Kumuniezhioù emren Spagn
Kumuniezhioù emren Spagn | |
---|---|
Klikit war ar bannieloù da c'houzout hiroc'h. |
Seitek kumuniezh emren zo er Stad spagnol abaoe 1978, krouet goude ma oa bet diskaret diktatouriezh Francisco Franco ha sinet Bonreizh ar Rouantelezh parlamantel nevez. Un elfenn diazez eus reizhiad velestradurel ar Stad unvan digreizennet eo ar C'humuniezhioù emren. Pep a barlamant hag a c'houarnamant zo dezho, emren diouzh ar Stad evit a sell ouzh ar galloud resis bet roet da bep hini anezhe gant ar Stad, hogen disheñvel o emrenerezh hag o galloud hervez statud pep kumuniezh.
Difennet groñs eo gant Mellad 145 Bonreizh Spagn en em strollfe meur a Gumuniezh en un doare kevreadel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1979 ha 1983 e voe savet an holl Gumuniezhioù emren a-vremañ diwar ar rannvroioù kent all, ha serret e voe da vat e 1996 pa voe dregemeret Statud emrenerezh kêrioù emren Ceuta ha Melilla. Abegoù disheñvel a oa bet evit krouiñ Kumuniezh pe Gumuniezh.
- Diwar dizh e vo krouet Kumuniezhioù Andalouzia, Euskadi, Galiza ha Katalonia (anvet nacionalidades históricas, "broadoù istorel") a-drugarez d'un argerzh eeunaet.
- Krouet e voe Kumuniezhioù Aragón, Castilla y León, Castilla-La Mancha, Extremadura ha Comunidad Valenciana dezhe div Broviñs pe vuioc'h gante perzhioù istorel boutin.
- Krouet e voe Kumuniezhioù Islas Canarias (div Broviñs) hag Islas Baleares evel takadoù ezenek.
- Krouet e voe Kumuniezhioù Cantabria, Asturias, La Rioja ha Región de Murcia dezhe ur Broviñs pep hini nemetken.
- Ur Broviñs nemeti he deus Navarra ivez, bet savet diwar lezennoù ar Grennamzer anvet fueros e spagnoleg.
- Krouet e voe Comunidad de Madrid evit abegoù hag a denn d'an "interest broadel".
- Daoust ha ma n'int ket Proviñsoù zoken e oa bet kavet mat gant Parlamant Spagn reiñ da Ceuta ha Melilla ur statud emren ivez, deuet da vezañ kêrioù emren.
Competencias" eo anv spagnolek galloudoù pep doare melestradur. Da skouer, dindan beli ar Stad emañ an darempredoù etrebroadel, nerzhioù-difenn ar Stad (arme, morlu...), ar maltouterezh hag an tailhoù. Lod galloudoù (competencias transferidas) zo bet t reuzkaset da lad Kumuniezhioù ha n'eo ket d'an holl. En Andalouzia, Aragon, Asturiez, Kanariez, Kantabria, Katalonia, Valencia, Galiza, Madrid, Navarra hag Euskadi emañ mererezh ar justis dindan beli ar C'humuniezhioù emren keit ha m'emañ dindan beli ar Stad er C'humuniezhioù all.
Setu amañ "Kumuniezh emren" e yezhoù ofisiel pe genofisiel ar Stad spagnol :
- spagnoleg : Comunidad Autónoma (liester: Comunidades Autónomas, diverret CCAA)
- euskareg : Autonomia erkidego (liester: Autonomia erkidegoak)
- galizeg : Comunidade Autónoma (liester: Comunidades Autónomas)
- katalaneg : Comunitat autònoma (liester: Comunitats autònomes)
Hag e yezhoù ha rannyezhoù nann-ofisiel all :
- andalouzeg : Comuniá autónoma
- aragoneg : Comunidat autonoma
- asturianeg : Comunidá autónoma
Aozadur melestradurel ar C'humuniezhioù emren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meret e vez ar C'humuniezh emren gant pep a Statud Emrenerezh, degemeret gant ar Stad ha dindan beli Bonreizh Spagn atav.
Adwelet eo bet lod Statudoù Kumuniezhioù er bloavezhioù-mañ, da skouer hini Andalouzia ha hini Katalonia.
Pep Kumuniezh zo dezhi ur vodadenn lezennadurel (Parlamant), dilennet hec'h izili dre vouezhiadeg, hag ur C'huzul seveniñ (Gouarnamant). Dilennet e vez Prezidant ar Gouarnamant, karg uhelañ pep Kumuniezh hag he mouezh foran ofisel, dre vouezhiadeg.
Proviñsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E pep kumuniezh emren ez eus ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs.
Isrannet e vez ar Proviñsoù d'o zro e 8,111 kêr pe kumun en holl (e spagnoleg: municipio), live diazez ar gouarnamant lec'hel.
Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, Ceuta ha Melilla o anv.
Bez' emañ ivez enklozadur Llívia e departamant gall ar Pyrénées Orientales.
Roll ar C'humuniezhioù Emren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù emren | Yezhoù | Lec'hiadur | |
---|---|---|---|
Ceuta | spagnoleg (ofisiel) arabeg (nann-ofisiel) berbereg (nann-ofisiel) |
||
Melilla | spagnoleg (ofisiel) arabeg (nann-ofisiel) berbereg (nann-ofisiel) |