Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?
Frañs
[kemmañ ar vammenn]Me a gav din e vefe gwelloc'h ober gant Frañs, ur ger berr hag a-vremañ. Pa lennan Bro C'hall e seblant din e vez kaoz eus Gaule. Kouign-amann 28 Mez 2010 da 15:05 (UTC)
Roet eo bet lañs d'an diviz. Notennig evit ar c'hentañ gwech : derc'hel soñj eus istor ar voutailhad Champagne. Kouign-amann 28 Mez 2010 da 16:43 (UTC)
- Evit a sell an etimologiezh n'en deus ar galleg Gaule netra da welet gant ar brezhoneg Bro-C'hall. E brezhoneg e vez graet gant Galia evit ar c'hentañ. Gwir eo ivez ez eo anavezet mat an anvadur Frañs hag ivez Frañsizien evit an dud (kalz rouesoc'h eo an unander avat). Er yezh pobl e talvez alies Gallaoued kement ha tud Breizh-Uhel hag ar Broioù Krec'h, da lavaret eo ar re a gaoze galleg en un doare hengounel. Ma c'houlennit digant ar memes re, "petra int?" e lavarint ez int Frañsizien, ha neket Gallaoued.--Trec'hlid mitonet 28 Mez 2010 da 16:19 (UTC)
- Pa vo dibabet, n'ouzon ket ha ret e vo dibab hervez doare poblek implij ger pe c'her. Ma vije graet hervez an doare poblek, anat dimp ne vije ket pennadoù evel Hyacinthoides non-scripta, na kantadoù a re all, ne vije ket anvioù e latin nag e yezhoù all, met gwelet e vije Afrik, Sardaign, Palestin (hervez Buhez ar Sent) e-lec'h Afrika, Sardinia, Palestina ha ne vijemp ket o komz eus holloueziadur. Kant abeg zo d'ober un dibab, met politikel e vo an dibab-mañ evel ar re all. Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 06:58 (UTC)
Arguzenniñ
[kemmañ ar vammenn]N'on ket kendrec'het gant ur ger berr hag a vremañ, ha spi am eus e vo divizet gant arguzennoù gwelloc'h, ma'z eo gwir emaomp oc'h ober war-dro un holloueziadur, gant ur spered holloueziadurel evel-just, rak ar yezh n'eo ket un afer a vremañ na diouzh ar c'hiz. Ma kaser pelloc'h an arguzennoù-se, setu pezh a weler:
- Bro-C'hall zo hir, div silabenn, pegen skuizhus!
- Bro-C'hall zo kozh, pegen kozh! peogwir e oa e-barzh Barzaz Breiz , ur c'hozh machin kozh, war baper pichoñs!
Keit m'emaomp ganti, kinnigoù all:
- skarzhañ ar gerioù Gall ha galleg eus ar brezhoneg, evel anvioù-lec'h hag anvioù-tiegezh rak n'int ket a vremañ a-walc'h,
- lakaat Le Français e-lec'h kement Le Gall zo, cheuc'hoc'h,
- skarzhañ ar ger Galia, eus ar wikipedia, evit lakaat Gaule, evit klotañ gant ar seblantoù, ha gant ar galleg kement hag ober,
- skarzhañ fr:Galles eus ar galleg, re dost d'ar ger Gaule, ur vezh.
Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 16:22 (UTC)
- Mat eo kaout fent, ha gellout eskemm, gant ma ne vo ket fent dismegañsus pe goapaus hag a lakfe an diviz da vreinañ. Mar plij ha trugarez --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 18:45 (UTC)
- Ne gomzin ket eus fent amañ, ur gaoz ne vo ket emglev warni gwech ebet. Klasket em eus tennañ kentel eus an arguzennoù roet da lenn. Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 23:15 (UTC)
Patromoù ha rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Ur goulenn a-bouez a-walc'h eo evit gellet labourat dreist-holl war ar rummadoù hag ar patromoù. D'am soñj eo sklaer a-walc'h evit an dud ez eo kevatal Frañs da Vro-C'hall (d'ar "France" gallek neuze), ma ne fazian ket, gant ar re a implij an daou c'her-se hiziv an deiz. Kavout a reer rummadoù gant Frañs ha re all gant Bro-C'hall (memes tra evit ar patromoù), mat e vije unvaniñ an traoù. Ur wech dibabet unan eus an daou e c'hellfe chom memestra ar ger all er pennadoù. Betek-hen e implijen Frañs peogwir e oa bet savet ar rummadoù gant ar ger-se, met kavout a rafen gwelloc'h ober gant ar gerioù Bro-C'hall, gallaoued ha galleg ivez.--Gwendal 28 Mez 2010 da 18:01 (UTC)
- Bro-C'hall pe Frañs n'ouzon ket re c'hoazh, met gwir eo e seblant din a-bouez, ha ret zoken, lakaat ur reolenn evit an doare da envel ar rummadoù hag ar patromoù d'an nebeutañ. Evit ma 'vefe unvan an doare d'ober, hag evit ma 'vefe ur gwir rouedad rummadoù liammet kenetrezo ha n'eo ket dasparzhañ pennadoù gant ul liamm etrezo e 2 rummad gant an diforc'h nemeti o vezañ Bro-C'hall/Frañs. --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 18:49 (UTC)
Dibaboù
[kemmañ ar vammenn]- Dibab A: Gall, galleg, Bro-C'hall
- Dibab B: Frañsad, frañseg, Frañs
- Dibab Ch: evel a garer
Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 18:09 (UTC)
Douaroniezh
[kemmañ ar vammenn]- Un tamm kaoz amañ: Kaozeal:Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Ur skouer eus an aon da implij an anv-gwan gall evit treiñ françaises e-barzh fr:Terres australes et antarctiques françaises. Er yezhoù all: de:Französische Süd- und Antarktisgebiete,en:French Southern and Antarctic Lands, es:Tierras Australes y Antárticas Francesas
Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 23:24 (UTC)
Emzalc'h e-pad an diviz
[kemmañ ar vammenn]Fur, seven ha dereat e vefe moarvat a-berzh ar berzhidi chom hep mont da cheñch ar pennadoù war ar c'hraf-mañ e-pad an diviz [1].--Trec'hlid mitonet 29 Mez 2010 da 07:46 (UTC)
- Kemm eo ar reolenn er wikipedia betek-hen, hag ur reolenn fur, seven ha dereat, a gavan. Un dlead eo kemm ur fazi betek-hen. Ma fell da unan bennak kemm ar reolenn-se e c'haller kaozeal bepred. Rak me gav din eo ur fazi treiñ fr:République française (en:French Republic) (es:República Francesa) gant Republik Frañs (troienn nevez-flamm-flimin e brezhoneg, din da c'houzout), pa vez graet gant Republik c'hall abaoe amzer Gwalarn da vihanañ. Reishoc'h e vije Republik frañsez. Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 08:07 (UTC)
- N'eo ket un dra erbedet kaer e brezhoneg lakaat anvioù-gwan e-lec'h anvioù-kadarn (cf Pobl Vreizh e-skoaz "Peuple breton", Stad Roazhon (ha neket "Stad roazhonat") e-skoaz "Stade Rennais"). Ar yezhoù keltiek all a ra kemend-all: e kembraeg Gweriniaeth Ffrainc (ha neket Gweriniaeth Ffrengig), en iwerzhoneg Poblacht na Fraince (= Republik (ar) Frañs).--Trec'hlid mitonet 29 Mez 2010 da 10:57 (UTC)
Gall hag all
[kemmañ ar vammenn]- Dizemglev zo war an doare da dreiñ? Un dra ordinal e n'eus forzh peseurt yezh, keta? Met n'afen ket da gemer ar yezhoù all evel skouer atav evit gouzout penaos e ranker lavarout hiziv traoù hag a vez lavaret abaoe pell e brezhoneg: pa vo ret klask traoù nevez e brezhoneg e vo abred a-walc'h.
- Petra eo an abegoù da lavarout Pobl Vreizh (ouzhpenn an dibab politikel) ha stad Roazhon? : n'eo ket anavezet an anv-gwan gant ar yezh-pobl. Met da gentañ-penn n'omp ket o plediñ gant ar yezh-pobl amañ (he lec'h zo dezhi a-hend-all, ha degemer dezhi e pep pennad ), gant un holloueziadur ne laran ket, un holloueziadur hag a anavez ar gerioù brezhon ha breizhat, gall ha saoz, stadunanat ha danat. Ma'z eo evit diskenn live ar wikipedia e-skoaz ar yezhoù all e vo graet hepdon.
- Ma ne blij ket ar ger gall (na galleg ivez) , n'eus nemet goulenn skarzhañ ar pennad Inizi Gall .
- A-hend-all ez eus ur pennad gall e Geriadur an Here, hag a veneg an Dispac'h gall (ha ma kavan si en droienn n'eo ket er ger gall emañ). Siwazh n'eo ket hir a-walc'h evit komz eus gwir gall, lennegezh c'hall, gouarnamant gall, stad c'hall, ha me oar. Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 11:43 (UTC)
- Gwechall e ouie ar vrezhonegerien e rankent ober o amzer-soudard en arme c'hall da zifenn an impalaeriezh c'hall. Ha ne veze ket laret arme Frañs. 92.158.209.23 30 Mez 2010 da 12:51 (UTC)
Diwar ar bajenn Pajennoù da nullañ
[kemmañ ar vammenn]diezhomm, ur rummad skrivagnerien Frañs a zo dija.--Gwendal 24 Meu 2009 da 16:58 (UTC)
- Goullonderet e oa bet ar rummad gant Benoni. Din e vije bet ret goullonderiñ ar pennad all. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2009 da 08:08 (UTC)
- . A-raok diverkañ e kavan gwell gortoz ali ar re all evit a sell ouzh eilpennañ an eil rummad hag egile pe get. Neal (Kaozeal) 7 Mae 2009 da 11:29 (UTC)
- Me 'zo a-du evit ma 'vefe eskemmet ar rummadoù, poellekoc'h e kavan. Ha neuze ma vefe skarzhet "skrivagnerien Frañs". --Y-M D 8 Mae 2009 da 18:21 (UTC)
- Ar rummad-mañ pe egile a zo mat din, met ket an daou asambles.--Gwendal 8 Mae 2009 da 20:42 (UTC)
- Boas on da lakaat kemm etre Frañs, ar Stad m'emaomp, gant Breizh e-barzh neuze, ha Bro-C'hall, ent etimologel bro ar C'hallaoued, gant Breizh er-maez an taol-mañ neuze. Ma'z eer diouzh se e vefe tu da gaout daou rummad, unan ledanoc'h eget egile. --Fulup 30 Her 2009 da 17:10 (UTC)
- Kompren a ran an doare o peus da zispartiañ an traoù met n'eo ket an implij am eus me merzhet. An dud a glevan me a ra dre vras gant Bro-C'hall evit an eil pe egile. --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 13:50 (UTC)
- Graet 'vez ivez gant ar rummad:skrivagnerien Breizh, neuze skarzhañ ar rummad:skrivagnerien Frañs ha derc'hel Rummad:Skrivagnerien Bro-C'hall. Tu 'zo goulenn digant ur bot ober al labour.--Gwendal 18 Meu 2010 da 09:03 (UTC)
- Kompren a ran an doare o peus da zispartiañ an traoù met n'eo ket an implij am eus me merzhet. An dud a glevan me a ra dre vras gant Bro-C'hall evit an eil pe egile. --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 13:50 (UTC)
- Me 'zo a-du evit ma 'vefe eskemmet ar rummadoù, poellekoc'h e kavan. Ha neuze ma vefe skarzhet "skrivagnerien Frañs". --Y-M D 8 Mae 2009 da 18:21 (UTC)
