Gwerz
Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor.
Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar ger gwerz eus al latin uersus (gwerzenn, linennad barzhoneg). E kembraeg ez eus ur ger gwers ivez hag a dalv kement ha kentel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet int diwar mojennoù kozh, buhez tud brudet en istor Breizh, gwallzarvoudoù, istorioù karantez ur fin skrijus dezho. Se eo pezh a greder hiriv, met pa veze savet gwerzioù e veze kaoz enne eus traoù nevez-degouezhet.
Hir-mat e vez kavet ar gwerzioù alies, kalz pozioù enne, ha goustad ez eo an ton anezhe evel ma tere ouzh ur ganaouenn hag a zo graet evit bezañ selaouet ha komprenet. Met pa oant savet ne vezent ket kavet hir, ha disheñvel eo an doare a zo hiziv da welout an amzer hag ar pad diouzh an hini a oa gwechall.
Levrioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer gwerzioù en oberennoù-mañ dreist-holl:
- er Barzaz Breiz, embannet gant Kervarker e 1839,
- e Gwerziou Breiz Izel gant Fañch an Uhel, embannet e daou levr e 1868 ha 1874.
Gwerzioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Aubray
- Silvestrig
- Gwerzioù brudet all
- An hini a garan
- En ti Eliz Iza
- Gwerz ar Seizh Sant
- Gwerz ar Vezhinerien, gant Denez Abernod
- Gwerz Fañchig Kemper
- Gwerz Ker Iz, savet gant Olier Souetr
- Gwerz koz Plouenan
- Gwerz Plogo
- Gwerz Skolvan
- Me zo ganet e-kreiz ar mor, diwar ur varzhoneg gant Yann-Ber Kalloc'h, ton savet gant Jef ar Penven.
Gwerzioù an XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerzioù ar XXIañ kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwerz Fañchig Kemper, gant Mark Kerrain, e 2017
- Gwerz Perin an Dorzh, gant Daniel Doujet, embannet e 2019 (http://www.emglevbroanoriant.bzh/spip.php?article1121);
- Gwerz Samuel, gant Paskal Tabuteau, embannet e-barzh Ya !, niv. 804, 6 a viz Du 2020,p. 10.
Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo ar werzaouerien-mañ:
Gerioù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr)