Quito

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Quito Centro Histórico.JPG
Quito AvVenezuela basilicadelvotonacional.JPG

Quito (distagadur LFE: [ˈkito]), ent-ofisiel Santo Francisco de Quito, eo kêr-benn Ecuador e Suamerika. Enni ez eus war-dro 1,6 milion a annezidi. En em astenn a ra kêr a-hed 20 km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz, ha 2 850 metr eo hec'h uhelder a-us ar mor, ouzh tor ar menez-tan Guagua Pichincha. Talvezout a ra an anv Quito kement ha "kreiz ("ki") ar bed ("tu")" e ketchwaeg. An eil kêr vrasañ eo en Ecuador, goude Guayaquil. Ur gêr gozh eo, hag enni kalz a aspadennoù eus an amzer dremenet, peogwir e voe savet e 1534. En abeg d'he savadurioù kozh e oa bet lakaet e 1979 war roll ar Glad bedel, savet gant an UNESCO.


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.