Geek
Ur geek (ger deuet eus saozneg SUA distaget [gi:k] peurvuiañ, [dʒiːk] a-wechoù) a zo un anv roet d'un den sot gant ul labour bennak, pe un dachenn studi, gant ar stlenneg peurvuiañ.
Ar skouer brudetañ eus ar geek eo hini an den yaouank (pe chomet yaouank a spered) plijet gant ar skiantoù, ar teknologiezhioù nevez hag an dreistharozed. Brasaet eo ar skouer muioc'h-muiañ war ar c'hoarioù-video (Dreist-holl an MMORPG, er c'hoarioù perzh hag e bed al levrioù pe ar filmoù fantasy.
Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez an Oxford American Dictionnary e vefe ret klask orin ar ger en uhelalamaneg-krenn, en anv geck, a dalv kement ha den sot, hag er ger flandrezek gek a dalv kement ha tra iskis, mezhus.
E Norzh ha reter bro-c'hall, e vez kavet an anv Gicque a ziskouez un den sot gant meurlarjez. E Alsas, e pad dibunadeg meurlarjez, e vez douget Shellekapp, Gickeleshut pe boned ar Gicque, gant kloc'higoù. E-pad ar bal eus meurlarjez Dunkerque, dañset e vez ur kelc'hiad ar Gicques
Er XVIIIvet kantved, en Aostria-Hungaria, ar sirkoù a kinnige duja ar 'Gecken, euzhviloù foar, tud gant ur c'horf tort, plac'h gant barv, h.a.
Tro-dro fin ar XIXvet kantved, e Amerika an Norzh, er foarioù, kroget e vez da kinnig Geeks e-barzh ar side-shows, an diskouezadegoù staget deus ar sirkoù. Kinniget e veze aliez freaks, da lâret eo euzhviloù foar.
E-barzh ar bed-se e veze ar geek un den ampechet spered (Kendoare Down) pe un arzour sirk ne c'halle ket ober e arvest. Peuraliesañ e oa noaz, e-barzh ur gaoued, goloet gant fank, gwisket gant kroc'hen loened ha ruoc'hal a rae evit ober aon d'an arvesterien o doa paeet evit gwelout anezhañ. Diskouezet e veze evel ur "gwalenn a vanke", evel an "den gouez" kavet e-barzh ar c'hoad. A-wechoù e veze lakaet da dic'hougañ pe dipennañ yer gant e zent hag ar geek a ranke ober van evañ e wad.
E-barzh e teir-oberenn The Deptford Trilogy, ar skrivangner Robertson Davies a ziskriv e kejadenn gant un arzour sirk a vez reidet d'ober ar geek.
Er Stadoù-Unanet, ar ger a vo implijet evit an dud iskis, ne n'em lakont ket er gevredigezh. Er bloavezhioù 1920, skriverien evel Meyer Levin, Upton Sinclair pe Truman Capote a implije ar ger evit an dud en-o-unan hag un tamm foll a c'heller gwelout mont en-dro en o zi, ar blev kribet fall ha kollet en o soñjoù.
E-barzh Tennessee Waltz eus Nic Franton, an haroz a lar, o komz deus A.Einstein : "Look at this guy's hair, what a geek !" ("Sell deus blev an den-mañ, pebezh geek !)
Laret e vez ivez e vez un orin soudard d'ar ger a dalvezfe General Electric Engineering Knowledge ("Gouiziegezhioù hollek e ijinouriezh tredan")
Ar Geek hiriv-an-deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'eo nemet er bloavezhioù 1960, gant diorroadur ar jederezigoù hag an urzhiataeroù, en deus ar ger kroget fa vezañ implijet evit komz deus an dud "barrek e mat" hag er skiantoù pe en teknologiezh hag - e-barzh al liseoù ar ar skolioù-meur - ne oent ket dedennet gant ar sport hag ar gouelioù aozet gant o kamaladed.
