Mauser
Tachenn obererezhioù | greanterezh armoù, Michererezh, greanterezh armoù ha musionoù, machinery industry and plant construction, metal industry |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1811 |
Diazezer | Wilhelm Mauser |
Stad | Alamagn |
Furm lezennel | Gesellschaft mit beschränkter Haftung |
Lec'h diazez | Oberndorf am Neckar |
Perc'hennet gant | Rheinmetall AG |
Aozadur mamm | Rheinmetall AG |
Sez sokial | Isny im Allgäu |
Raklec'hiet gant | Königlich Württembergische Gewehrfabrik |
Heuliet gant | Mauser Jagdwaffen GmbH, Rheinmetall AG |
Produ | arm-tan |
Deiziad divodañ | 2000 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.mauser.com/ |
Oberennoù zo en dastumad | Museum Deelen, Liemers Museum, Dutch Resistance Museum |
Ar Mauser Waffenfabrik, berraet en Mauser zo un embregerezh armoù-tan alaman a oa diazezet er Baden-Württemberg, da gentañ e Oberndorf am Neckar ha goude en Isny im Allgäu. Brudet eo evit bezañ pourveziet an arme alaman gant kalz armoù-skoaz hag armoù-dorn en XIXvet hag XXvet kantved, en o zouez ar Gewehr 98, ar Karabiner 98k pe ar pistolennoù Mauser 1914. He sistem kulasenn ijinet evit ar Gewehr 98 a vez implijet hiziv an deiz c'hoazh gant kalz armoù-chase. An anv a-vremañ ha leun a zo Mauser-Werke Oberndorf Waffensysteme GmbH.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labouradeg roueel armoù Oberndorf a oa bet krouet d'an 31 a viz Gouere 1811 e Ludwigsburg gant Friedrich Kentañ. 133 den a laboure enni ur bloaz war-lerc'h. Diwezhatoc'h e voe kaset al labouradeg da Oberndorf. Eno e krogas da labourat un den anvet Andreas Mauser. Unan eus e seizh mab, Peter Paul, anvet peurliesañ Paul, ganet e 1838, a ziskouezas buan bezañ barrek war ar mod da efedusaat ar produiñ.
Diorren adalek fin an XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asambles gant e vreur Wilhelm e savas Paul e 1867 ur fuzuilh dezhi ur gulasenn o treiñ. Diazezet e oa war ar fuzuilh c'hall Chassepot. Goude brezel 1870 etre Frañs ha Prusia e voe dibabet ar fuzuilh gant an arme alaman hag anvet Gewehr 71 (fuzuilh 71). Kambret e oa evit kartouchennoù 11 × 60 mm. Tri stumm a voe produet : ar fuzuilh standart, dezhi ur c'hanol 850 mm ; ur garabinenn evit ar Jäger (chaseourien, soudarded pourveziet en ur mod skañvoc'h), dezhi ur c'hanol 700 mm ; hag un trede stumm evit ar marc'hegerezh, dezhañ ur c'hanol 500 mm.
E 1886 e krog an arme c'hall da implijout ar fuzuilh Lebel, ganti ur munision bihanoc'h e galibr hag oc'h ober gant poultr hep moged. Ar broioù all a heulio skouer Frañs buan a-walc'h. En Alamagn e voe ijinet ar gartouchenn gentañ gant un douilhez vihanoc'h, ar 7,92 × 57 mm. An arme a choazas ar fuzuilh nevez Mannlicher Modell 1888. Paul Mauser a ijinas ar fuzuilh Gewehr 92 met ne reas ket berzh : ne zeue ket a-benn da dapout marc'had an arme amerikan a-enep ar Krag-Jørgensen.
Tamm-ha-tamm e voe prenet fuzuilhoù Mauser gant broioù all koulskoude : Mauser 1889 (Belgia), Mauser 1890 (Impalaeriezh Otoman) ha Mauser 1891 (Arc'hantina). Ar fuzuilh Gewehr 93 a rae berzh da vat e kalz broioù Suamerika. A-drugarez dezhi e c'hallas 750 soudard spagnolat derc'hel an dachenn e-pad 12 eurvezh a-enep da 15.000 amerikan, e miz Gouere 1898, en emgann San Juan, da vare ar brezel etre an div vro. Abalamour da se e voe prenet diwezhatoc'h breved ar gulasenn Mauser gant an Amerikaned ha montet anezhi war ar fuzuilhoù Springfield M1903.
Ar Mauser C96, ur bistolenn damaotomatek savet gant Paul Mauser, a reas berzh ivez adalek 1896. Gant kement a verzh e voe lezet ar vreudeur Mauser da ren war al labouradeg a zeuas da vezañ ar Waffenfabrik Mauser AG. E 1898 e tapas ar Gewehr 98 produet gant Mauser marc'had pourveziañ an arme alaman. Chom a reas arm-skoaz an Heer betek 1945 asambles gant armoù deveret anezhi evel ar Karabiner 98k. Fuzuilhoù ha karabinennoù Mauser a voe neuze e-touez armoù nesañ ar soudarded alaman e-pad ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed.
Goude an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude diskar an Trede Reich e voe aloubet labouradeg Oberndorf gant ar C'hallaoued. Dismantret e voe an uzin ha distrujet dielloù Mauser diwar urzh un dilennad eus ar vro. Edmund Heckler, Theodor Koch et Alex Seidel, bet ijinourien e ti Mauser, a savas an embregerezh armoù-tan Heckler & Koch a zeuas da vezañ pourvezier armoù-tan skañv nesañ an arme alaman. Mauser, deuet da vezañ un izembregerezh eus Rheinmetall, a broduas c'hoazh armoù aotomatek en eil hanterenn an XXvet kantved, evel ar c'hanol-mindrailher Mauser BK-27 montet war ar c'hirri-nij emgann Eurofighter Typhoon.
Distaget e voe skourr an embregerezh a rae fuzuilhoù-chase deus Rheinmetall er bloavezhioù 2000. Anvet eo bremañ Mauser Jagdwaffen GmbH. Produiñ a ra c'hoazh stummoù eus ar Gewehr 98 da skouer.[1]
Armoù produet evit an armeoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gew 29/40 ha 12/34
- Gewehr 71
- Gewehr 71/84
- Gewehr 89
- Gewehr 92
- Gewehr 93
- Gewehr 94
- Gewehr 95
- Gewehr 96
- Mauser C96
- Gewehr 98
- Karabiner 98k
- Gewehr 41M
- Tankgewehr 13 mm M1918
Munisionoù ijinet en embregerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) HENROTIN Gérard, Pistolets Mauser 1910 - 1914 expliqués, H&L - HLebooks.com, 2014
- (fr) HENROTIN Gérard, Le Pistolet Mauser C96 expliqué, H&L – HLebooks.com, 2002
- (fr) HUON Jean, Histoire des pistolets Mauser, 2009, 178 p.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Lec'hienn an embregerezh Mauser (lennet d'an 30/03/2024)