Mont d’an endalc’had

Thomas Cole

Eus Wikipedia
Thomas Cole
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denThomas Cole Kemmañ
Anv-bihanThomas Kemmañ
Anv-familhCole Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 C'hwe 1801 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBolton, Bolton le Moors Kemmañ
Deiziad ar marv11 C'hwe 1848 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York, Catskill Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Breur pe c'hoarSarah Cole Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour, skeudennaouer Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
StudierFrederic Edwin Church Kemmañ
Lec'h labourSteubenville, New York, Philadelphia, Pittsburgh Kemmañ
Oberenn heverkThe Oxbow, The Voyage of Life, The Subsiding of the Waters of the Deluge, The Course of Empire Kemmañ
LuskadHudson River School Kemmañ
Tachennlandscape painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library Kemmañ

Thomas Cole (Bolton le Moors, Lancashire, 1 a viz C'hwevrer 1801Catskill, New York, 11 a viz C'hwevrer 1848) a oa ul livour stadunanat bet ganet e Bro-Saoz. Diazezer luskad ar Hudson River School e voe[1].

Lakaet e vez d'ar gweledvaour stadunanat kentañ o c'hounez brud dre e oberennoù romantel hag istorel, levezonet gant livourion europat hogen kreñv ar gizidigezh stadunanat enno : diskwel a reont ar Bed Nevez evel ur baradoz naturel en enep da gêrioù mogedek Breizh-Veur da vare an Dispac'h Greantel, un endro a anavezas en e yaouankiz. Dre e daolennoù e savas a-enep ar greanteladur, ar c'hêraozadur hag aloubidigezh kornôg SUA[2]

Ur c'hrennard e oa Thomas Cole pa zivroas e diegezh e 1818 a Vro-Saoz da SUA, m'en em stalias e Steubenville, Jefferson County, Ohio.

E 1823, pa oa 22 vloaz, e tilojas ar familh da Philadelphia, ma chomas daou vloaz kent mont da Gatskill e Stad New York, war glann kleiz an Hudson, 160 km en norzh da gêr New York ; eno e vevas Th. Cole gant e bried hag o bugale betek diwezh e vuhez.

Abred e kavas labour evel engravour, tra ma teske e-unan-penn al livouriezh dre lenn levrioù ha dre studiañ taolennoù. D'an oad a 21 bloaz, e 1822, e krogas da vout ur poltredour a-vicher ; gant an amzer e troas mui-ouzh-mui war-du ar vicher a weledvaour.

Er penn-kentañ en devoa ur studio en ur grignolig enk ha dic'houloù e ti e dad. Eno e livas e bemp taolenn gentañ, a lakaas e gwerzh e New York e 1825. Teir anezho a voe prenet en ur priz dereat gant un ao. George Bruan[3].

Ker plijet e voe G. Bruan gant labour al livour yaouank ma profas dezhañ un droiad en hañv e traoñienn an Hudson, ma livas Th. Cole pemp gweledva, a lakaas war ziskouez en ul levrdi e New York ; daou anezho a voe prenet gant un ao. A. Selton, o lakaas e diskouezadeg an American Academy of the Fine Arts e 1826. Dedennet ganto e voe al livourion John Trumbull (1756-1843), William Dunlap (1766-1839) hag Asher Brown Durand (1796-1886).

Fromet-kenañ e voe J. Trumbull gant View of Fort Ticonderoga from Gelyna e gwirionez, ken ma klaskas pelec'h edo an arzour o chom, ma prenas unan ag e daolennoù ha m'e lakaas e darempred gant e geneiled pinvidik ; da brenerion ingal e troas lod ag ar binvidion-se.


Er bloaz 1836, oadet a 35 bloaz, e timezas Th. Cole gant Maria Barlow, bet ganet e Catskill d'an 3 a viz Eost 1813 ; pemp bugel o devoe[4]

Ur gweledvaour ag an dibab e oa Thomas Cole, hogen taolennoù istorel a livas ivez, ar re vrudetañ anezhe o vout un heuliad pemp livadur anvet The Course of Empire (1836) hag un heuliad arall, The Voyage of Life, peder zaolenn ennañ (1840) hag a adlivas e 1842 gant un nebeud kemmadennoù.

E 1842 e lestras Thomas Cole war-du Europa, mennet ma oa da studiañ doareoù ar Vistri Gozh ha da livañ dremmvroioù.

Ker bamet e voe e Sikilia gant ar menez-tan Etna ma savas tremen c'hwec'h taolenn anezhañ, an hini vrudetañ o vout unan vras-divent, A View of Mount Etna from Taormina (1 980 x 3 050 m) e 1843.

Brudet ivez eo Lake with Dead Trees (1825), Daniel Boone sitting at the door of his cabin at the Great Osage Lake (1826), The Garden of Eden (1828), The Oxbow (1836) ha The Notch of the White Mountains (1839).


Ur barzh e oa Thomas Cole ivez, ha dedennet e oa gant an disavouriezh : e 1838 e kemeras perzh en ur genstrivadeg evit tresañ sez gouarnamant Stad Ohio e Columbus ; trede e voe, met diwar an tri raktres kentañ e voe savet ar sez, ma weler mat levezon kinnig an arzour[6].

E Catskill e varvas an arzour diwar grezennfo d'an 11 a viz C'hwevrer 1848, oadet a 47 vloaz[7]. Ur brezegenn kañv a voe distaget d'ar 4 a viz Mae gant ar barzh William Cullen Bryant (1794-1878) dirak an National Academy of Design e New York[8].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (en) O'Toole, Judith Hansen. Different Views in Hudson River School Painting. New York : Columbia University Press, Columbia University Press, 2005, p. 11 (ISBN 978-0-231-13820-8)
  2. (en) Cotter, Holland (2018). 'Thomas Cole, American Moralist'. Kavet : 02 Here 2023.
  3. (en) Noble, Louis Legrand. The life and works of Thomas Cole. New York: Sheldon, Blakeman, 1856, p. 56. Kavet : 02 Here 2023.
  4. (en) A guide to the Thomas Cole Collection, Albany Institue of History & Art, pp. 9-10. Kavet : 02 Here 2023.
  5. Anavet ivez dindan an anv View from Mount Holyoke, Northampton, Massachusetts, after a Thunderstorm.
  6. (en) Haverstock, Mary Sayre. Artists in Ohio, 1787-1900 – A Biographical Dictionary. Kent, Ohio : The Kent State University Press, 1999, p. 174 (ISBN 978-0-87338-616-6)
  7. (en) 'Biography of Thomas Cole @ National Historic Site. Kavet : 02 Here 2023.
  8. (en) 'On the life of Thomas Cole @ Catskill Archive. Kavet : 02 Here 2023.