Östersund

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ti-kêr Östersund

Östersund (distaget [œstəˈʂɵnd] e svedeg) zo ur gêr eus kreiz Sveden, e proviñs hag e kontelezh Jämtland. War ribl al lenn Storsjön emañ ha kêr-benn ar gontelezh eo. E 2012 e oa 59 485 a dud o chom e kêr ha gant se ez eo kêr vrasañ kreiz-kornôg Sveden.

Savet e voe Östersund en XVIIIvet kantved. E 1786 e voe roet urzh gant ar roue Gustav III Sveden da sevel ur gêr nevez e Jämtland. E 1810 ne oa nemet 200 a annezidi enni met dont a reas da vezañ pennlec’h proviñs Jämtland. En eil hanterenn an XIXvet kantved e kreskas kêr, dre ma oa kalz tud o tont da labourat war micherioù ar c’hoad en tolead.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù he deus Östersund gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.