Mont d’an endalc’had

Jeanne Bohec

Eus Wikipedia
Jeanne Bohec
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJeanne, Hyacinte, Marie, Amélie Kemmañ
MoranvLa plastiqueuse à bicyclette Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 C'hwe 1919 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlistin Kemmañ
Deiziad ar marv11 Gen 2010 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskrivagner, kelenner, deputy mayor Kemmañ
Diellaouet gantService historique de la Défense - site de Vincennes Kemmañ
Ezel eusForces françaises libres Kemmañ
Prizioù resevetOfficer of the Legion of Honour, Commander of the National Order of Merit, Médaille de la Résistance, Croix de guerre 1939–1945 Kemmañ
Jeanne Bohec pa oa yaounk

Jeanne Bohec a zo ganet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1919 e Plistin (Aodoù-an-Arvor) ha marv eo d'an 11 a viz Genver 2010. An itron Bohec a oa anavezet evel rezistantez, eilmaerez an 11vet arondisamant e Pariz met ivez skrivagnerez ; skrivet he deus he emvuhezskrid diwar-benn he engouestl er rezistañs anvet La plastiqueuse à bicyclette[1].

Ur plac'h desket[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He mamm a zo a orin deus Plistin en Aodoù-an-Arvor e lec'h eo ganet Jeanne Bohec. He zad, a orin eus Lanneur, a oa martolod e bourzh listri-spluj. Paouez a reas gant ar vicher martolod ha mont a reas da labourat e kêr Añje, e Maine-et-Loire. Eno he devoa bevet Jeanne he c'hrennoad. A-raok erruout e Angers he doa dilojet alies[2].

Studiañ a reas e skolaj Joachim du Bellay, kenderc'hel a reas he studioù el lise David D'Angers e-lec'h e studias ar matematikoù.

Ar bloaz goude ez eas da skol-veur gatolik Añje. D'ar mare-se e oa aet da studiañ skiantoù, ar pezh a oa ral evit ur vaouez yaouank.

Enebiñ ouzh aloubadeg an Alamaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grog ar brezel e 1939 gant aloubadeg Polonia, emañ Jeanne Bohec o vevañ en Añje, pell diouzh ar brezel. Didalvez en em santas dirak-se. Gant ar c'hoant da vezañ talvoudus e teskas teknikoù en em zifenn ha teknikoù sikourerezh.

Jeanne Bohec ne chomas ket pell er skol-veur gatolik. E miz Meurzh 1940 e voe kinniget dezhi ur post skoazellerez-kimiourez e Brest e-barzh ur vilin-boultr [3].

Tec'hel da Londrez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas an Alamaned e Frañs e tivizas Jeanne Bohec mont da Vreizh-Veur peogwir n'he doa ket c'hoant da labourat evit an Alamaned. D'an 18 a viz Even 1940 e kuitas Brest, un deiz a-raok donedigezh an Alamaned e kêr Vrest.

Penn kentañ he rezistañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labourat a reas evel damez-kompagnunezh en ur familh e-kichen Londrez, met ne blije ket dezhi. D'ar 7 a viz Du e kemeras perzh en ur strollad stourmerezed nevez krouet gant ar Frañs dieub, anvet "corps des volontaires françaises". Tutaet e voe evel sekretourez a-raok bezañ implijet evel kimiourez ; klask a rae penaos krouiñ danvez-tarzh gant produioù a c'halled prenañ en apotikerezhioù e Frañs aloubet.

Bloaz war-lerc'h e voe enframmet e servijoù kuzh ar Frañs dieub, dre sikour Henry Frenay, ur rezistant ha politikour. En em stummañ a reas evit mont da stummerez war an teknikoù tarvañ.

Prientiñ dilestradeg Normandi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas a-benn da vezañ harzlammet e Frañs[4] a-dreñv linennoù an enebourien. Kemer a reas an anv kuzh "Rateau" ha kaset e voe da vro Alençon e miz C'hwevrer 1944. Goude bezañ tremenet dre Bariz e tistroas da Vreizh dindan an anv kuzh "Micheline".

D'an 8 a viz Meurzh e krogas gant he c'hefridi : stummañ ar rezistanted da embreger an tarzhadegoù evit ma c'helljent tarvañ al linennoù-houarn e-pad dilestradeg an Amerikaned evit mirout ouzh an alouberien da gas soudarded all da Normandi.

Ouzhpenn stummañ rezistanted war an tarvañ eo bet oberiant he-unan. Da skouer, d'ar 7 a viz Mae 1944, he deus tarzhet 11 metrad hent-houarn er Mor-Bihan pe c'hoazh, d'an 8 a viz Eost, he deus sikouret da zieubiñ kêr Gemper. En em ziblasiñ a rae gant ur marc'h-houarn , setu eus pelec'h e teu he lesanv "la Plastiqueuse à bicyclette" ; spletus e oa peogwir e oa aes d'ur vaouez yaouank touellañ an alouberien pa welent anezhi war he marc'h-houarn[3].

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel e voe enoret Jeanne Bohec gant al Lejion a Enor, ar Groaz Vrezel ha medalenn ar Rezistañs. Adkemer a reas he micher en ur vezañ kelennerez matematik.

Dilennet e voe eilmaerez 11vet arondisamant Pariz eus 1975 da 1963.

Marvet eo d'an 11 a viz Genver 2010, douaret eo bet en he lec'h ganedigezh e Plistin.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]