France libre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ar Frañs Dieub
Kroaz Lorraine, skoed ardamez ar France libre.
1942 Vichy e gwer teñval. E gwer sklaer an tiriad dalc'het gant an Alamanted.

Ar France libre a oa o ren ar Rezistañs diavaez diazezet e Londrez gant ar jeneral de Gaulle goude ma vefe bet embannet galv an 18 a viz Even 1940. An devezh a-raok ar galv brudet, d'al lun 17 a viz Even, o welet aloubadeg fonnus an nerzhioù alaman, Philippe Pétain, penn gouarnamant an IIIe Republik, a c'halvas an arme c'hall da baouez gant ar stourm e-keit ha ma vefe marc'hataet un arsav-brezel etre Bro-C'hall hag Alamagn an Trede Reich. Pemp devezh war-lerc'h e oa sinet an arsav-brezel, d'ar sadorn 22 a viz Even 1940. Dre-se e oa kroget "hent ar c'henlabourerezh gant an Alamanted".

Un nebeud sizhunvezhioù goude, d'an 10 a viz Gouhere, ar Vodadeg vroadel, bodet e Vichy, a vote ul lezenn vonreizhel nevez evit votiñ ur vonreizh nevez ha reiñ an holl c'halloudoù d'ar Marichal Pétain. D'ar Meurzh 11, Pétain en em ginnige e-unan "Penn ar Stad c'hall". Kroget e oa gant Renad Vichy.

Ar memes devezh, ar jeneral de Gaulle, a embanne e oa Renad Vichy ur renad « amreizh, nul ha diziazez » (illégitime, nul et non avenu), a save ar gouarnamant da zifenn an Impalaeriezh (Kuzul difenn an Impalaeriezh) ar France libre. An nerzhioù lu o tont da gendeuziñ gant re ar Frañs dieub a voe graet Forces françaises libres (FFL) anezho.

D'an 13 a viz Gouhere 1942, ar « France libre » a zo anvet « France combattante » dre ar C'huzul broadel gall evit kendeuziñ ar Frañs dieub gant "ar strolladoù e diabarzh ar vro a stourme er Rezistañs".

D'an 3 a viz Even 1943, ar France libre (France combattante) a zeue da vezañ ar Comité français de Libération nationale (CFLN) ha d'ar 1añ a viz Eost 1943, nerzhioù ar Frañs dieub (FFL) a zeue da vezañ an Arme C'hall evit an Dieubidigezh.

Penn-kentañ diaes[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar France libre a oa bet dre sujidigezh emouestlidi gall liesseurt d'ar jeneral de Gaulle evit kenderc'hel ar stourm a-enep an Alamanted gant ar Rouantelezh-Unanet. Diouzhtu goude an 18 a viz Even hag ar galv brudet evit kenderc'hel gant ar stourm, e teu tud unan hag unan. Oficserien, soudarded, keodedourien a ya etrrezek Londrez ha de Gaulle. Adal an 28 a viz Even 1940, Winston Churchill, ar c'entañ ministr Saoz a ansav ez eo ar jeneral de Gaulle « penn ar C'hallaoued o kenderc'hel gant ar stourm ». E-touezh an dud liesseurt o erruout etrezek de Gaulle e kaver: broadelourien, roueelourien, yuzevien, katoliked (René Pléven) komunisted... An holl dud-se a oa enebet a-raok ar brezel ha sevel a ra cheu bras e Londrez etrezo.

"A tous les Français" skritell evit broudañ ar c'hallaoued da genderc'hel gant ar stourm.