Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2010

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ha me marc'hhouarner abaoe ma oad tenerañ er c'hantved kozh , ha kustum da gomz eus se e brezhoneg abaoe pell, n'anaven betek-hen nemet Tro Bro-C'hall hag an Tour de France (evel ar Vuelta, ar Giro). Piv 'ta a ra gant Tro Frañs en hon c'hantved nevez? Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 10:09 (UTC)[respont]

Evit gouzout e c'heller bepred ober un tamm googleata hag e vo kavet [1].--Trec'hlid mitonet 5 Gou 2010 da 11:44 (UTC)[respont]
Muioc'h a "Tro Bro-C'hall" a vez kavet.845.--Gwendal 5 Gou 2010 da 11:49 (UTC)[respont]

Mat e vije gwelout pegen kozh eo Tro Frañs. Evit Tro Bro-C'hall a vez klevet gant tud zo en RBI :[ http://sites.radiofrance.fr/chaines/france-bleu//?nr=1100d02afd707acb2d3799ba04178160&d786f1dae5f1abafa43db7cc6b9346eb_info_mode=infos&info_date=2010-07-03&info_tab=141878&info_refresh=on] Gant tud kozh ha ne gomprenont ket n'int ket modern moarvat. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 12:58 (UTC)[respont]

Goulennet ez poa daoust ha graet e vez gant ar stumm-mañ-stumm en hor c'hantved-ni, setu tout. Diskouezet zo bet e oa eus an daou stumm ha mat pell 'zo, ha Tro ar Frañs ivez war ar marc'had gant ur radio [2], en deskadurezh [3]. Ha m'en deus ar wikipeder-mañ-wikipeder dibabet ar stumm-mañ-stumm n'eo ket gwall afer, hag adkasoù a c'hall bezañ graet diboan.--Trec'hlid mitonet 5 Gou 2010 da 13:25 (UTC)[respont]

Ober ur goulenn ne vir ket a ober ur goulenn all, en ur gaozeadenn. N'on ket souezhet o welout Frañs en un program ofisiel gall e gallek. Un tammig muioc'h o welout ar Frañs gant Radio Kerne. To be poblek, michañs. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 13:36 (UTC)[respont]

Setu amañ ur wech c'hoazh an ezhomm a zo da sklaeraat an traoù war diforc'hioù hag implijoù Frañs pe Bro-C'hall... Spi 'm eus e vo sklaeroc'h hag eeunoc'h pa vo bet divizet gant ar gumuniezh. --Y-M D (kaozeal) 6 Gou 2010 da 19:50 (UTC)[respont]
Daoust ha lakaet e vo ar pennad-mañ er rummad: rummad:Tro Bro-C'hall
gant an 20 all? Bianchi-Bihan 9 Gou 2010 da 14:07 (UTC)[respont]