Mont d’an endalc’had

M3 (pistolenn-vindrailher)

Eus Wikipedia
M3 Submachine Gun
"Grease Gun"
Skeudenn ar pennad M3 (pistolenn-vindrailher)

Ur bistolenn-vindrailher M3 savet e miz Genver 1944, ganti he c'harger, he c'hartouchennoù .45 ACP, he mod-implij hag ur senklenn
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher (aotomatek hepken)
Munisionoù Stummoù orin
.45 ACP
9 × 19 mm Parabellum
Stumm all
.30 Carbine
Produerien General Motors ha reoù all
Mare produiñ 1943 - 1945
Niver produet War-dro 646.000
Pouez ha muzulioù
Mas hollek 3,7 kg
Hirder (lamm dibleget) 740 mm
Hirder ar c'hanol 203 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Kouch reoliet evit 100 m
Lusk tennañ teorikel 450 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 274 m/s
Endalc'h Kargerioù-fiñv 30 pe 32 gartouchenn

Ar bistolenn-vindrailher M3, lesanvet gant ar soudarded Grease gun pe Greaser abalamour dezhi bezañ heñvel he stumm ouzh hini ul larderez[1], zo bet implijet gant arme ar Stadoù-Unanet adalek 1943.

Remerket e oa bet gant Stadunaniz efedusted ar pistolennoù-mindrailher MP40 ha STEN implijet gant an Trede Reich hag ar Rouantelezh-Unanet e bloavezhioù kentañ an Eil Brezel-bed[1]. Pa 'z eas o bro tre er brezel e miz Kerzu 1941 e c'houlennas an arme e vije savet armoù nevez, en o zouez ur bistolenn-vindrailher marc'hadmatoc'h hag aesoc'h da broduiñ evit an Thompson M1.

Savet e voe gant George Hyde ha Frederick Sampson, daou ijinour eus General Motors, a ginnigas e miz Here 1942 ur stumm kentañ kambret e .45 ACP hag e 9 mm Parabellum. Savet e oa gant metal koaget hepken (war-bouez he c'hanol hag elfennoù he c'hulasenn). Skañvoc'h hag aesoc'h da gempenn e oa evit an Thompson. Ul lamm plegus he doa. Goude amprouennoù e voe asantet gant an arme adalek 1943 dindan an anv Submachinegun Caliber .45 M3[1].

Aes e oa cheñch kalibr an M3 en ur zivontañ he c'hanol hag he c'hulasenn hepken[2]. Ar stumm kambret e .45 ACP a voe pourveziet d'an arme evit an ekipajoù tankoù da skouer[1]. Ar stumm kambret e 9 mm a voe roet d'an SAS breizhveurat pe harzlammet d'an emsavoù rezistañs en Europa, abalamour e oa ur munision aesoc'h da gavout pa oa implijet e armoù alaman evel an MP40 pe ar bistolenn Walther P38.

Gwelladennoù a voe degaset d'an arm, hag ur stumm nevez anvet M3A1 a voe produet adalek miz Kerzu 1944. Daoust da se e chomas kudennoù abalamour da garger an arm, ha ne voe ket gwellaet[2]. War-dro 646.000 eus an daou stumm M3 hag M3A1 a voe produet betek fin ar brezel[1]. Ur stumm dezhañ ur reduer-son enbarzhet er c'hanol a voe savet ivez[3].

Implijet e voe an arm e brezelioù Korea pe Viêt Nam gant ar Stadunaniz. Skouerennoù 'zo a servijas da stourmerien an IRA. Pourveziet e voent d'ar strollad iwerzhonat asambles gant karabinennoù M1 er bloavezhioù 1950, a-drugarez d'ar rouedad kuzh aozet gant George Harrison[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) LE SANT Tanguy, Les armes du 6 juin 1944 et de la bataille de Normandie, e Gazette des Armes n°575, miz Even 2024, p. 41
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 216
  3. 3,0 ha3,1 (en) Silent but Deadly: The Suppressed M3 M3A1, war Small Arms Review, 01/12/2016 (lennet d'ar 06/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan