Mont d’an endalc’had

Asher Brown Durand

Eus Wikipedia
Asher Brown Durand
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAsher Durand Kemmañ
Anv-bihanAsher Kemmañ
Anv-familhDurand Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Eos 1796 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMaplewood Kemmañ
Deiziad ar marv17 Gwe 1886 Kemmañ
Lec'h ar marvMaplewood Kemmañ
Lec'h douaridigezhGreen-Wood Cemetery Kemmañ
PriedMary Frank Durand Kemmañ
BugelLucy Maria Durand Woodman Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour, engraverien, luc'hskeudenner Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
Lec'h labourNew York Kemmañ
Oberenn heverkThe Capture of Major André, The Hunter Kemmañ
LuskadHudson River School Kemmañ
Ezel eusCentury Association, Century Association Kemmañ
Tachennlandscape painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Reference Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ

Asher Brown Durand (Maplewood, New Jersey, 21 a viz Eost 1796idem, 17 a viz Gwengolo 1886) a oa en engravour hag ul livour ezel eus al luskad Hudson River School.

E Maplewwod (Jefferson Village d'ar mare-se) e New Jersey e voe ganet Asher B. Durand, eizhvet bugel a-douez unnek ur horolajer hag orfebour a orin gall, un diskennad eus hugunoded hag o devoa tec'het da Amerika goude torridigezh Skrid-embann Naoned e 1685[1].

D'e 16 vloaz, e 1812, ec'h eas da zeskard an engravour Charles C. Wright (1796-1857), ma chomas betek 1817 ; er bloaz-se e voe kevredet gant e vestr en embregerezh Durand and Wright, Engravers, ma voe rener an adstal e New York.

Brudet e voe e 1823 goude engravet an daolenn Declaration of Independence diwar goulenn an aozer, John Trumbull (1756-1843), a gave dezhañ e oa Durand unan eus gwellañ engravourien SUA[2].

A. B. Durand hag e geveler C. C. Wright e voe diazezerien an New York Drawing Association e 1825 e New York ; d'an National Academy of Design e troas ar gwevredigezh-se, ma voe Durand kadoriad adalek 1845 betek 1861[1]

E 1824, Asher B. Durand hag e vreur Cyrus (1787-1868), un engravour ivez hag ur mekaniker donezonet-dreist, a savas ar gompagnunezh Durand & Co., da bal dezhi « engravañ ha moullañ bilhedoù-bank eus ar vegenn »  ; adimplijet e voe o labour evit an timbroù kentañ a zo bet moullet e SUA, e 1847[3]. Ganto ivez e voe engravet an heuliad timbroù a voe embannet e 1851-1856[2].

Asher Durand (dehou) gant al livour H. P. Gray (kreiz) hag ar c'hizeller H. K. Brown (kleiz), 1850

E deroù ar bloavezhioù 1830 e troas Asher B. Durand war-du al livouriezh, diwar atiz unan eus e brenerien, ar marc'hadour taolennoù Luman Reed (1787-1836) hag en devoa harpet al livour Thomas Cole, ur c'heneil da A. B. Durand ha diazezer an Hudson River School.

E 1837 ec'h eas Durand ha Cole da Schroon Lake er Menezioù Adirondacks e biz Stad New York evit tresañ, ha dizale e krogas an engravour da studiañ al livañ dremmvroioù. Hañvezhioù a dremeneas o tresañ er Menezioù Catskill e gevred an hevelep Stad, hag er White Mountains e New Hampshire. Kantadoù a dresadennoù hag a raktaolennoù en eoul war lien a savas eno, a gemeras perzh en diazezañ an Hudson River School.

Brudet eo doare A. B. Durand da livañ gwez, reier ha deil, a live war-eeun en natur evit chom feal ar fealañ ouzh o neuz wirion. Evel izili all an Hudson River Scholl e krede dezhañ e oa an Natur un diskouezadur dreistlavar a-berzh doue ar gristenien.

Koulz A. B. Durand ha Th. Cole a zisfizie diouzh an "araokaat", evel m'en diskouezas Durand e 1853 en un daolenn bet urzhiadet gant ur sterner en hentoù-houarn, Progress (The Advance of Civilization), ma weler Amerika o vont war-raok eus an tu kleiz, an natur, ma'z eus Amerindianed o sellet ouzh an tu dehou ma'z eus hentoù, peulioù pellskriverezh, tiez, un tren ha listri-dre-vurezh.

E Maplewood e varvas Asher Brown Durand d'ar 17 a viz Gwengolo 1886. D'an 21 a viz Gwengolo e voe beziet e Green-Wood Cemetery e New York[4].

Taolennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Durand, John. The Life and Times of Asher B. Durand. Hensonville : Black Dome Press Corp, 2006 (ISBN 978-1-883789-50-3)
  • (en) Ferber, Linda. Kindred Spirits: Asher B. Durand and the American Landscape. New York : D. Giles Ltd, 2007 (ISBN 978-1-904832-26-3)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 ha1,1 (en) 'Cyrus Durand @ Virtual American Biographies. Kavet : 03//10/2023.
  2. 2,0 ha2,1 (en) White-Serjeant, Helen (1955). 'The Men Who Engraved Early U.S. Stamps @ The Philatelic Database. Kavet : 03//10/2023.
  3. (en) '1847: America's first stamps @ National Postal Museum. Kavet : 03//10/2023.
  4. (en) Green-Wood Cemetery. Kavet : 03//10/2023.