Frederic Edwin Church
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Frederic Edwin Church |
Anv-bihan | Frederic, Edwin |
Anv-familh | Church |
Deiziad ganedigezh | 4 Mae 1826 |
Lec'h ganedigezh | Hartford |
Deiziad ar marv | 7 Ebr 1900 |
Lec'h ar marv | New York |
Lec'h douaridigezh | Spring Grove Cemetery |
Tad | Joseph Church |
Mamm | Eliza Janes |
Bugel | Louis P. Church |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour, landscape painter, art collector, beajour |
Tachenn labour | landscape painting, Arzoù ar gweled |
Studier | Jervis McEntee, Howard Russell Butler |
Bet studier da | Thomas Cole, Alexander Hamilton Emmons |
Lec'h annez | Ecuador, Hartford, Olana State Historic Site |
Luskad | Hudson River School |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences |
Tachenn | landscape painting, luminism |
Levezonet gant | Alexander von Humboldt |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
Frederic Edwin Church (Hartford, Connecticut, 4 a viz Mae 1826 – New York, 7 a viz Ebrel 1900) a oa ul livour stadunanat eus al luskad Hudson River School. Unan eus al livourien vrudetañ e Stadoù-Unanet Amerika e oa.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet d'ar 4 a viz Mae 1826 e Hartford, e Connecticut, mab da Joseph Church (1793-1876) hag e bried Eliza (1793-1883) ; Joseph Chuch, un orfebour hag ur bravigour pinvidik, a oa un diskennad eus Richard Church, un havreger saoz hag a oa unan eus kavandidi Thomas Hooker (1586-1647), diazezer trevadenn Connecticut e 1636.
En e vugaleaj dija e oa dedennet Frederic gant an arzoù, hag a-drugarez da binvidigezh e dud e c'hallas gwalc'hiñ e c'hoant : e 1844, oadet a 18 vloaz, ec'h eas da zeskard ar gweledvaour Thomas Cole, diazezer an Hudson River School, e Catskill e stad New York. Gant Th. Cole e veajas e stad New York hag e New England evit tresañ dremmvroioù. E 1846, goude en devout studiet e-pad daou vloaz, e werzhas e daolenn gantañ, Hooker and Company, a-zivout beaj Thomas Hooker e 1636.
-
Hooker and Company, 1846
Daou vloaz diwezhatoc'h, e 1848, e voe F. E. Church al livout yaouankañ bet anvet da geneil an National Academy of Design e New York ; bloaz goude e voe dilennet da ezel hag e krogas da gelenn.
Tost da zoare an Hudson River School e chomas e deroù e remziad, o livañ gweledvadoù stad New York ha New England, levezonet ma oa c'hoazh gant dorn e gelenner Th. Cole. A-nebeudoù e kavas e zoare-eñ : muioc'h a vunudoù, mentoù brasoc'h ha gouleier pouezusoc'h. Buan e voe brudet evel livour-beajour : Hartford, Menezioù Catskill stad New York, White Mountains New Hampshire, Kentuchy, Maine, Niagara Falls, Virginia.
E 1853 hag e 1857 e veajas e Suamerika : Quito en Ecuador, ma chomas pell amzer, Kolombia, strizh-douar Panamá ; eus ar beajoù-se e teu an daolenn vras The Andes of Ecuador (1855 ; ment : 1,219 x 1,943 m), e oberenn vrudetañ, ha re all. En he-unan e voe diskouezet an daolenn e New York e 1859, ha miliadoù a dud a baeas evit he gwelet. Kerkent e voe Gifford an arzour stadunanat brudetañ, hag an hini pinvidikañ.
E 1859 end-eeun ec'h eas Frederic E. Church da livañ dremmvroioù erc'hek ha skornet Newfoundland & Labrador e biz Kanada. Meur a daolenn a livas goude-se, The Icebergs e o zouez.
-
The Andes of Ecuador, 1855
-
Niagara, 1858
-
The Icebergs, 1861
-
Aurora Borealis, 1865
Er bloaz 1860 e timezas al livour, oadet a 34 bloaz, gant Isabel Mortimer Cames, 24 bloaz, eus Dayton (Ohio) kent prenañ un atant en Hudson, e New York. Daou vugel o devoe : Herbert e 1863 hag Emma e 1864 ; an daou a varvas diwar zifteriezh e miz Meurzh 1865. Goude ur veaj da Jamaika e voe ganet tri mab e 1866, 1869, 1870, hag ur verc'h e 1871[1].
