Kuzul Sevenadurel Breizh
Kuzul Sevenadurel Breizh a zo ganet diwar sinadur Karta Sevenadurel Breizh e 1977. Liammet dre genemglev gant rannvro Breizh, ar c'huzul sevenadurel a laboure er pemp departamant (Rannvro velestradurel ha Liger-Atlantel). Bez e oa ennañ er penn kentañ:
- 2 dileuriad eus ar c'huzul armerzhel ha sokial
- 15 dileuriad eus pemp kuzul departamant Breizh
- 10 dileuriad eus ar c'hêrioù en tu-hont da 30 000 a annezidi (2 dre zepartamant)
- 4 frezidant skol-veur (Roazhon 1, Roazhon 2, Naoned, Brest)
- 1 dileuriad eus Skol-Uhel Ar Vro
- 1 dileuriad eus Ajañs Sevenadurel Breizh
- 4 den brudet ha barrek war ar vuhez sevenadurel
- 56 a gevredigezhioù ha kevreadoù a labour e tachennoù liesseurt evel ar Brezhoneg, ar Sonerezh, an Dañs, ar C'hoarioù hengounel, ar Mediaoù pe an Arzoù Plastek. Bodet ez eus neuze tost da 10 000 den, da skouer Diwan, Dihun ha Div Yezh, Skol An Emsav, Skol Ober, Stumdi, DAO, Bodadeg ar Sonerion, Kendalc'h, War 'l leur.
Palioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labourat a rae evit anaoudegezh sevenadur Breizh ha ledanoc'h evit al liested sevenadurel, digoradur hag an eskemmoù etre-sevenadurel e Breizh, e Frañs, en Europa hag er Bed a-bezh. Ober a ra al liamm etre an dilennidi hag ar bed kevredigezhel war teuliadoù sevenadurel pouezus (kelennadurezh ar brezhoneg, ...). Hetiñ a rae KSB adkempouezadur budjedoù sevenadurel ar Stad davet ar rannvroioù pe c'hoazh peurwiriekadur feurioù-skrid etrebroadel evit gwirioù sevenadurel ha yezhel gant Stad Frañs.
Oberiantizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a rae KSB war-dro pevar ahel: ul lec'h evit eskemmañ titouroù ha kenaozañ etre an dilennidi hag ar c'hoarierien sevenadurel eo, degemennour c'hoant strollel ar bed sevenadurel eo e-kichen ar bobl hag ar velestradurezh ha kinnig mennozioù evit politikerezh sevenadurel e Breizh, e komisionoù diabarzh, sevel a rae danvezioù evit an diorroadur sevenadurel, skoazellañ a rae intruduoù e-kichen azgoulennoù a-zivout.
Kemer a rae perzh e Nevezamzer ar Brezhoneg hag aozañ a rae e Skol-Veur Hañv. Ober a rae studioù diwar diorroadur ar c'hleweled e Breizh. Kenembannet en deus ul Levr Gwenn,Ur sevenadur breizhek evit an XXIvet kantved, hag embannet al levr Livre Noir de l'enseignement du Breton pe c'hoazh Annuaire des dessinateurs de Bretagne. Aozañ a rae oberoù evit ar re yaouank :
- Skol-Veur Yaouankiz Breizh (gant kuzul rannvro Breizh) abaoe 2000 : sevenadur, diorroadur lec'hel ha rannvroel, teknologiezhoù nevez, ... e stumm breudoù, stalioù-labour, sonadegoù,
- emgavioù yaouankiz Breizh
- devezhioù stummañ.
Krouet en deus Tiez Hor Bro. Skourr Breizh Burev Europa ar yezhoù nebeut implijet e oa, ha kemer a rae perzh pep bloaz e devezh Europat ar Yezhoù. Kemer a rae perzh ivez e [[Emgav ar yezhoù ha sevenadurioù ranvroel pe bihanniver hag a vod bep bloaz tud e karg eus ar sevenadur en un dek rannvro bennak° Aozañ a rae breudoù ha kollokoù war ar yezhoù bihanniver.
Kemeret eo bet e blas gant Kevre Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet oa Kuzul sevenadurel Breizh (kevredigezh hervez lezenn 1901) da vezañ ur gengevredigezh o vodañ an darn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù a labour war dachenn sevenadur Breizh.
Pa grouas ar C'huzul rannvro ur bodad aliañ anvet "Kuzul Sevenadurel Breizh" e miz Gouere 2009 e voe ret d'ar gevredigezh kemm. Divodet e voe ha krouet e voe en he flas ''Kevre Breizh''. Tangi Louarn a oa prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh (kengevredigezh) a zo prezidant ''Kevre Breizh'' abaoe 2009. Chom a ra palioù hag oberiantizoù Kevre re ar gengevredigezh kozh.
Kuzul Sevenadurel Breizh, bodad aliañ ar C'huzul rannvro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](da sevel...)
Da welet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Appel: "La Bretagne, c'est la vie"
Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |