Heiz
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Hordeum vulgare | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Liliopsida | ||||
Urzhad : | Poales | ||||
Kerentiad : | Poaceae | ||||
Genad : | Hordeum | ||||
Anv skiantel | |||||
Hordeum vulgare | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Heiz (Hordeum vulgare) zo un ed implijet dreist-holl evit ar magadurez, ha d'ober malt. Ur blantenn eus ar c'herentiad Poaceae eo. Gant 560 000 km² ez eo ar pevare ed gounezet ar muiañ er bed[1]. Dont a ra diwar an heiz gouez (Hordeum spontaneum) ha diploid eo eveltañ. Dre ma c'hall an daou spesad parañ an eil gant an egile e vezont alies gwelet evel daou isspesad. An disheñvelder pouezusañ etrezo eo rachis bresk ar stumm gouez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Heiz gouez a gaver e lec'hiennoù eus dibenn Henoadvezh ar maen er Reter-Nesañ, e-pad ar Natoufian met ar stumm-feurm kentañ a vez kavet e Siria. Unan eus an edoù gounezet kentañ e oa an heiz, asambles gant Triticum monococcum hag Triticum dicoccon[2].
Pouezus e oa an heiz en Henegipt ma veze implijet d'ober bara ha bier.
Kementadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 2021 ez eus bet kenderc'het 145 623 914,47 tonenn a heiz er bed war 48 941 020 ha, eleze un askorad a 29,75 c'hantolz dre hektar[3].
Setu amañ listenn ar broioù o deus kenderc'het muioc'h eget ur milion a donennoù heiz er bloaz 2021
|
|
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'Barley mild mosaic bymovirus'. Kavet : 06/09/2023.
- (en) 'Integrated Taxonomic Information System /Hordeum'. Kavet : 06/09/2023.
- Er pennad-mañ ez eus testennoù tennet eus 11vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn a zo en domani foran.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [1]
- ↑ (it) Saltini, Antonio (1996). I semi della civiltà. Frumento, riso e mais nella storia delle civiltà umane. Firenze : Nuova Terra Antica, 1996, 2010 (ISBN 978-88-96459-01-0)
- ↑ (en) 'Food and Agriculture Organization of the United Nations'. Kavet : 06 GWengolo 2023..
Ed |
|
---|---|
Amarant · Heiz · Gwinizh-du (ed-du) · Fonio · Daeroù Job · Kañiwa · Maiz · Mell · Kerc'h · Kinoa · Riz · Segal · Sorgo · Yell · Tritikal · Tef · Riz Gouez · Gwinizh |