D'an 12 a viz Ebrel 1861 e tarzhas ar Brezel diabarzh ; pa save F. E. Church a-du gant an Unaniezh e livas Our Banner in the Sky goude gwelet ur c'huzh-heol ruz, glas ha gwenn. Un vaendresadenn anvet Our Heaven Born Banner livet gant William Bauly hag engravet gant Sarony, Major & Knapp e New York a voe graet diwar an daolenn, moullet ha gwerzhet e-kerz soudarded an Unaniezh[2]
-
Our Banner in the Sky
-
Our Heaven Born Banner
E 1863 e voe degemeret F. E. Church da evel ezel darnel eus an American Academy of Arts and Sciences e Cambridge, e Massachusetts[3].
E dibenn ar bloaz 1867 ec'h eas an tiegezh Church da Europa (Londrez, Pariz) a-raok mont da Aleksandria en Egipt. Goude tremet dre Jaffa en Impalaeriezh otoman ec'h ejont da Veirout e Liban ma tremenjont pevar mizvezh. E miz C'hwevrer 1868 ec'h eas al livour war gein un dremedal eus Jeruzalem da Al-Batraʾ e Jordania ma reas tresadennoù evit unan eus e daolennoù pouezusañ, El Khasne, Petra (1874). Goude-se ec'h eas an tiegezh da Zamask e Siria a-raok distreiñ da Liban dre Vaalbek, treuziñ Mor Egea, ehaniñ e Kergustentin ha tremen ur goañvezh e Roma, m'edo al livour eus an Hudson River School Sanford R. Gifford o chom evit ur mare. Pelloc'h e chomas F. E. Chuch hag e diegezh en Aten kent distreiñ da SUA e 1869 via Bro-C'hall ha Bro-Saoz.
-
The Parthenon, 1871
-
Syria by the Sea, 1873
-
El Khasne, Petra, 1874
-
The Aegean Sea, ~1877
Adalek 1870 e krogas da lakaat sevel un ti bras war un dachenn 7,6 hektar he gorread en devoa prenet a-raok ar veaj d'ar Bed Kozh, en abeg d'ar gwel war ar stêr Hudson hag ar Menezioù Catskill. En doare persian eo ar maner, savet evit ul lodenn diwar tresadennoù graet gant an arzour e-kerzh e veajoù. En diskaramzer 1872 en em stalias an tiegezh Church eno. The Farm ("An Atant") e oa anv ar maner betek ma voe anvet Olâna gant Isabel Church, diwar anv latin ul lec'h e Persia damheñvel ouzh hini SUA bet deskrivet gant Strabon a-zivout Armenia : Ὀλανή· "Olané"[4].
E-tro ar bloaz 1876 e voe taget F. E. Chuch gant liezartrit remmheñvel ; dre ma oa diaesaoc'h-diaesañ labourat evel boaz e tivizas livañ gant e zorn kleiz hag e kendalc'has da sevel taolennoù, hogen gorrekoc'h a-galz. Kelenn a rae ivez. En abeg d'e yec'hed ha da hini e bried e tiuzas tremen ar goañvezhioù e Mec'hiko.
D'an 12 a viz Mae 1899 e varvas Isabel e New York d'an oad a 63 bloaz, e ti ur mignon d'ar c'houblad. Unnek miz goude, d'ar 7 a viz Ebrel 1900, e varvas Frederic d'e dro en e 73vet bloaz, el lec'h end-eeun ma oa aet e wreg da Anaon. E bered Spring Grove en Hartford emañ bez an tiegezh[5]
Taolennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Cotopaxi, 1855
-
Cross in the Wilderness, 1857
-
Morning in the Tropics, ~1858
-
Twilight in the Wilderness, 1860
-
Oosisoak, 1861
-
Rainy Season in the Tropics, 1866
-
Niagara Falls, from the American Side, 1867
-
Jerusalem from the Mount of Olives, 1870
-
Passing Shower in the Tropics, 1872
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Masten, April F.. Art Work: Women Artists and Democracy in Mid-Nineteenth-Century New York. Philadelphia : University of Pennsylvania Press, 2008, p. 141 (ISBN 978-0-8122-4071-9)
- (en) Ryan, James Anthony. Frederic Church's Olana – Architecture and Landscape as Art. Catskill : Black Dome Press, 2016, (ISBN 978-1-883789-28-2)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Cooper, Hewitt. Frederic Edwin Church. 'Smithsonian Design Museum'. Kavet : 20/10/2023.
- (en) 'American Art Gallery'. Kavet : 20/10/2023.
- (en) 'Olana NY state Historic State'. Kavet : 20/10/2023.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ryan, op. cit., p. 90.
- ↑ (en) 'Rally ‘Round The Flag – Frederic Edwin Church and The Civil War'. Kavet : 20/10/2023.
- ↑ (en) 'American Academy of Arts and Sciences'. Kavet : 20/10/2023.
- ↑ (el) (fr) Strabon, Geografika, XI, 14.6. Kavet : 20/10/2023.
- ↑ (en) (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 20/10/2023.