Mont d’an endalc’had

Lizherenneg ar brezhoneg

Eus Wikipedia

Lizherenneg ar brezhoneg zo ul lizherenneg zo bet savet, ha kemmet meur a wech en istor, gant geriadurourien ha yezhadurourien.

Lizherennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er XVIIvet kantved e oa bet degaset al lizherenn c'h.
En XIXvet kantved e oa bet degaset implij a-vras al lizherenn k e-lec'h c ha q(u) ; betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak e hag i, aliesoc'h dirak n ("knech"), ha tost bepred evit ker ("kêr") hag un nebeud gerioù all[1].
En XXvet kantved e oa bet savet ar peurunvan, ha deuet d'e heul :
    • ar zh, ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo, er c'hoari skrabell da skouer ;
    • an , a vez gwelet evel ul lizherenn a-wechoù ;
    • ouzhpenn-se, er c'hantved-se ivez, e voe addegaset al lizherenn c.

Lizherenneg ar Gonideg e 1838

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo e 1838 er Grammaire celto-bretonne savet gant Yann-Frañsez ar Gonideg[2] hag a voe embannet kevret gant an Dictionnaire Breton-Français, gant ur rakskrid savet gant Kervarker.

Lizherenneg Ar Gonideg, 1838
A, B, K, D, E, F, G, H, CH, C'H, I, J, L, M, N, O, P, R, S, T, U, V, W, Z
  • Merkit n'eus Y ebet el lizherenneg-se. Hervez ar yezhadurour ez eus 6 vogalenn e brezhoneg : a, e, i, o, u ha w.


Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch c C'h c'h I i J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Lizeherenneg X3

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant X3 (Emil Ernod, Frañsez Vallée ha Meven Mordiern) e voe embannet e 1925 pevare kevrenn ar Sketla. Er bajenn 118 e lenner kement-mañ :

Da evesaat : urz al lizerennou er geriadur-man a zo an urz vrezonek : A B K… G H C’H CH I Y J L… bet heuilhet gand Ar Gonideg, gant Viktor Henry en e Lexique étymologique du breton moderne, gant F. Vallée en e Leçons élémentaires de la Grammaire bretonne, gand aozerien geriaduriou an Notennou hag ar Sketla I ha II. Dereatoc’h eo ouz ar brezoneg eged urz ar galleg. Salo m’en em glevfe an abreta ar gwella an holl c’heriaduriou vrezonek d’her mirout striz !

Lizherenneg X3, 1925
A B K D E F G H C'H CH I Y J L M N O P R S T U V W Z

An urzh ABK e 1947

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1947 e kaved ar memes lizherennoù en un urzh all e Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur bras ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch ch C'h c'h I i Y y J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Z z

An urzh-se ivez a veze kavet

Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ al lizherenneg a zo e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Favereau e 2011, hag abaoe ar bloavezhioù 1980.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b Ch c C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Met urzhioù all zo bet a-raok, hag a zo bet abaoe.


Ul lizherenn ouzhpenn, c, a zo bet lakaet e Geriadur an Here e 1995, hag an urzh a zo neuze:

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Geriadur an Here,
A a B b C c Ch ch C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Hep ch na c'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un urzh all zo c'hoazh, gant c met hep ch na c'h, e-barzh La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène Chalm.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Chalm,
A a B b C c D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet. Koulskoude ez eus bet kaoz da ober unan e Diwan, a vefe goulennet digant ar skolaerien implij. E 2023 n'eo ket graet c'hoazh

Embannet ez eus ul lizherenneg gant Bannoù-Heol, anvet Mil tamm lizherenneg Arzhig Du. [3]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, p. 118.
  2. Le Gonidec, Jean-François-Marie-Maurice-Agathe. Grammaire celto-bretonne. Paris : H. Delloye, 1838 p. 1.
  3. [1]