Mont d’an endalc’had

Kast

Eus Wikipedia
Kast
Levraoueg ar gumun hag an ti-kêr.
Levraoueg ar gumun hag an ti-kêr.
Anv gallek (ofisiel) Cast
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kastellin
Kanton Kraozon
Kod kumun 29025
Kod post 29150
Maer
Amzer gefridi
Jean-Jacques Gouerou
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 532 ann. (2020)[1]
Stankter 41 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 09′ 29″ Norzh
4° 08′ 18″ Kornôg
/ 48.158056, -4.138333
Uhelderioù bihanañ 44 m — brasañ 252 m
Gorread 37,66 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kast

Kast zo gumun e Bro-Gerne, e kanton Kraozon, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.

Eieniñ a ra ar Stêr Deir e Kast ha mont alese da Gemper.

  • Bernard Tanguy ː Cast, 1327, e-tro 1330, 1368 ; Castr, 1451 ; Castre, 1574.
  • Erwan Vallerie ː Cast, 1368 ; Castr, 1451 ; Cast, 1516, 1536 ; Castre, 1574.
Gerdarzh
  • Dauzat & Rostaing ː eus Kast, anv ur sant eus Iwerzhon.
  • Bernard Tanguy ː diasur eo an anv-se ; eus hini sant Kast, ur sant eus Iwerzhon ; gwelloc'h eo klask diwar castra ː kreñvlec'h.
  • Hervé Abalain ː marteze anv ur sant.

N'ez eus ket evit ar poent.

  • Mervel a reas 133 gwaz eus ar gumun, da lâret eo 5,40% eus ar boblañs e 1911,[4] abalamour d'ar brezel.
  • Mervel a reas pevarzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[6].
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun[7].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[8].

Hemolc'h sant Hubert

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hemolc'h sant Hubert zo ur monumant e mein kersanton eus ar XVIvet kantved. Savet eo dirak iliz Kast gouestlet da sant Jerom.

  • Ar vojenn : Hubert oa ur chaseour o heuliañ ur c'harv e koadoù an Ardenne da Wener ar Groaz. A-daol-trumm e welas ur groaz etre kornioù ar c'harv hag ur vouezh a glevas o tont eus an neñv hag o lavaret : "Hubert, pedavare e paouezi da chaseal loened er c'hoadoù hag e soñji e salvidigezh da ene ? ". Ar burzhud-se e lakaas da gemmañ kredenn. Sant-paeron ar chaseourien eo sant Hubert.
  • An tudennoù zo gwisket gant dilhad e giz mare an Arginivezlezh.
  • Ar c'harv zo sonn ha lidus, gant ar groaz etre e vrankoù. Er sevenadur keltiek, ar c'harv, anvet Cernunnos ha Kerno, an doue kornek, zo un hanterour etre an douar, an neñv hag ar vuhez peurbadel.
  • Sant Hubert zo o pediñ, ur glin war an douar, e zaouarn juntet, e zaoulagad goursavet o sellet ouzh an neñv.
  • Dirak sant Hubert ez eus daou gi zo o sellout ouzh ar c'harv.
  • Ar floc'h hag ar marc'h zo oc'h ober war dro ar marc'h a-dreñv sant Hubert.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  3. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 43 ha 44.
  4. Memorial Genweb
  5. Memorial Genweb
  6. Memorial Genweb
  7. Memorial Genweb
  8. Memorial Genweb