Lina Kostenko
Lina Kostenko | |
---|---|
Ліна Костенко | |
Lina Kostenko e 2006 | |
Ganedigezh | 19 a viz Meurzh 1930 e Rjychtchiv Raion Obouc'hiv, Oblast Kyiv Republik Soviedel Ukraina |
Broadelezh | Ukrainat |
Micher | Barzhez, skrivagnerez, kazetennerez, embannerez |
Luskad | Шістдесятники Bloavezhioù 1960 |
Remzad | 1957-bremañ |
Enorioù | Priz Broadel Chetchenko Lejion a Enor |
Lina Vasylivna Kostenko (ukraineg : Ліна Василівна Костенко), bet ganet d'an 19 a viz Meurzh 1930 e Rjychtchiv, Raion Obouc'hiv, Oblast Kyiv, Republik Soviedel Ukraina, zo ur varzhez, ur skrivagnerez, ur gazetennerez hag un embannerez ukrainat. Un disrannadez e oa bet da vare URSS.
E-touez diazezerien al luskad lennegezh "Bloavezhioù 1960" (Шістдесятники Chistdesyatnyky) e voe. Lakaet e vez da unan eus barzhed pennañ he bro, dre m'he deus azbevaet ar varzhoniezh ukrainek.
E 1967 e voe lakaet war listenn an dud kinniget evit Priz Nobel al Lennegezh (niv. 60)[1],[2].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Rjychtchiv war ribl an Dnipro, ur 60 km bennak er gevred da Gyiv, e voe ganet Lina Kostenko en un tiegezh kelennerien. E 1936, pa oa c'hwec'h vloaz, e tilojas he zud da Gyiv. E 1936 ivez e voe harzet he zad, a gomze daouzek yezh hag a gelenne hogozik an holl zanvezioù en ur skol, war zigarez ma oa un "enebour d'ar bobl" — « N'eo ho panniel ruz nemet evit spontañ an tirvi ! » a zisklêrias-eñ goude klevet e oa kondaonet da 10 vloaz toull-bac'h[3].
Adalek 1937 betek 1941 e voe skoliataet Lina Kostenko en Enez Trouc'haniv en Dnipro e Kyiv ; d'an 2 a viz Here 1943 e voe devet ar gêriadenn gant an nazied[4]. Goude echuet an eil derez ec'h eas da studierez en Ensavadur-kelenn Gorkyi e Kyiv kent kenderc'hel gant he studi en Ensavadur Lennegel Gorkyi e Moskov , ma voe diplomet e 1956[5].
Luskad Bloavezhioù 1960
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1950 hag a-hed ar bloavezhioù 1960, alese an anv, tud a oa bet ganet etre 1925 ha 1945 a gasas ul luskad sevenadurel ha politikel da heul Spurjadennoù Bras ((ru) Большая чистка Bolchaya tchistka) Jozef Stalin er bloavezhioù 1930 ha "diskorn C'hrouchtchov" ((ru) хрущёвская о́ттепель C'hrouchtchovskaya óttepel), ar mare ma voe skañvaet ar gwaskadur hag ar c'hontrollerezh[6]. Unan eus ar re gentañ eus an dud-se, hag unan eus ar re bennañ, e voe Lina Kostenko, gant he barzhonegoù ukrainek lourennek ha farlotet, enno bommoù yezh ar pemdez, pennlavaroù ha lavarennoù flemmus enep an aotrouniusted soviedel[5].
Goude he diplom e Moskov ec'h embannas tri dastumad barzhonegoù : Skinoù an Douar (1957), Gouelioù (1958) ha Kantreadennoù ar galon (1961), a reas berzh bras en Ukraina. Displijet e voe Moskov avat peogwir e tiskoueze soñjoù na oant ket kewir gant an ideologiezh soviedel ; ouzhpenn da se e pellae a-ratozh diouzh pennaennoù ar wirvoudelezh sokialour a oa lakaet da rekis gant ar Strollad Komunour. Rediet e voe ar varzhez da devel, pa nac'he plegañ da youl ar bennadurezh a damall he oberennoù — d'he zad e tenne Lina a-fet dizaon ha dibleg er stourm enep ar reizhiad soviedel. Goap a rae pa vez lavaret diwar he fenn e oa "emskiant ar vroad", "gwarez an divezouriezh", "an itron houarn", kement-se holl a-c'houde he oberoù[3].
- Stourm ouzh ar c'hontrollerezh soviedel
E 1961 e voe tamallet "anpolitikerezh" dezhi. E 1963, he dastumad Steredenn gevan a voe dilamet diouzh ar moullañ, ha berzet e voe lizherennañ an dastumad Priñs ar Menez ; e-keit-se koulskoude e veze troet hag embannet he barzhonegoù e Tchekoslovakia hag e Polonia. Ral a wech avat e kavent lennerien en Ukraina, nemet dre samvidav e vefe[7].
