Komark
Neuz
Ur c'homark (comarca e kastilhaneg, katalaneg, galizeg ha portugaleg, comarque e galleg e Katalonia an Norzh) zo ur c'hornad-bro e Spagn ha Portugal, un tamm evel ur vro vihan e Breizh (Bro-Vigoudenn, Bro Pourlet, Poualed).
Dre e vent eo brasoc'h ar c'homark eget ur c'hanton ha bihanoc'h evit un arondisamant. Diazezet eo ar c'homark war an douaroniezh pe an istor pe an armerzh pe ar sevenadur, ur pennlec'h zo dezhañ, kêr ar stalioù pe ar marc'hadoù.
Dont a ra ar c'homarkoù eus kontelezhioù pe beskontelezhioù ar Grennamzer, en amzer impalaeriezh Karl Veur.
N'eus statud ebet d'ar c'homarkoù er rannvroioù emren e Spagn war-bouez en div vro-mañ:
Komarkoù zo a c'hall bezañ rannet etre meur a broviñs.
Kreizamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ar ger er broioù-mañ: