Saga MP3

Eus Wikipedia

Ar saga MP3 a zo un istor kontet dre ar selaou lakaet ar peuliesañ er stumm MP3. Tost eo d'ul levr kontet eo nemet e vez muioc'h a zivizoù hag ez eo farsus ar brasañ niver anezhe.

Meizad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meizad ar saga MP3 a zo bet krouet gant Jhon Lang (pe Pen of Chaos) hag e Tourell Naheulbeuk (Donjon de Naheulbeuk) e 2000. Brudet eo deuet da vezañ dre ma 'z eo un istor farsus, dibar ha digoust. Pen of Chaos en deus kemmeret skouer war François Pérusse, ur c'h/Kebekan brudet-tre en e vro evit ober doare sagaigoù MP3 (ne vez ket implijet an term Saga MP3 dre m'eo istorioù dizalc'h hep liamm an eil gant eben, komzet vez eus "sketchoù" kentoc'h...).
Kalonekaet gant intrudu Pen of Chaos, tud all o doa c'hoant d'ober ar memes-tra hag o deus divizet en ober. Hiriv, muioc'h a 230 Sagaioù MP3 a zo bet niveret gant al lerc'hienn gall Netophonix. E touez ar sagaioù MP3 e vez meur a awen :
- Ar c'hoari perzh (skouer : Tourell Naheulbeuk, Asked trenk...)
- Ar skiant-faltazi (skouer : Survivaure, Adoprixtoxis... )
- Ar parodienn (skouer : The Lord of the Ringard, Banal Fantasy...)
- Ha traoù a bep seurt (skouer : E ti ar psi (chez le psy), an trede legion (la IIIème Légion)...

Ar memes meizad a vez kavet e Breizh-veur gant an audio theater, met hiriv an deiz, ar re a sav sagaioù MP3 a zo kentoc'h studierien gant ur budjet izel hag an disoc'h a zo ar peurliesañ gant ur son n'eo ket kenkoulz... Goude ez eo bet ivez un endro kenwerzhel gant BToù, T-shirtoù, tudennigoù...

Ar rummadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dirak an niver a sagaioù MP3 a oa war ar rouedad en deus divizet un den listennañ ha dispartiañ anezhe. Neuze, hervez e listennadeg, ez eus pevar rummad saga MP3 : An troioù-kaer MP3, an heuliadoù MP3, ar monoio MP3 hag ar bootlegoù MP3.

An troioù-kaer MP3[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An troioù-kaer MP3 a zo ar stumm anavezetañ ar saga MP3. Un istor didroc'het e meur a lodenn, pep lodenn o vezañ heuliad an hini a-raok. Tourell Naheulbeuk a zo ar c'hentañ skouer. Met, buhan-tre ez eo deuet troioù-kaer allevit brasaat ar rummad.

An heuliadoù MP3[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An heuliadoù MP3 a zo kemmeret diwar stumm an heuliadoù war ar skinwel. Un istor hollek a zo met pep epizod a zo disheñvel ha ne n'en heuliomp ket.

Ar monoioù MP3[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar monoioù MP3 a zo un doare "sketch" e-lec'h ma n'eus heuliad ebet. An hini kentañ hag an hini brasañ en deus graet an dra-se a zo François Pérusse gant "2 munutenn ar bobl".

Ar bootlegoù MP3[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bootleg MP3 a zo ur meizad disheñvel a walc'h eus ar re all peogwir eo tammoù sagaioù MP3 all lakaet penn ouzh penn. Ar pal n'eo ket d'obe run istor komprenus (diaes a vefe) met kentoc'h un heuliad a lavaroù kenglotus.

Niver a c'hoarierien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sagaioù MP3 a zo a wechoù savet gant un den nemetken (2 munutenn ar bobl gant François Pérusse, Asked trenk gant JBX...) Met sagaioù zo a degemer meur a c'hoarierien evel ar Survivaure pe Adoprixtoxis... Alies e vez pedet tud evit c'hoari e-barzh ul lodenn nemetken.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]