- . A-raok diverkañ e kavan gwell gortoz ali ar re all evit a sell ouzh eilpennañ an eil rummad hag egile pe get. Neal (Kaozeal) 7 Mae 2009 da 11:29 (UTC)
- Boas on d'ober evel Fulup, setu e c'hellfemp rummañ ar rummadoù skrivagnerien Breizh, skrivagnerien Bro-C'hall, ha marteze ivez skrivagnerien Gwadaloup, skrivagnerien Okitania,... er rummad skrivagnerien Frañs. --Yun (kaozeal) 18 Meu 2010 da 09:24 (UTC)
- A-du gant Gwendal. Biskoazh em buhez n'em eus graet gant ar ger Frañs (gant piv e vez implijet?), na dre gomz na dre skrid. Tour de France pe Tro Bro-C'hall du-mañ. Bianchi-Bihan 18 Meu 2010 da 09:45 (UTC)
Kaozeal:Tro Frañs 2010
[kemmañ ar vammenn]*Setu amañ da-heul un eskemm hag a zo bet war ar bajenn Kaozeal:Tro Frañs 2010 :
Ha me marc'hhouarner abaoe ma oad tenerañ er c'hantved kozh , ha kustum da gomz eus se e brezhoneg abaoe pell, n'anaven betek-hen nemet Tro Bro-C'hall hag an Tour de France (evel ar Vuelta, ar Giro). Piv 'ta a ra gant Tro Frañs en hon c'hantved nevez? Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 10:09 (UTC)
- Evit gouzout e c'heller bepred ober un tamm googleata hag e vo kavet [2].--Trec'hlid mitonet 5 Gou 2010 da 11:44 (UTC)
- Muioc'h a "Tro Bro-C'hall" a vez kavet.845.--Gwendal 5 Gou 2010 da 11:49 (UTC)
Mat e vije gwelout pegen kozh eo Tro Frañs. Evit Tro Bro-C'hall a vez klevet gant tud zo en RBI :[ http://sites.radiofrance.fr/chaines/france-bleu//?nr=1100d02afd707acb2d3799ba04178160&d786f1dae5f1abafa43db7cc6b9346eb_info_mode=infos&info_date=2010-07-03&info_tab=141878&info_refresh=on] Gant tud kozh ha ne gomprenont ket n'int ket modern moarvat. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 12:58 (UTC)
- Goulennet ez poa daoust ha graet e vez gant ar stumm-mañ-stumm en hor c'hantved-ni, setu tout. Diskouezet zo bet e oa eus an daou stumm ha mat pell 'zo, ha Tro ar Frañs ivez war ar marc'had gant ur radio [3], en deskadurezh [4]. Ha m'en deus ar wikipeder-mañ-wikipeder dibabet ar stumm-mañ-stumm n'eo ket gwall afer, hag adkasoù a c'hall bezañ graet diboan.--Trec'hlid mitonet 5 Gou 2010 da 13:25 (UTC)
Ober ur goulenn ne vir ket a ober ur goulenn all, en ur gaozeadenn. N'on ket souezhet o welout Frañs en un program ofisiel gall e galleg. Un tammig muioc'h o welout ar Frañs gant Radio Kerne. To be poblek, michañs. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 13:36 (UTC)
Tro Bro-C'hall
[kemmañ ar vammenn]Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn zo skrivet tost e pep lec'h, nemet evit Tro Frañs 2010 . Goulenn a ran e vefe an anv nemetañ evit an holl bennadoù. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2010 da 05:33 (UTC)
Dieub
[kemmañ ar vammenn]Un evezhiadennig: Skrivet eo: Pep implijer a zo dieub da implij ar stumm hag a fell, da lavaret eo pe Bro-C'hall pe Frañs.
- Dre abegoù brezhonek n'haller ket kinnig ar frazenn-se en ur votadeg.
- Ma c'haller brezhonekaat anezhi en un doare dereat, eo ret kompren e talv e c'hallo pep hini krouiñ rummadoù evel ma kar: Rummad:Skrivagnerien Bro-C'hall, an hini nemetañ a ran gantañ, ha Rummad:Skrivagnerien Frañs. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2010 da 18:08 (UTC)
Goulennoù
[kemmañ ar vammenn]A-raok votiñ e ranker en em c'houlenn peseurt ster a roomp d'ar gerioù Frañs ha Bro-C'hall hag eus petra hon eus ezhomm. Kavout a reer an daou c'her e brezhoneg, a-gozh : n'eus nemet teurel ur sell ouzh Geriadur Istorel ar Brezhoneg evit gwelet eo testeniekaet mat an daou en hor yezh. Ar gerioù "Gallaoued" ha "Frañsizien" zo gerioù brezhonek ivez. Ha ma n'eus ket gerioù deveret evel "frañseg", ne brou netra : n'emañ ket ar gerioù "suiseg" ha "belgeg" e brezhoneg ha koulskoude emañ ar gerioù "Suis" ha "Belgia". Daoust hag ar memes ster a vez roet gant an holl d'an daou c'her "Frañs" ha "Bro-C'hall" ? Se n'eo ket sur. E levrioù istor ha douaroniezh TES e welan e reer gant Frañs evit ar "C'hwec'hkorn" (Istor-Geografiezh, 6vet, p. 242 : "ar c'h-Côte d'Azur, e Gevred Frañs"), tra ma reer amañ e Wikipedia, gant Bro-C'hall evit se, e degouezhioù zo (ar pennad Var zo renket er "Rummad:Stêrioù Bro-C'hall" da skouer) ha gant Frañs e degouezhioù all (kumunioù ar Bouches-du-Rhône zo renket e-touez Kumunioù Frañs). An dra-se hon eus da sklaeraat ivez : daoust ha renket e vo ar pezh a denn da Vreizh e rummadoù ledanoc'h a denn da Vro-C'hall ? --Llydawr 21 Gwe 2010 da 16:47 (UTC)
- Evit respont d'ar goulenn diwezhañ: en ur wikipedia brezhonek, ne welan ket perak e rafemp. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2010 da 18:03 (UTC)
- Un toullad traoù souezhus a vo kavet, se zo sur: evel ar Rummad Kumunioù Frañs en ur Rummad:Douaroniezh Bro-C'hall. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2010 da 18:06 (UTC)
- Evidon eo Frañs=Bro-C'hall=France, met da ziwall a zo: n'am eus daveen ebet evit prouiñ kement-se, un ali eo. Evidon lakaat Breizh er rummad Bro-C'hall pe Frañs a zo un doare melestradurel da welet an traoù (an hini gall, ofisiel; ar pezh n'eo ket gwir en hor wiki: lakaet 'vez da skouer anvioù kumunioù Breizh gant un anv e brezhoneg, ha padal n'int ket ofisiel); da laret eo rummadiñ gant ar Stadoù nemetken, lakaet da vezañ ofisiel ganto o-unan. Rummadoù zo gant pennadoù enno renket hervez ar broioù, resisoc'h eo an doare-se d'ober d'am soñj.--Gwendal 21 Gwe 2010 da 18:36 (UTC)
- Alies em eus bet gwelet tud o tont da lavarout dimp "wikipedia n'eo ket ur geriadur", hag e brezhoneg e c'hoarvez alies e vije daou c'her (pe muioc'h ) da lavarout ar memes tra (evn/labous, beure / mintin, chal/lanv, ha nouspet hini all, Treger / Bro-Dreger ): n'haller ket ober ur pennad evit pep ger, neuze e ranker dibab unan, hag e-lec'h ur rummad:laboused e oa bet dibabet rummad:evned a gredan, ha ma'z eus daou ez eus unan a re. Ne lavaran ket n'eus ket eus ar ger Frañs, lavarout a ran n'eus ket ezhomm anezhañ er wikipedia. Ur ger Frañsizien zo, an hini nemetañ anavezet gant ma zud, met ma reomp gant Gallaoued, n'eus ket ezhomm anezhañ ken amañ. Ar gerioù frañses ha frañseg a zo anezho, a implijan a-wechoù gant tud all, ha belgeg, suiseg, stadunaneg ivez, ha magiareg a laran e-lec'h hungareg, evel ma vez lod o lavarout izelvroeg e-lec'h nederlandeg pe ar c'hontrol, n'em eus soñj ken: n'eo ket evit se o lakfen holl er wikipedia, ha da vihanañ evel anvioù rummadoù, rak n'eo ket ur geriadur hervez am eus komprenet. Rummadoù zo evel Rummad:Stêrioù Bro-C'hall, ha me gred em eus krouet un toulladig anezho, ha n'int ket bet implijet gant kalz tud, ouzhpenn din ha da daou pe dri all. Karout a rafen derc'hel d'ober ganto. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2010 da 19:08 (UTC)
- Ar pezh a zo bet meneget gant Llydawr a zo un lodenn eus an diviz a zo da gaout. Ha marteze ez eus ur c'hinnig ouzhpenn d'an 3 all d'ober : An diforc'h etre Bro-C'hall ha Frañs... Da welet ha da ginnig.
