voz de Galicia, 12/04/2016
- ↑ (es) El Progreso, 15/11/2016
- ↑ (es) Diario de Pontevedra, 12/01/2017
- ↑ 39,0 ha39,1 (gl) |http://www.lavozdegalicia.es/noticia/cultura/2016/11/20/span-langglnarf-alma-xemelga-viaxeiraspan/0003_201611G20P40993.htm La Voz de Galicia, 20/11/2016|]