Llangollen
Llangollen zo ur gêr eus biz Kembre, e Sir Ddinbych. Emañ war lez ar stêr Dyfrdwy. Brudet eo abalamour d'he font kozh ha d'he eisteddfod sonerezh etrebroadel a vez aozet bep bloaz ha ma vez sonerien ha kanerien eus ar bed a-bezh.
Savet e voe ar pont brudet dreist ar stêr Dyfrdwy e 1345 gant John Trevor, eskob Llanelwy. E-kichen Llangollen emañ rivinoù kastell Dinas Brân.
Dont a ra anv Llangollen eus hini ur manac'h kembreat eus ar VIvet kantved, sant Collen, un anv a gaver ivez e lec'hioù all, evel Kolan (Colan) e Kerne-Veur ha Langolen e Breizh.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gruffudd Hiraethog (m. 1564), barzh kembraek.
- Huw Morus (Eos Ceiriog), barzh eus ar XVIIvet kantved, ganet e Llangollen moarvat.
|