- Alies em eus bet klevet an dud a implije an daou c'her oc'h ober un diforc'h ideologel etre an daou, "Bro-C'hall" o vezañ tiriad ar republik war-bouez Breizh, ha "Frañs" o vezañ implijet evit ar Stad C'hall a-bezh, Breizh enni. Me avat ne ran diforc'h ebet, ha n'implijan nemet unan. Ne welan ket da betra mont da blantañ daou c'her e rann brezhonek wiki, kement hag ober e vefe ken aes ober gant an hini a vez anavezet e zeverañ gant ar brasañ niver (i.e. Gall, Bro-C'hall, hag all (pe ha gall?), kentoc'h eget frañsek, frañseg ha me-oar-me, rouesoc'h o implij). Ma ne fell ket deomp diskleriañ ez eus unan gwelloc'h eget egile e vo ret mat kavout kriterioù all.--Moran 12 Her 2010 da 01:52 (UTC)
- An dibab ne vo ket gouzout ha reizh eo unan hag egile direizh, met divizout peseurt hini a vo dibabet evit aozadur Wikipedia vrezhonek. Evel ma 'oa bet graet gant Geografiezh ha Douaroniezh. A galon --Y-M D (kaozeal) 22 Gwe 2010 da 15:48 (UTC)
- Ar pezh a zo bet meneget gant Llydawr a zo un lodenn eus an diviz a zo da gaout. Ha marteze ez eus ur c'hinnig ouzhpenn d'an 3 all d'ober : An diforc'h etre Bro-C'hall ha Frañs... Da welet ha da ginnig.
- Alies em eus bet gwelet tud o tont da lavarout dimp "wikipedia n'eo ket ur geriadur", hag e brezhoneg e c'hoarvez alies e vije daou c'her (pe muioc'h ) da lavarout ar memes tra (evn/labous, beure / mintin, chal/lanv, ha nouspet hini all, Treger / Bro-Dreger ): n'haller ket ober ur pennad evit pep ger, neuze e ranker dibab unan, hag e-lec'h ur rummad:laboused e oa bet dibabet rummad:evned a gredan, ha ma'z eus daou ez eus unan a re. Ne lavaran ket n'eus ket eus ar ger Frañs, lavarout a ran n'eus ket ezhomm anezhañ er wikipedia. Ur ger Frañsizien zo, an hini nemetañ anavezet gant ma zud, met ma reomp gant Gallaoued, n'eus ket ezhomm anezhañ ken amañ. Ar gerioù frañses ha frañseg a zo anezho, a implijan a-wechoù gant tud all, ha belgeg, suiseg, stadunaneg ivez, ha magiareg a laran e-lec'h hungareg, evel ma vez lod o lavarout izelvroeg e-lec'h nederlandeg pe ar c'hontrol, n'em eus soñj ken: n'eo ket evit se o lakfen holl er wikipedia, ha da vihanañ evel anvioù rummadoù, rak n'eo ket ur geriadur hervez am eus komprenet. Rummadoù zo evel Rummad:Stêrioù Bro-C'hall, ha me gred em eus krouet un toulladig anezho, ha n'int ket bet implijet gant kalz tud, ouzhpenn din ha da daou pe dri all. Karout a rafen derc'hel d'ober ganto. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2010 da 19:08 (UTC)
- Evidon eo Frañs=Bro-C'hall=France, met da ziwall a zo: n'am eus daveen ebet evit prouiñ kement-se, un ali eo. Evidon lakaat Breizh er rummad Bro-C'hall pe Frañs a zo un doare melestradurel da welet an traoù (an hini gall, ofisiel; ar pezh n'eo ket gwir en hor wiki: lakaet 'vez da skouer anvioù kumunioù Breizh gant un anv e brezhoneg, ha padal n'int ket ofisiel); da laret eo rummadiñ gant ar Stadoù nemetken, lakaet da vezañ ofisiel ganto o-unan. Rummadoù zo gant pennadoù enno renket hervez ar broioù, resisoc'h eo an doare-se d'ober d'am soñj.--Gwendal 21 Gwe 2010 da 18:36 (UTC)
Keit ma 'vo goulennoù, resisadurioù, divizoù, eskemmoù... da gaout ne vo ket digoret ar votadeg, gortoz a rin e vefe prest an holl. --Y-M D (kaozeal) 22 Gwe 2010 da 15:49 (UTC)
- Morse ne vo prest an holl. Neuze... Er wikioù all e c'haller kengaozeal e-pad ur votadeg. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2010 da 16:42 (UTC)
- War a seblant n'eo ket prest ar verourien: pell zo ne weler ket hini ebet ken dre amañ. Bianchi-Bihan 12 Her 2010 da 05:44 (UTC)
- N'ouzon ket evit ar re all, met amañ 'maon c'hoazh. Met karget-tre eo va implij-amzer setu e c'hellan nemet ober traouigoù bihan, met ket aozañ ar votadeg hag an diviz. N'eo ket 'vit-se e zisoñjan avat. Klask a rin... --Y-M D (kaozeal) 12 Her 2010 da 05:56 (UTC)
- War a seblant n'eo ket prest ar verourien: pell zo ne weler ket hini ebet ken dre amañ. Bianchi-Bihan 12 Her 2010 da 05:44 (UTC)
- Pep implijer a zo dieub da implij ar stumm hag a fell, da lavaret eo pe Bro-C'hall pe Frañs
... n'eo ket brezhoneg. Bianchi-Bihan 7 Du 2010 da 18:16 (UTC)
- Ya gwir eo soñj 'm eus e poa lavaret pell 'zo, disoñjet 'm eus reizhañ. Met n'eo ket difennet d'an dud all d'en ober ivez, setu perak em eus diwarezet ar bajenn evit ma vefe reizhet an traoù. Ul labour hir ha torr-penn eo sevel framm ur vouezhiadeg ha n'eo ket direizh ober fazioù. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Du 2010 da 21:30 (UTC)
A-zivout an diforc'h a vez graet etre Frañsizien ha Gallaoued
[kemmañ ar vammenn]Setu amañ ur skouer eus ar c'hemm a vez graet etre Gallaoued (tud Bro-C'hall) ha Frañsizien (tud Frañs) kavet e-barzh Bue ar Zent (stumm tregeriek Buhez ar Sent - 1912) :
- Daou vla warn-ugent goude, Bretoned ha Gallaoued a roë eur roustad divezan da bôtred Bro-Zôz en Kastillon (17 a viz gouere 1453) : ar Fransizien a oa adarre mistri en o bro, a drugare Doue, dre skoazel Jann d'Arc hag Arzur Richemont. Bue ar Zent, 1912, p. 342. -- 16 Du 2010 da 08:49 (UTC)
- Mat e vefe lakaat al linennoù-se (danvez holloueziadurel) er pennadoù a zere: Bretoned, Gallaoued ha Frañsizien. Bianchi-Bihan 16 Du 2010 da 14:53 (UTC)
- Emañ al linennoù-se er bajenn vat. War a welan ([5]) n'ouzez ket re vat pelec'h emaomp : e pajenn kaozeal Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?.
