Mont d’an endalc’had

Implijer:Wikiomp3/Fantazi

Eus Wikipedia
couverture de la revue Weid Tales en (1934) figurant une aventure de Conan par Robert E. Howard
Golo ar magazin pulp amerikan Weird Tales, niverenn bet embannet e miz Eost 1934, enni unan eus troioù-kaer Conan gant Robert E. Howard.

Ar fantazi, pe fantasy e saozneg, zo ur mod arzel ha lennegel ma konter darvoudoù dreistnaturel ijinet, hag a laka soñjal er mojennoù, gant hudouriezh ha kammamzeriadoù.

E mod lennegel ar fantazi n'eo ket souezhus gwelet traoù dreistnaturel. Peurliesañ e vez implijet an dreistnaturel evit displegañ mont en-dro ur bed ijinet, ha n'eo ket dre ret un dra hag a laka en arvar pe en aon.

Setu an diforc'h etre ar fantazi, ar moliac'h (m'eo trubuilhet reolennoù ar bed kustum gant an dreistnaturel), ar skiant-faltazi (ma ijiner araokadennoù skiantel pe teknologel), hag ar spont (ma klasker lakaat en aon pe en anken).

En deroù e oa ar fantazi ur mod lennegel hepken, ha bremañ e kaver anezhañ e-mesk lennegezhioù ar faltazi hag en arzoù all.

Istor ar fantazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[[Fichier:Paolo_Uccello_047.jpgliamm=https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Paolo_Uccello_047.jpg%7Calt=%7Ckleiz%7Cthumb%7CSant-Jord o parfoeltrañ an aerouant, taolenn gant Paolo Uccello, war-dro 1456. Un danevell brudet eo e lizheradur ar buhezioù sent, hag ur c'hliched er skridoù fantazi.]]

Peurvuiañ e kreder e gaou emañ orin ar fantazi er skridoù lennegel eus an Henamzer gouestlet da sujedoù mojennel (Meurgan Gilgamech e Mezopotamia kozh, an Ilias hag an Odysseia en Henc'hres, ar Mahābhārata en India kozh, pe ar sagaoù giz an Norzh pe an Island evel an Eddaoù), pe en oberennoù skrivet da vare ar Grennamzer  er C'hornôg (danvez Breizh diwar-benn ar c'helc'h Arzhuriek, ar romantoù marc'hegiezh, ar gwerzioù-meur, ar meurgan hensaoznek Beowulf, hag e danevelloù kembraek ar Mabinogi) ; er Reter (kontadennoù pers Ar mil nozvezh hag unan) ; en Azia (ar Genji Monogatari el lennegezh japanat (源氏物語 / げんじものがたり, "danevell Genji"[1]) hag ar romant sinaat Xī Yóu Jì (西游记, "Ar veaj d’ar C’hornôg").

Kalz danvez marvailhus kozh a gaver en testennoù sakr (dreist-holl er Bibl, er C'horan hag en Tanac'h) hag er buhezioù-sent (al Legenda aurea gant Jacobus de Voragine en XIIIvet kantved da skouer).

N'eo ket aezet klask en amzerioù pell-se avat abalamour ma veze komprenet mod-all meizad ar faltazi hag an Istor

oa disheñvel meizad ar faltazi hag an Istor er mareoù-se hag er mareoù nevesoc'h : furoc'h eo ober anv eus fantazi ur wech m'eo sklaer e saver danevelloù gant danvezioù marvailhus evit an dudi da vat.

Diouzh ar c'hiz e oa ar c'hontadennoù da vare an Azginivelezh hag adskrivet e vezent alies en doareoù lennegel, e mod ar briziusted da skouer, e Frañs er XVIIvet kantved, ha war hir dermen e vije deuet seurt ar fantazi a-vremañ war wel diwar al luskad hollek-se. Koulskoude eo dav ober an diforc'h etre stumm ar c'hontadennoù diouzh un tu, ha stummoù ar fantazi diouzh un tu all, ma reer kentoc'h gant ar romant, ar c'helc'h romantel, an danevell pe skoroù all evel ar skeudennoù, ar sinema pe ar c'hoarioù. Ar fantazi a vije deuet war wel gant al lañs a oa war dastum ar c'hontadennoù pobl, al lennegezh dre gomz ha gwarez ar folklor (labourioù Fañch an Uhel pe Paul Sébillot da skouer). Ar c'hontadennoù dastumet er mareoù-se n'int ket testennoù fantazi koulskoude int danvezioù awenus a-bouez.

The Princess and the Goblin gant George MacDonald, 1920.

Hervez ar skridvarnourien e vije deuet ar fantazi war wel da vat en XIXvet kantvet gant ar skrivagner George MacDonald eus Bro-Skos (Phantastes e 1858, The Princess and the Goblin e 1872), ar skrivagner, livour hag arkitektour William Morris eus Bro-Saoz (The story of the Glittering Plain, or The Land of Living Men e 1891, The Wood Beyond the World e 1894, The Well at the World’s End e 1896) hag en doa levezonet J. R. R. Tolkien ha C. S. Lewis.

D'ar mareoù-se e veze implijet alies an temoù marvailhus e bed ar sonerezh klasel, awenet ma oa gant ar folklor hag ar mojennoù, evit krouiñ oberennoù. Gant an danvezioù-se eo bet maget awen ur bern skrivagnerien fantazi. Evit al luskad-se e c'haller menegiñ Der Ring des Nibelungen, un detralogiezh gant Richard Wagner e 1869, awenet gant ar mojennoù germanek ha norsek.

En XXvet kantved e oa bet muioc'h-mui a dud dedennet gant ar fantazi. E 1904 e Frañs e oa bet embannet ar romant Les Centaures gant André Lichtenberger ha kontañ a ra un eil ragistor ma vev Mab-den en ur bed gant tud-varc'h, tritoned ha faoned ; d'ar mare-se e oa bet rummet ar romant-se e seurt ar moliac'h, ha goude-se e oa bet brudet evel unan eus al levrioù fantazi kentañ. E bed al lennegezh vreizhveuriat e oa bet embannet romantoù evel The Worm Ouroboros gant E. D. Eddison e 1922, pe The King of Elfland's Daughter gant Lord Dunsany e 1924. Hope Mirrlees zo unan eus ar romantourezed kentañ o skrivañ er seurt-se, gant Lud-in-the-Mist, embannet e 1926. Er bloavezhioù 1930 e oa bet embannet The Sword in the Stone gant T. H. White, ur romant awenet gant ar c'helc'h arzhuriek (ar studioioù Disney o doa lakaet seveniñ an dresadenn-vev Marzhin ar strobineller diwar ar romant-se e 1963). Er bloavezhioù 1940 ha 1950 en doa graet berzh Mervyn Peake, barzh, skeudennaouer, livour ha romantour ken-ha-ken, ha brudet eo dreist-holl evit un heuliad romantoù anvet Ghormenghast.

Er memes koulz, er bloavezhioù 1890 er Stadoù-Unanet, e teuas ar c'helaouennoù pulp war wel hag e deroù an XXvet kantved e oant paot : enne e veze embannet danevelloù a-vil-vern ha romantoù dre rannoù, skrivet en holl seurtoù eus lennegezhioù ar faltazi. Adalek 1915 e oa bet muioc'h a gelaouennoù pulp gouestlet da seurt-mañ-seurt ; [[Rummad:Rummadoù lennegel]] [[Rummad:Fantazi]]

  1. https://www.dictionnaire-japonais.com/w/7284/%E6%BA%90%E6%B0%8F%E7%89%A9%E8%AA%9E