Er bloaz 1965 e sinas Lina Kostenko ul lizher evit sevel enep harzidigezh meur a ezel eus an intelligentsia ukrainat kent mont d'ar prosezioù e Lviv, ma vannas bleunioù d'an damallidi. Goude-se ec'h eas e darempred gant renerien ar gazetenn Жовтень (Jovten "Miz Here")[8] ha gant srivagnerien Lviv evit kinnig dezho sevel o mouezh da zifenn an damallidi. Ne gredjont ket ober, met goulenn a rejont evelato ma vefe lakaet an hini yaouankañ, Bohdan Mykolayovych Horyn (*1936), en e frankiz dindan kretadenn. Aner e voe, ha mantret e voe holl disrannidi ha disrannadezed Ukraina[3].
E miz Mae 1966 e voe skoret ar varzhez gant izili yaouankañ Unaniezh vroadel skrivagnerien Ukraina (Національна спілка письменників України) pa savas evit difenn he gwirioù ha re meur a skrivagner all. Bloaz goude e voe lakaet war listenn an dud kinniget evit Priz Nobel al Lennegezh[9].
E 1968, Lina Kostenko a skrivas ul lizher d'ar gelaouenn Ukraina Lennegel (Літерату́рна Украї́на Literatúrna Ukrayína) ma oa bet gwallvrudet ar politiker ukrainat disrannat Vyatcheslav Maksymovych Tchornovil (1937-1999). Chom hep embann he skridoù ha komz diwar he fenn a reas kazetennoù Ukraina soviedel e-pad meur a vloaz goude-se ; ret e voe dezhi labourat dre guzh hag embann dre samvidav.
E 1973 e voe lakaet war "listenn du" Sekretourva Poellgor-kreiz an Ideologiezh e Strollad Komunour Ukraina. Ret e voe dezhi gortoz man afe penn ar Sekretourva kuit e 1977 evit gallout embann he dastumad barzhonegoù [On the Banks of the Eternal River][5].
Un dekred a-ratozh digant Prezidiom Gward an Dispac'h Sokialour a aotreas e 1979 ma vefe embannet unan eus pennoberennoù Lina Kostenko, Marousya Tchouray (Маруся Чурай), un danevell istorel e gwerzennoù a-zivout ar sonaozer ukrainat mojennel Marous Tchouray (1625-1653), a oa chomet divrud e-pad c'hwec'h vloaz.
Ukraina zizalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 1991 e tilojas Lina Kostenko da dachenn verzet Tchornobyl war zigarez ma venne "gounez nerzh", en ur zizaliañ an dud da ober kement all. Goude marv he fried e 2000 e paouezas da skrivañ e-pad dek vloaz[3].
Goude bezañ bet dilennet da brezidant Ukraina e miz Genver 2005 e fellas da Viktor Andriyovych Yuchtchenko dereiñ ar vedalenn "Harozez Ukraina" da Lina Kostenko, a nac'has krak-ha-krenn dre ur bomm a chomas brudet : « Me ne wiskan ket bravigoù politikel. »[3]
E 2010, dek vloaz goude he levr diwezhañ (an dastumad Un dibab skridoù, 1989), e teuas a-zindan ar wask he romant kentañ, Notennoù ur sod ukrainat. Un droiad dre Ukraina a-bezh a oa bet raktreset da-heul, met paouez a reas trumm e Lviv evit abegoù amsklaer : bilhedoù a oa bet lakaet e gwezh padal e oa digoust an abadenn, pe feuket e oa bet ar skrivagnerez gant burutellerien a oa bet displijet gant al levr[3].
Da heul Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 e voe aotreet bommoù ukrainek hudur enep ar Rused er media ; displijet e voe Lina Kostenko, a zisklêrias war ar rouedadoù sokial : « Moarvat n'eus yezh ebet par d'an ukraineg er bed a-bezh. Un eostig eo ar yezh-se, pa ne ra an diaoul nemet divegiñ. »[10],[11]
Oberennoù Lina Kostenko zo bet troet en alamaneg, e belaruseg, en erzyeg, en estoneg, e galleg, en italianeg, e poloneg, e saozneg hag e slovakeg.
Ar varzhez he-unan he deus troet en ukraineg skridoù polonek ha tchekek.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dastumadoù barzhonegoù, war-bouez tri romant.
- 1957 : Проміння землі "Skinoù an Douar"
- 1958 : Вітрила "Gouelioù"[12]
- 1961 : Мандрівки серця "Kantreadennoù ar galon"
- 1963 : Зоряний інтеграл "Steredenn gevan"
- 1972 : Княжа гора "Priñs ar Menez"[13]
- 1977 : Над берегами вічної ріки "War ribl ar stêr beurbadus"
- 1979 : Маруся Чурай "Marousya Tchouray", romant
- 1980 : Неповторність "Unelezh"
- 1987 : Сад нетанучих скульптур "Liorzh an delwennoù dideuzus" • Бузиновий цар "Ar roue henañ"[14] • Вибране "An dilennad"
- 1994 : Інкрустації "Enskantadur"
- 1999 : Берестечко "Berestetchko", romant e gwerzennoù[15] • Гуманітарна аура нації, або Дефект головного дзеркала "Kelc'hienn denegour ar vroad, pe si ar melezour pennañ"
- 2010 : Гіацинтове сонце "Heol louzaouenn-ar-goukoug" • Записки українського самашедшого "Notennoù ur sod ukrainat", romant
- 2011 : Річка Геракліта "Stêr Herakleitos" • Мадонна перехресть "Kroashentoù ar Werc'hez"
- 2012 : Триста поезій – Вибрані вірші "Tri c'hant barzhoneg – Barzhonegoù diuzet"
- 1963 : senario ar film Перевірте свої годинники ("Gwiriit ho eurieroù") — Skrivet eo bet a-gevret gant ar senariour ukrainat Arkadiy Zac'harovyrch Dobrovolʹsʹkyy (1911-1969)diwar-benn barzhed ukrainat a oa marvet e-kerzh ar Brezel-bed kentañ. E 1964 e voe troet ar film, hogen biskoazh ne zeuas er-maez : kement e oa bet distummet, betek an titl nevez Хто повернеться — долюбить "Ned a zistroio – E blanedennn e vo", ma nac'has L. Kostenko bezaén anzavet evel aozerez.[16]
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1987 : Priz broadel Taras Chevtchenko Ukraina evit [Marusia Churay] hag an dastumad barzhonegoù [Originality][17]
- 1989 : Omelyan Foundation and Tatiana Antonovich Award[18]
- 2015 : an asteroid 2005 QC149 a voe adanvet 290127 LinaKostenko[19]
- Kelennerez a Enor e Skol-veur Vroadel Kyiv – Akademiezh Mohyla[20]
- Lejion a enor (Bro-C'hall) (2022)[21]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Lina Kostenko
- (fr) Journal d'un fou ukrainien. Paris : L'Harmattan, 2022 (ISBN 978-2-343-24835-6)
- (en) Wanderings of the Heart – Selected Poetry. University Park, Pennsylvania : Michael M. Naydan, 1990 (ISBN 978-0-8240-2999-9)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (uk) Barzhonegoù gant Lina Kostenko @ Pysar. Kavet : 24 Meu 24.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'The Guardian, 08/01/2018. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ (sv) Priz Nobel al Lennegezh. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 ha3,5 (uk) 'Lina Kostenko. Barzhez ar mare @ Українська правда Ukrayinska Pravda, 10/12/2018. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ (uk) Deizlevr L. Kostenko @ Головна Gordon, 02/10/2017. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 (en) 'Internet Encyclopedia of Ukraine'. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ (en) Zubok, Vladislav. Zhivago's Children – The Last Russian Intelligentsia. Cambridge, Massachussets : The Belknap Press of Harvard University Press, 2009 (ISBN 978-0-674-03344-3) • En-linenn. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ (uk) Самвидав, "emembann" ; eilet e veze ar skridoù berzet ha tremenet a zorn da zorn. Ne oa doare all ebet da ober an dro d'ar c'hontrollerezh, pa ranket bezañ enrollet evit gallout implijout ur vizskriverez pe lakaat er moull.
- ↑ Дзвін (Dzvin "Ar C'hloc'h") abaoe 1990.
- ↑ Gant ar Guatemalad Miguel Ángel Asturias ec'h eas ar Priz.
- ↑ (uk) « Мабуть чогось такого подібного в цілому світі немає. Мова солов’їна, а тьохкають чортзна-що. »
- ↑ (uk) Чи матюкаються солов'ї? Нецензурна лексика в часи війни "Ha kanañ a ra an eostiged ? Yezh hudur en amzer vrezel" @ Радіо Свобода "Radio Frankiz", 08/06/2022. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ Gouelioù ur vag.
- ↑ Berzet gant ar c'hontrollerezh soviedel ; Pantchenko, Volodymyr : (uk) 'Bogdan C'hmelnytskyy. Katarsiz.'. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ Evit ar vugale.
- ↑ Ur gêr ukrainek eo Berestetchko ; an nazied a redias Yuzevien kêr da vevañ en ur ghetto e 1941 kent lazhadegañ an holl anezho e 1942.
- ↑ (uk) "Lina Kostenko @ Biblos. Kavet : 24 Meu 24.
- ↑ (uk) Комітет з Національної премії України імені Тараса Шевченка "Poellgor Priz broadel Taras Chevtchenko Ukraina". Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ (uk) (en) Romanyouk, M. & Senik, I. ""Omelyan Foundation and Tatiana Antonovich: Materials for the history of the foundation. Letters, performances and lectures of Antonovich Prize winners (1998-2011) – Eil levrenn. Lviv & Washington, DC : Lviv National Library of Ukraine, 2012 (ISBN 978-966-02-6539-4)
- ↑ (en) 'Minor Planet Center'. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ (en) 'National University of Kyiv - Mohyla Academy'. Kavet : 25 Meu 24.
- ↑ Desk Russie