- Er frazenn-se tennet eus "Bue a Zent" e komzer eus Bretoned ha Gallaoued o stourm dorn-ha-dorn : ur wech bountet ar Saozon er-maez e chom ar Frañsizien (ar Vretoned hag ar C'hallaoued) mistri en o bro. Gwelet a reer neuze an tri ger pep a ster resis dezho er memes frazenn : ar Vretoned (tud Breizh), ar C'hallaoued (tud Bro-C'hall) hag ar Fransizien (tud Frañs). A galon, --82.127.123.53 17 Du 2010 da 11:45 (UTC)
- Kamarad dizanv, n'ouzon ket pelec'h emaon na petra a welan: krediñ a ran e c'hallfe bezañ ur skrid hag a rafe Frañsizion eus ar Vretoned adalek emgann Castillon, e 1453, 35 bloaz a-raok emgann Sant-Albin, ha 49 bloaz a-raok stagidigezh ofisiel Breizh ouzh Bro-C'hall e 1532. Met faziet on marteze. A galon. Bianchi-Bihan 17 Du 2010 da 14:05 (UTC)
- Kamarad l(i)esanv, lenn mat ar bloaz : e 1912 e oa bet embannet Bue ar Zent, 380 vloaz goude unaniezh ofisiel Breizh ha Bro-C'hall e 1532, ha 123 bloaz goude nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 ma voe lamet kement statud ofisiel a oa da Vreizh. Gant ar gerioù "Bretoned", "Gallaoued" ha "Frañsizien" e veze graet e 1912 ha kammamzeriet int bet e-barzh Bue ar Zent. Re ziwezhat evit mont da glemm avat. A galon --82.127.123.53 18 Du 2010 da 08:15 (UTC)
- Kamarad niverennek, e 2010 ne lenner ket buhez ar sent ken, peadra da glemm memes tra. Bianchi-Bihan 18 Du 2010 da 12:12 (UTC)
- Kamarad l(i)esanv, lenn mat ar bloaz : e 1912 e oa bet embannet Bue ar Zent, 380 vloaz goude unaniezh ofisiel Breizh ha Bro-C'hall e 1532, ha 123 bloaz goude nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 ma voe lamet kement statud ofisiel a oa da Vreizh. Gant ar gerioù "Bretoned", "Gallaoued" ha "Frañsizien" e veze graet e 1912 ha kammamzeriet int bet e-barzh Bue ar Zent. Re ziwezhat evit mont da glemm avat. A galon --82.127.123.53 18 Du 2010 da 08:15 (UTC)
- Kamarad dizanv, n'ouzon ket pelec'h emaon na petra a welan: krediñ a ran e c'hallfe bezañ ur skrid hag a rafe Frañsizion eus ar Vretoned adalek emgann Castillon, e 1453, 35 bloaz a-raok emgann Sant-Albin, ha 49 bloaz a-raok stagidigezh ofisiel Breizh ouzh Bro-C'hall e 1532. Met faziet on marteze. A galon. Bianchi-Bihan 17 Du 2010 da 14:05 (UTC)
Da betra e servij ar pennad-se? ne welan ket mat. Bianchi-Bihan 16 Du 2010 da 14:57 (UTC)
Kompren
[kemmañ ar vammenn]N'em boa ket taolet evezh a-raok ouzh ar frazenn-mañ:
- Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lavaret eo kaout 200 degasadenn d'an nebeutañ;
D'am soñj ez eus un dislavar: "kaout (sic) 200 degasadenn" n'eo ket bezañ oberiant, n'eo ket ober.
- Marteze eo ret kompren "ober" 200 "degasadenn", pe gentoc'h embannadenn? Ret e vije kompren: bezañ graet 200 embannadenn?
D'am soñj avat n'eo ket trawalc'h evit bezañ oberiant. Din-me n'eo ket oberiant ken ar genlabourerien n'o deus ket embannet netra abaoe 6 miz. Hag evit bezañ oberiant, ha kaout gwir da votiñ, e kav din n'eo ket an niver a gont, met an oberiantiz er 6 miz (pe 12) a-raok. Lakaomp hennezh : ouzhpenn 200 embannadenn, met 10 hepken er bloaz-mañ, 20 er bloaz tremen. Din n'eo ket oberiant, ha ne dleje ket bezañ aotreet da gemer perzh: ma vefe goulennet 200 embannadenn en 12 miz tremenet da vihanañ ne c'hallfe ket, ha gwell a se. Bianchi-Bihan 27 Du 2010 da 05:33 (UTC)