Jacques
Neuz
Jacques zo un anv-badez gallek, o tonet eus an anv hebreek Jakob, ha diwarnañ e teu an anv-badez brezhonek Jakez.
Berranvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalzik a verranvioù zo d'an anv-badez-mañ:
- Jacot, Jacquot,
- Jacquou, a gaver ivez e brezhoneg evel Jakou
- Jachet,
- Jacquet, a zo un anv-tiegezh gallek ivez
- Jacky ha Jackie a zo ivez ur berranv kenkoulz gwregel ha gourel er broioù saoznek. Gwregel eo Jackie ha gourel Jacky er broioù gallek. Roet eo bet da Jacqueline Kennedy er SUA ha da Jackie Sardou e Bro-C'hall.
Stumm gwregel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacqueline, an anv ofisiel, a anavezer ivez dindan ar stumm Jakelina e brezhoneg
- Jacotte, a denn un tamm d'an anv brezhoneg Jaketa
- Jackie e gallek, diwar ar saoznek
Stummoù kevrennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini brudetañ eo Jean-Jacques, Yann-Jakez e brezhoneg. Kavout a reer ivez Louis-Jacques, Jacques-André, Hervé-Jacques, Jacques-Yves, Jacques-Henri hag all.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Giacomo, en italianeg
- Jaime, e spagnoleg
- Jakez, e brezhoneg
- Jakob, en alamaneg ha yezhoù all,
- James, e saozneg
- Jaume, e katalaneg.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques Brel (1929-1978), kaner
- Jacques Collebaut (marvet e 1559), sonaozer
- Jacques Cassard (1679-1740), kourser
- Jacques Cambry (1749-1807), skrivagner brezhoneg ha galleg
- Jacques de Thézac (1862-1936), moraer ha tudoniour
- Jacques Vaché (1895-1919), skrivagner
- Jacques Demy (1931-1990), filmaozer
- Jacques Briard (1933-2002), istorour ha hendraour
- Jacques Botherel (g. e 1946), marc'hhouarner
- Jacques Pellen (1957-2020), gitarour ha sonaozer
- Jacques Offenbach (1819-1880), sonaozour
- Jacques Doriot (1898-1945), politikour komunour ha kenlabourer
- Jacques Prévert (1900-1977), barzh ha senarioour
- Jacques Tati (1907-1982), filmaozer
- Jacques Massu (1908-2002), jeneral
- Jacques Chirac (1932-2019), prezidant ar Republik
- Jacques Tardi (g. e 1946), aozer bannoù-treset
- Jacques Villeneuve (g. e 1971), blenier kirri
- Jacques Chessex (1934-2009), skrivagner ha livour
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-tiegezh gallek eo Jacques ivez, evel kalz a anvioù-badez.
Anaout a reer ivez an adstumm Jacq, evel en anv ar rezistant Fernand Jacq (1908-1941) hag ar skrivagner brezhonek Yann-Fañch Jacq.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a lec'h zo anvet Saint-Jacques e galleg. Hag ivez :
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frère Jacques, kanaouenn
- Les Frères Jacques, pevarad kanerien
- Jacquot de Nantes, film gant Agnès Varda
Ger brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger jak a deu eus an anv gallek Jacques(Daveoù a vank).