Mauser 1914
Neuz
| Mauser 1914 | |
|---|---|
Ur bistolenn Mauser 1914 | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | 7,65 x 17 mm |
| Saver | Mauser |
| Mare implij | 1914 - 1945 (en arme alaman) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 595 g |
| Hirder | 154 mm |
| Hirder ar c'hanol | 87 mm |
| Endalc'h | Karger 8 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Mauser 1914 zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh alaman Mauser. Deveret eo eus ar Mauser 1910 ijinet gant Josef Nickl. Kambret eo evit munisionoù 7,65 x 17 mm Browning. Er bloavezhioù 1930 e voe simplaet ha deveret ar Mauser 1934 anezhi. War-dro ur milion a skouerennoù anezhi a voe produet.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An daou stumm pistolennoù a voe implijet gant an arme hag ar polis alaman. Servijout a reas er Brezel-bed Kentañ, en Eil Brezel-bed ha da vare Brezel diabarzh Finland e 1918.