Kaozeal:Kumuniezhioù emren Spagn
Implij al liester en titl
[kemmañ ar vammenn]Goude ur sell ouzh ar wikioù all e kav din e c'hallfemp lakaat kumuniezh emren hepken: ne welan ket ar gerioù-se implijet evit un dra all. Bianchi-Bihan 10 Du 2009 da 16:01 (UTC)
- Gwelloc'h e kavfen mirout an anv sklaer a zo bremañ, war skouer ar pezh a lennan en un nebeud yezhoù all : cs:Autonomní společenství Španělska, cy:Cymunedau ymreolaethol Sbaen, da:Spaniens autonome regioner, de:Autonome Gemeinschaften Spaniens, el:Αυτόνομες Κοινότητες της Ισπανίας, en:Autonomous communities of Spain, eo:Aŭtonoma Komunumo de Hispanio, fr:Communautés autonomes espagnoles, fy:Spaanske regio's, ga:Comhphobail fhéinrialaitheacha na Spáinne. --Llydawr 10 Du 2009 da 16:51 (UTC)
- Gwelloc'h e kavan eeunaat, ha lakaat an anv berrañ ar gwellañ pa ne vez arvar ebet (hag amañ n'eus ket), hag evel e spagnoleg es:Comunidad autónoma ha yezhoù all Spagn. War a seblant e kav gwelloc'h ar yezhoù all mont da-heul ar saozneg, betek lakaat al liester e-lec'h an anv unan. Met ne ran forzh. Bianchi-Bihan 10 Du 2009 da 18:54 (UTC)
- Me gave din e oa bet tizhet un emglev o tennañ da implij al liester e titloù pennadoù evel hemañ. Pa vez kaoz eus sistem an c'humuniezhioù emren e vefe gwell amarteze lakaat e liester. Pa vez kaoz eus 17 kumununiezh emren ar Stad e vefe gwell marteze ober gant al liester. A-du e vefen-me diouzh ma zu kaout ur pennad nemetken o tenna´d'ar sistem hag oc'h envel pep hini eus ar c'humuniezhioù-se gantañ da titl al liester dre ma tennfe ar pennad da lies traoù hag o klotaat gant an emglev bet tizhet war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 10:41 (UTC)
- Kemmañ an destenn am eus graet rak n'eo ket kevatal "kumuniezh emren" da "rannvro". Implijet e veze "rannvro" da vare Diktatourizh Franco ha ne vez ket implijet nemeur hiziv. Diouzh an tu all ez eus "rannvroioù" ofisiel pe damofisiel (n'ouzon ket re..) e Unaniezh Europa, Galzia da skouer a zo e-barzh ar rannvro "Galiza-Norzh Portugal". Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 10:44 (UTC)
- Me gave din e oa bet tizhet un emglev o tennañ da implij al liester e titloù pennadoù evel hemañ. Pa vez kaoz eus sistem an c'humuniezhioù emren e vefe gwell amarteze lakaat e liester. Pa vez kaoz eus 17 kumununiezh emren ar Stad e vefe gwell marteze ober gant al liester. A-du e vefen-me diouzh ma zu kaout ur pennad nemetken o tenna´d'ar sistem hag oc'h envel pep hini eus ar c'humuniezhioù-se gantañ da titl al liester dre ma tennfe ar pennad da lies traoù hag o klotaat gant an emglev bet tizhet war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 10:41 (UTC)
- Gwelloc'h e kavan eeunaat, ha lakaat an anv berrañ ar gwellañ pa ne vez arvar ebet (hag amañ n'eus ket), hag evel e spagnoleg es:Comunidad autónoma ha yezhoù all Spagn. War a seblant e kav gwelloc'h ar yezhoù all mont da-heul ar saozneg, betek lakaat al liester e-lec'h an anv unan. Met ne ran forzh. Bianchi-Bihan 10 Du 2009 da 18:54 (UTC)
Kumunioù
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan ket tre ar frazenn-mañ: "". Petra a dalv "kumun" amañ? Bez' ez eus 315 concello (kumun) e Galiza nemetken hep mont pelloc'h.
