The Course of Empire (taolennoù)
The Course of Empire zo un heuliad taolennoù livet gant an arzour stadunanat Thomas Cole (1801-1848) etre 1833 ha 1836.
Romantel eo ar sell, liammet gant ar sevenadur pobl stadunanat ha fromoù ar mare-se. Aon a oa da welet ar vro o kouezhañ en e foull. Aliezik hag a-gelc'hiadoù e tistro an dodenn en oberennoù Cole, evel en e heuliad The Voyage of Life.
Mammenn an oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un awen lennegel zo d'an heuliad taolennoù Course of Empire, pa'z eo diazezet war Childe Harold's Pilgrimage (1812–18) ar barzh saoz Byron (1788-1824. Cole e-unan en devoa embannet bezañ awenet gant ar gerioù-se:
|
Aze emañ kentel holl gontadennoù mab-den ; N'eo nemet an hevelep danevell eus an dremened. |
An taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cole en doa savet an heuliad taolennoù-se gant ur soñj resis da geñver o staliadur. Ar re-se a oa da vezañ staliet e trede leur ti e batron, Luman Reed, e 13 Greenwich Street, New York City.[1] Tamm-pe-damm e vefent bet da vezañ diskouezet evel-mañ :[2]
![]() The Savage State |
![]() The Consummation of Empire |
![]() Destruction |
![]() The Arcadian or Pastoral State |
![]() Desolation |
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (en) About the Series: The Course of Empire. Kavet : 03 Meurzh 2017.
- ↑ (en) Installation Diagram for the Course of Empire. Kavet : 03 Meurzh 2017.