« Er penn-kentañ, ar gêr a zeu eus an amerikan freak, euzhvil foar », a zispleg David Peyron, oc'h ober un dezenn e sosiologiezh war ar geek. « El liseoù, e oa un intelektual. tud "intello" er skiantoù ha teknologiezhioù nevez. Evel ma oant lakaet o-unan, aet int davet bedoù faltaziek »[1].
Hiriv an deiz, ar geek a c'hell talvezout un den a zo menet e-barzh un dachenn, hag a vo alies er slenneg pe er skiant-faltazi. Dedennet agalz e vo gant an hollved-se hag en devo ur gouiziegezh war ar sujed-mañ.
Ar geeked a pouezh mat war an diforch etrezo hag an tud a vez laret nolife diouto. An nolife a zo an hini a implij holl e amzer en un doare drammus, hag alies o tilezel an tachennoù all evel ar buhez sokial, padal ar geek a zo an hini a zo menet en e sujed met en doare yac'h, en ur chom e darempred gant ar bed tro-dro dezhañ.
Ar geek, er c'hontrol eus ar sonjoù poblek, en deus ur vuhez sokial dre m'eo e liamm gant geeked all : stummañ a reont neuze ur kummuniezh tud dedennet, o eskemm dre internet peurvuiañ(foromoù, c'hoarioù war ar rouedad...) pe gellout a reont en em adkavout gant oberennoù gwirion (c'hoarioù roll, wargames, gouelioù...)
Ar geeked a c'hell e mod-se bezañ kemeret evel tud o terc'hout eus ar vuhez gwirion evit bedoù ijinet, alies faltaziek (skiant-faltazi, heroic fantasy, hag all...). Ar geek a implij meur a binviji evit mont davet ar bedoù faltaziek-se evel ar romantoù, ar vandenn-treset, ar sinema pe an heuliadoù skinwel, ar c'hoarioù-video, e ijin (c'hoari perzh) pe memes traoù all iskisoc'h (tudennigoù er wargames, an audio evit ar Sagaioù MP3 evel Tourell Naheulbeuk
Er vuhez gwirion, dedennet int gant pep tra a c'hell bezañ liammet gant ar bedoù faltaziek-se, evel an teknologiezhioù nevez (stlenneg ha c'hoarioù-video), al lennegezh (mitologiezh, mojennoù...), ar savidigezh gwiskamant (Cosplay, ar skiantoù... E-barzh an diskrivadur-mañ, ar stlenneg a c'hell bezañ kemeret evel ur bed ijinet en e bezhlerc'h ma kemer geeked 'zo un doare da terc'hout ouzh hor bed, an aliesañ e domani ar krouadur dre urzhiataer (programmadur, grafism...)
Hiriv an dizh e vez kavet ivez ar ger benel gant geekette pe geekez.
N'eus ket pell zo ez eo dioroet ar ger Gok, a dalv tud gotek geeks; (Sellet Luskad Gotek
Skouerioù dudioù geek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur geek a zo alies heulier ouzh un hollved pe/ha un dudi resis. Un dudi a c'hell bezañ anvet evel geek ma 'z eo e liamm gant an deknologiezhioù nevez pe/ha ar skiant-faltazi. Setu ul listenn berr :
- Stlenneg ha skiantoù
- Ur sinema-garour troet war-zu ar filmoù doare fantasy, skrijus pe skiant-faltazi : The Lord of the Rings, Konan ar barbarian, skiant faltazi : Star Wars, Star Trek...
- Al lennegezh evel levrioù Lovecraft, Tolkien, Franck Herbert, Philip K. Dick, Peter F. Hamilton, William Gibson...
- Comics
- C'hoari perzh (an aliesañ, gant un hollved evel ar reoù meneget a-us)
- C'hoari perzh ment gwirion ha Cosplay
- Wargames (c'hoarioù strategiezh gant tudennigoù) lec'h ma vez da skouer hollbedoù Warhammer pe Warhammer 40000
- C'hoarioù video pe c'hoarioù war internet (MMORPG gant ar millvrudet World of Warcraft)
- Manga, ha pep tra o sellet ouzh Bro Japan (Daou notenniñ ivez, ma z'eo Bro Japan dudi pennañ ar Geek ez eo neuze un Otaku).