- N'ouzon ket eus pe frazenn 'maout 'komz.
- Gwir eo e vez diaes komz eus melestradurezh Spagn gant ar gerioù zo e brezhoneg ha mat e vije kregiñ da renabliñ anezho e spagnoleg a-raok klask o c'hevatal e brezhoneg, ha marteze sevel pep a bennad diwarne. Mar komprenan mat eo rannet ar c'humunioù (municipalidad?) en iskumunioù (concello?) hag isrannoù all zo c'hoazh? Bianchi-Bihan 11 Du 2009 da 11:13 (UTC)
- Setu ar frazenn "111 kumun zo e Spagn." E galizeg d'an nebeutañ eo heñvelster "municipio" ha "concello" (="ayuntamiento" e spagnoleg), da lâret eo koulz "kêr" ha "kumun". N'ouzon ket penaos emañ an traoù e lec'h all er Stad. Met ne gomprenan ket tre da betra e ra dave ar "111 kumun"-se. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 16:04 (UTC)
- Kaer em eus klask bet ne deuan ket a-benn da gavout gant petra e klotafe ar 11 kumun-se. Gant "comarca" marteze, met 53 ez eus e Galiza nemetken (n'on ket aet da jediñ pet a zo en holl, met sur-mat ouzhpenn da 111...)Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 16:47 (UTC)
- Ur pennadig komark zo. Gerioù all: freguesia (parrez? met n'eo ket heñvel ar ster), merindad e Navarra. Bianchi-Bihan 11 Du 2009 da 18:51 (UTC)
- Luzietoc'h c'hoazh d'am soñj, rak n'on ket gwall sur e ra an hevelep ger "comarca" d'an hevelep tra atav eus an eil Kumuniezh d'eben. E Galiza e vez goulennet gant broadelourion 'zo (BNG) ma vefe anavezet ar "comarca" evel unvezh melestradurel naturel ar vro hag aozet e vez BNG hervez ar "c'homarkoù". N'on ket sur avat e vefe heñvel en Andalouzia pe e Katalonia, dreist-holl peogwir ez eus kalz muioc'h a gêrioù ("concellos") e Galiza evit e lec'h all (315 en holl) ha ret eo o c'hentrollañ evit gallout labourat en un doare efedus. Daoust ha m'eo ar "barrez" un unvezh o tennañ d'an iliz, e vez implijet e Galiza c'hoazh en un doare bourin a-walc'h eveit komz eus isrannoù ur gêr, diheñvel diouzh "barrio" hag a zo nevesoc'h ha/pe bihanoc'h ha nann-relijiel. Gwir eo ne denn ket ar pennad-mañ da C'haliza nemetken, met n'ouzon ket penaos emañ an traoù e lec'h all, daoust ha me gav din e c'hellfent bezañ disheñvel a-walc'h. Hag implijet e vez ar ger "freguesia" e Spagn? Me gave din e oa anezhañ ar ger imlijet e portugaleg nemetken evit komz eus ur gêr ("concello"/"ayuntamiento", h.a.) evit Nafarroa n'ouzon ket - met luziet e rank bezañ abalamour d'he status forel. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 20:01 (UTC)
- Ur pennadig komark zo. Gerioù all: freguesia (parrez? met n'eo ket heñvel ar ster), merindad e Navarra. Bianchi-Bihan 11 Du 2009 da 18:51 (UTC)
- Kaer em eus klask bet ne deuan ket a-benn da gavout gant petra e klotafe ar 11 kumun-se. Gant "comarca" marteze, met 53 ez eus e Galiza nemetken (n'on ket aet da jediñ pet a zo en holl, met sur-mat ouzhpenn da 111...)Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 16:47 (UTC)
- Setu ar frazenn "111 kumun zo e Spagn." E galizeg d'an nebeutañ eo heñvelster "municipio" ha "concello" (="ayuntamiento" e spagnoleg), da lâret eo koulz "kêr" ha "kumun". N'ouzon ket penaos emañ an traoù e lec'h all er Stad. Met ne gomprenan ket tre da betra e ra dave ar "111 kumun"-se. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 16:04 (UTC)
- Gwir eo e vez diaes komz eus melestradurezh Spagn gant ar gerioù zo e brezhoneg ha mat e vije kregiñ da renabliñ anezho e spagnoleg a-raok klask o c'hevatal e brezhoneg, ha marteze sevel pep a bennad diwarne. Mar komprenan mat eo rannet ar c'humunioù (municipalidad?) en iskumunioù (concello?) hag isrannoù all zo c'hoazh? Bianchi-Bihan 11 Du 2009 da 11:13 (UTC)
Stadoù kevreet ha peuzdizalc'h?
[kemmañ ar vammenn]Nec'het un tamm gant ar frazenn-mañ: "Evel stadoù kevreet ha peuzdizalc’h int". Hervez piv 'ta? Gwir eo eo kalz digreizennetoc'h Stad Spagn evit hini Frañs, met dindan beli ur Stad unvan emañ an holl Kumuniezhioù emren c'hoazh, ha gant broadelourion 'zo en un toullad anezhi e vez goulennet groñs lakaat ar stad da vezañ kevreel just a-walc'h. Kemmet ar frazenn neuze en ur glask he neptuekaat/reizhañ un tammig.Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 16:39 (UTC)
- Troet moarvat diwar ar galleg, da lavarout eo ur skrid eus ar wiki gall ma ouzer gwell eget nikun petra eo an emrenerezh. Mar dout prest da gas ar pennad da benn ez on prest da adlenn pizh ha da reizhañ tamm ha tamm. Bianchi-Bihan 11 Du 2009 da 17:14 (UTC)
- Mat eo din, met dousig ec'h aio an traoù ganin. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 18:46 (UTC)
- Eus ar c'hentañ. N'eus ket mall warnon. Bianchi-Bihan 11 Du 2009 da 18:49 (UTC)
- Mat eo din, met dousig ec'h aio an traoù ganin. Neal (Kaozeal) 11 Du 2009 da 18:46 (UTC)
Skeudenn(où) a vank
[kemmañ ar vammenn]Hervez Rummad:Pajennoù enno liamm torr war-zu restroù (sic) e vank 1 skeudenn da nebeutañ er bajenn-mañ.
Ne welan liamm torr ebet. — 2.14.48.101 18 Kzu 2014 da 21:07 (UTC)
- Banniel kêr Lugo a vanke ; e lakaet em eus ; meneg ebet ken e pajenn al liammoù torr. — Lagad Zoltec (kaozeal) 18 C'hwe 2018 da 19:00 (UTC)
Kartenn dilennus
[kemmañ ar vammenn]Lennusoc'h e oa ar gartenn d'an 28 MAE 2012, met fazius eo ar patrom, p'en em gav war tu kleiz ar bajenn ha re uhel warni ; dilennus eo ar gartenn abaoe an 11 MEZ 2012, pa oa bet klasket he lakaat war an du dehoù : aet eo ar gartenn, met chomet eo ar bannieloù hag ar menegoù en o lec'h orin. — Lagad Zoltec (kaozeal) 18 C'hwe 2018 da 19:00 (UTC)
- Skrid ar patrom "Kumuniezhioù emren Spagn" a grog dre al linenn {{Image label begin|image=Autonomous communities of Spain no names.svg|width={{{width|400}}}|float={{{float|none}}}}}, pa 'z eo bet troet diwar an hini saoznek.
- Mar lakaer an arventenn float da right e-lec'h none e teu ar gartenn da vout dilennus, ar pezh a oa bet graet d'an 11 MEZ 2012 gant gwir abeg.
- Aet on da welet ar patrom italianek : war an tu dehoù emañ ar gartenn hag ar menegoù, a-drugarez d'an urzh right.
- Reizhet em eus ar patrom brezhonek hag e beget er poull-traezh: dilennus ; e beget em eus er poulloù-traezh italianek ha sinaek : pep tra zo mat eno, kartenn vrezhonek war an tu dehoù gant ar menegoù hag ar bannieloù en o lec'h.
>> Hag ur gudenn a vije gant arventadur ar pajennoù e brwiki ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 18 C'hwe 2018 da 20:43 (UTC)