William Morris

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
William Morris, 1887.

William Morris (24 Meurzh 1834 – 3 Here 1896) a oa ur barzh, un arzour hag ur skrivagner saoz[1] ereet ouzh al luskad Arts and Crafts Movement. Ul levezon kreñv en deus bet war adsav an arzoù-gwiaderezh hengounel e Bro-Saoz. Hag e oberezh lennegel a daolas diazez ar moliac'h evel doare-lennegezh.

Morris zo ganet e Walthamstow, en Essex, en un tiegezh bourc'hizien binvidik. Dindan levezon ar grennamzeregezh e tremenas e yaouankiz o studial an oberennoù klasel e Skol-veur Oxford, ha keneren Birmingham Set. Goude e studiadennoù e timezas gant Jane Burden, hag e yeas e darempred gant tud eus ar skol arzourion Pre-Raphaelite evel Edward Burne-Jones pe Dante Gabriel Rossetti, ha gant an tisavour nevezc'hotek Philip Webb. Webb ha Morris a dresas ar Red House e Kent e-lec'h ma vevas Morris adalek 1859 betek 1865, a-raok mont da vBloomsbury, e-kreiz Londrez. E 1861 e krouas Morris ar "Morris, Marshall, Faulkner & Co.", an embregerezh kinkladur, gant Burne-Jones, Rossetti, Webb, ha tud arall, hag o deus graet berzh bras, o levezonañ ar gened diabarzh da vare Victoria.

Morris a oa o chom e Maner Kelmscott en Oxfordshire a-c'houde 1871 en ur zerc'hel un ti e Londrez ivez. Entanet e oa gant e weladennoù en Island, lec'h ma kejas gant Eiríkur Magnússon. Gantañ e reas kalzig a droidigezhioù e saozneg eus sagaoù islandek. D'ar mare-se e teuas-eñ da vout brudet a-walc'h gant embannadur e varzhonegoù hag e zanevelloù, en o zouesk: The Earthly Paradise (1868–1870), A Dream of John Ball (1888), News from Nowhere (1890), hag an danevel moliac'h The Well at the World's End (1896). E 1877 e krouas ar Society for the Protection of Ancient Buildings da stourm a-enep an drastoù war ar savadurioù istorel. A-du e oa gant ar varksouriezh ha dedennet gant an anveliouriezh er bloavezhioù 1880, hag ur sokialour e teuas da vout a-benn ar fin. E 1891 e krouas ar Kelmscott Press evit emban levrioù kaer hag enlivet, ul labour hag a reas betek e varv.

Unan eus pennoù diorren ar sevenadur Victorian e oa Morris. E vuhez-pad e oa anavezet evit e varzhonegoù, hogen e oberennoù war an arzoù hewel a chomas ar re vrudetañ goude e varv. E Bro-Saoz a-vremañ e c'haller gweladenniñ mirdioù liesseurt a zo enno oberennoù gant Morris, hag arrebeuri raktreset gantañ a vez produet hiriv an deiz.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tate. William Morris 1834–1896
    (en-GB)
    . Tate. Kavet : 2021-06-24.