Gouelioù 30 vloaz Diwan
Gouel 30 vloaz Diwan a zo bet lidet e Karaez d'an 3 a viz Mae 2008. Ar ger stur a oa "30 vloaz, 3000 skoliad, 30 darvoud : ur bloavezh gouel". Liammet e voe ar gouel-se gant Ar Redadeg, c'hoar ar c'hKorrika e Bro-Euskadi, oc'h ober tro Breizh dibaouez, noz-deiz. Eus Naoned betek Karaez, lec'h ar gouel. War-dro 10.000 den a zo deuet d'ar gouel-se ha gounezet ez eus bet muioc'h eget 60.000 €.
Diwan : 1977-2007, 30 vloaz!
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwan, ur skoliadur klok eus ar skol-vamm d'ar vachelouriezh. Ar brezhoneg, n'eo ket ur yezh kollet. Abaoe 30 vloaz e stourm Diwan evit ar brezhoneg. E 1977 e tigoras ar skol gentañ. E fin 1978, e oa 4 skol. E miz Gwengolo 2007 e oa 34 skol.
- Savet eo ar skol gentañ e miz Mae 1977 e Lambaol-Gwitalmeze (30 km eus Brest) diwar skouer ar skolioù euskarek ha kembraek. Ar skolaer kentañ, Denez Abernot a oa e karg eus 5 bugel en ur skol feurmet da Z/Diwan gant ar gumun. Da c'houde, e tigore muioc'h mui a skolioù: e 1977 e Kemper, e Plouneour-Menez, e 1978 e Roazhon...
Un huñvre deuet da wir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'ar poent-se e oa disheñvel-tre soñjoù an dud diwar-benn Diwan. Aterset zo bet tud er straed evit gouzout o soñjoù: "N'eus ket plas evit ouzhpenn ur yezh e penn ar vugale" a zisklêrias ur skolaer. "Aon o deus an dud met talvoudus eo" a lâras ur vamm yaouank, he bugel e Diwan. E 2008, e tiskleir Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan, "un huñvre deuet da wir eo. Ur gammed war-raok. Dav eo kenderc'hel gant an hent ha ledanaat anezhañ e-kerzh an 30 vloaz o tont"
Digoradur al lise
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1980 e oa 13 skol dija hag e voe digoret ar c'hentañ klas kentañ-derez e Treglonoù. 3 bloaz goude e voe sinet an emglev kentañ gant an Deskadurezh-Stad. Met, e 1987 e oa kudennoù arc'hant spontus ha dic'hopret eo bet an holl implijidi. Gant ar gudenn-se e vez sinet un emglev all: 51,5 post a vo kemeret e kont gant an Deskadurezh-Stad. Neuze, e 1994 e tigoras al lise, staliet er Releg-Kerhuon. D'ar mare-se ne oa nemet ur skolaj. Met betek 2001 e tigoras 4 skolaj all.
- E 2007 e oa 2990 skoliad e diwan a-bezh, 201 lisead en o zouez. Raktresoù a zo da zigeriñ skolioù all c'hoazh, er Vro-Vigoudenn hag e Lokournan (Leon).
- Sede ma c'haller laret en deus DIWAN un dazont brav ha n'eo ket echu ar stourm bras evit ar brezhoneg !
30 vloaz ar skolioù a zo bet pe a vo lidet ivez :
- E Gwitalmeze ha Sant-Pabu d'ar 25 & 26 a viz Mae 2007
- E Kommanna d'an 26 & 27 a viz Here 2007
- E Kemper e 2008 (?)
- E Brest d'ar 6 a viz Meurzh 2009
- E Lannuon d'an 10 a viz Ebrel 2009
- E Kastell-Paol d'an 8, 9 & 10 a viz Mae 2009 : [1]
...
Evit 30vet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh Diwan eo bet aozet 30 darvoud er skolioù a-raok fest bras Karaez :
- 11/05/2007 - Ar Releg-Kerhuon
Redadegoù a-eileg ha fest-noz «reiñ lañs d’ar yezh»
- 11 & 12/05/2007 - Sant-Seo
«Ti-natur» Saloñs an eko-tiez hag an diorren padus
- 25 & 26/05/2007 - Gwitalmeze & Sant Pabu
30vet deiz-ha-bloaz skol Gwitalmeze
- 27/05/2007 - Loperc'hed
Randorade Brest
- 02/06/2007 - Taol-lañs sonerezh - Karaez
03/06/2007 - Devezh ar Brezhoneg - Karaez
- 16 & 17/06/2007 - Mor-Bihan
Diwan kup
- 08 & 09/09/2007 - Pontrev
Arz ha liorzhioù
- 16/09/2007 - Lesneven
Foar ar c’hezeg Lesneven
- 23/09/2007 - Plijidi
Pourmenadenn war varc’h ha war droad e Plijidi
- 29/09/2007 - Sant Brieg
Fest-noz war blañchod
- 07/10/2007 - Begerel
Saloñs al levrioù brezhoneg e Begerel
- 07/10/2007 - Sant-Teve
Randogolfe
- 02 & 03/11/2007 - Landerne (Kreizenn Meskoad)
Kendiviz an ISLRF : «Ar soubidigezh, un taol kaer : skouer Bro Gembre»
- 02/12/2007 - Sal ar gwerzhioù e Kemper
Gwerzh diouzh ar c’hresk evit Diwan
- 01 & 02/12/2007 - Pempoull
Marc’had Nedeleg Pempoull
- 31/12/2007 - 01/01/2008 - Kemper
Fest-noz e Kemper
- 04/01/2008 - 27/01/2008 - Kemperle
Taol kurun e Kemperle
- 23/02/2008 - Dinan Gilles Servat
- 08 & 09/03/2008 - Landerne
Foar bio Landerne
- 23/03/2008 - Gwengamp
Fest-noz al lun fask e Gwengamp
- 23 & 24/03/2008 - Kastell Paol
Kastell Lys : 14vet abadenn gouel ar plant
- 04/2008 - Kemper
Gouel 30vet deiz-ha-bloaz skolioù Diwan Kemper
- 04/2008 - Naoned
Kib bouloù Naoned ha diskouezadur mell-droad Bro Iwerzhon
- 08/05/2008 - Kommana
Tro Menez Are
- Bloavezh-skol 2007/2008 - Lannuon
Kenstrivadeg skrabeul e brezhoneg e Lannuon
- Bloavezh-skol 2007/2008 - Skolioù kentañ derez
Romant-polis ha dastumad rimadelloù
- Bloavezh-skol 2007/2008 - Skolajoù & Lise Diwan
Sevel filmoù berr gant skolidi an eil derez
- 09/2007 - 09/2008 - Kemper, An Oriant, Gwened, Naoned, Roazhon,Gwengamp, Karaez, Brest, Plougerne, Kastellin
Tro Breizh luc’hskeudennoù Loeiz Bloñs
- Bloavezh-skol 2007/2008
30 den brudet a skriv war Diwan
- 01/05/2008 - 04/05/2008 - Breizh
Ar Redadeg : ar c’horrika breizhat
- 02/05/2008 - 04/05/2008 - Karaez
Gouel bras e Karaez
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |