Karta Sevenadurel Breizh
Karta Sevenadurel Breizh a zo ur skrid bet sinet d'ar 4 a viz Here 1977, gant ar Republik c'hall, gant an Établissement public régional de Bretagne (anv ar rannvro er skrid) ha kuzulioù-departamant Aodoù-an-Hanternoz (hiziv an deiz Aodoù-an-Arvor), Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Morbihan ha Liger-Atlantel. Evit ar wech kentañ ez eo anavezet ez ofisiel "personelezh sevenadurel" Breizh hag ar pal a zo derc'hel dezhi. Aotreet e oa bet ar pennaenn-se gant Prezidant ar Republik Valéry Giscard d'Estaing hag ofisielaet d'an 8 a viz C'hwevrer e-pad ur brezegenn e Ploermael, o respont d'ur c'hoant eus ar Vretoned. E 1978 eo krouet Kuzul sevenadurel Breizh hag e 1981 Skol-Uhel ar Vro gant Kuzul Rannvroel Breizh ha Kuzul-departamant Liger-Atlantel, an aozadurioù nevez-se a gemer plas ar Garta.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Collectif, Toute l'histoire de la Bretagne, Skol Vreizh, Montroulez, 1997, (ISBN 2911447093)
- Francis Favereau, Bretagne contemporaine, culture, langue, identité, Skol Vreizh, MorlaMontroulezix, 2005, (ISBN 2911447727)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |